Victor Hugo zo ur savadur postek ha divrall evit ar re a oar diouzh al lennegezh.
E-pad ehanoù an hañv ez eus er skingomz skingasadennoù war e zivoud bep beure, hag a-wechoù eo hegasus ha pompadus.
Evidon a zo bet rediet evel an holl e Frañs da lenn un nebeut pajennadoù digantañ eo chomet en ur c’horn distro eus va spered unan eus ar skrivagnerion o deus roet eus an dud vihan un dezerc’had evit gweladennerion a-ziavaez o deus da c’houzout petra heverk zo da na c’hwitout er paour kaezh indianed-se.
Hag o deus skrivagnerion evel Zola ha Hugo kenderc’het daoust dezho seurt derc’had ?
Ar pezh a chom eus an dud vunut ned eo nemet dafar da sevel tudennoù a enkorf prederioù an aozerion.
Ned eo nemet ur rezhienn ouzhpenn eus derc’had an henvroidi er bed-mañ. An derc’had-se a zermen pep tra a-zivout an istud distuz, a-zivout pezh int sañset ober, ar pezh a soñjont hag o zrivliadoù.
Gwir eo evit an arz hag evit an armerzh hag ar politikerezh ivez.
Nep eztaol piaouel a-berzh ar ouezidi zo dispriziet, berzet, laeret. Ne c’hellont e nep doare lavarout o istor na sevel un istor. Diouzhtu ez eer dezho evel ouzh bugale a gelenner dezho treuziñ ar straed en doare nemetañ a zo d’ ober, sañset. O istor a vo livet gant tud estren d’ o buhezañ ha ne vint ket aotreet da reiñ o soñj war un oberenn re gemplezh evito dre anien.
Argaset eo bet seurt poblañs en anistor hag erlerc’hiet outi un handerc’had aet da werc’helezh.
Mat e vefe d’an aozerion en o brud kaout uvelded da emouezañ ouzh bevennoù o handerc’had.
E Breizh hon eus bet ar chañs da gaout e Roparz Hemon ur skrivagner diles a zigoras d’ ar bed ur vaezienn nevez, gallusted un azginivelezh. Siwazh n’ eo ket bet ganet gant e lennegezh ur bed nevez. Un dargouezh ret e oa hogen n’eo ket spirus avat.
En e handerc’hadoù e oa aes kavout an darempredoù etre an holl dud a ampar ur boblañs, en o zouez ar skrivagner e zislavaroù arvarus. Ar bodad tud a ampare stroll kenlabourerion ar prantad-se a oa ledanoc’h o eskemmoù hag o frederioù eget al lennegezh, pe ar yezh. Alese eo pinvidik a-walc’h o zudennoù da ezteurel soutilderioù dislavaroù ar skrivagner a zo den ur gevredigezh ha den an hollved. Techet eo avat da dec’hout en e labour hiniennel, d’ em em repuiñ el lodennig denelezh pleustret gantañ pa c’hoarvez d’an traoù bezañ tenn.
Hag e vo tud evit merzout seurt pinvidigezh, seurt digor war ar bed ?
Al lennegezh a-vremañ e Breizh a hañval strishaat da galvezerezh ha diduamant o pellaat diouzh ar vuhez. Ma eskoras er goudebrezel ha betek ar bloavezhioù 70 roudoù ur stuzegezh orinel a denne e sapr eus burzhudoù an etrebrezel, ez hañval bezañ aet da get evit ar pred, beuzet ma ‘z hañval bezañ poblañs Vreizh er stuzegezh arallekaus hollc’halloudek a ren war ar bed.
Hag e c’hellomp amparañ amveziadoù ur burzhud all ?
Je fais des vers sans en avoir l’air comme Victor Hugo assis sur son pot a lavare rimadellig va bugaleaj. Soutilderioù a rez al letonenn…