Aon rak e skeud,
aon rak he skeud,
steuziet ar furmoù,
steuziet al livioù,
dilezet an denion evit o skeud
diverket gant skeud ramzel an hinienn bannet warno,
diverket ar bed gant ar skeud a ya en a-raok d’ an hini a oar,
na oar nemet skeud e anaoudegezh a gemer evit ar bed.
E anaout, e zave nemetañ,
kreñvlec’h savet en-dro d’e gorf eskern,
kig faos e vuhez,
liv trist e dudenn,
mogidell e ene.
Aes eo distrujañ ar bed
na anavezer nemet e skeud.
Skeud an ober,
skeud an anaoudegezh,
skeud ar vuhez,
skeud an dud.
A c’hoarivaig dinoaz,
derc’hennet finvezioù e harozed paper,
furmoù kartoñs,
etre al lien hag hag gouloù,
lec’h ma varv an denion da wir,
aet da rikoù an arvest,
du o gwad en amc’houloù,
disoñjet en disgwel.
Hastomp da stlakañ hon daouarn ouzh froud ar skeudoù,
pa ne oar a bell ‘zo pig pe vran diouzh o andon.