Ar mank a zeu er-maez eus an nijerez
gwisket cheuc’h
kravatenn soutil
botoù boutin ker ruz
mousc’hoarzh marc’hadour sunerez
dent gwenn
heol skedus
laouen
laouen ar c’hameraour
laouen an holl
500 000 a dud zo bet lazhet
war al lec’h
paotred, merc’hed, bugale
a oa el lec’h fall
d’ ar mare fall
reoù all zo beuzet o tec’hout
o fazi eo
n’ eo ket fazi ar marc’hadour sunerez
e vicher a ra
gwerzhañ
nag ur mousc’hoarzh
prenit ur sunerez ‘ta
ezhomm en deus botoù nevez