En holl gêrioù bras eo an dud pinvidik a zo deuet mat.
Bale war droad dre straedoù kêr.
Treuziñ ur c’harter turk, ur c’harter ledan en e straedoù un niver a diez e stad fall pe falloc’h, tiez o deus miret o c’hoantiz, o c’hened, uvel pe lorc’hus. Straedoù plijus, sioul ha buhezek tro ha tro, plant lakaet da greskiñ e pep lec’h o krimpat ouzh ar mogerioù, gwez, roz-malv. Bep an amzer ur straed ledanoc’h, ul liorzh foran, a franka an diarsell.
Div durkez kozh a sell ouzh an dud a dremen, azezet war bep a gador. Marvailhañ a reont, a-zivout an dremenidi, a-zivout an amzer o vont a-unan gant an heol war e ziskar. Ur stroll turked yaouank zo azezet war bazennoù a gas d’un trepas. Strolloù merc’hed a dremen, lod gant ur mouchouer war o fenn, lod gant ur bragoù berr eus ar berrañ. Maouezed yaouank a vount babigoù en o c’harrigoù. Stalioù bihan e-leizh ez eus a bep tu da straedoù ‘zo, bara, kig, legumaj, frouezh, pize, kebab, evajoù a bep seurt, kafedioù, ficherion vlev, ur stroll dentourion, marc’hadourion dilhadoù kozh. Un nebeut Europiz ha morianed a vez gwelet.
Sant Jos eo.
E Brusel e teuz poblañs Sant-Jos-ten-Node e-barzh poblañs ar c’humunioù all hag an douristed d’ober ur morad a dud marellet ha dizanv.