Diouzh o zu an dud plijet gant al lennegezh teodel bobl zo aet da heul ar stuzegezh trec’h.
Reoù ‘zo a drevez doareoù komz poblañs ar maezioù deroù an ugentvet kantved en ur ober dave da c’hizioù gwechall. An henvoazelourion a zo evito ar stuzegezh bobl un adsked eus ur bed a zo bet, hon gwrizioù, un asvan a dremened n’o deus ket anavezet bev hogen a gemeront da hennad o huñvreoù. Diouzh un tu all e kemer reoù all al lennegezh bobl evel ur sac’h goullo a leuniont gant kealiadoù ar stuzegezh trec’h.
An holl a chom hanter hent, etre pezh a zo bet ha pezh n’eo ket, etre ur stuzegezh n’o deus ket ensammet hag ur stuzegezh gourlakaet dezho. Marv o denelezh eo, azon ur staeliad merc’hodennoù.
Iskis eo e kaver an hevelep saviad gant slamerion ‘zo, kemeret diouzh ur penn all. An emanvet sorbiennerion a ya davit ar stuzegezh trec’h. Ar slamerion int a glask kuitaat ar stuzegezh trec’h, kenderc’hañ o stuzegezh da guitaat o saviad sujidi ? Padal ne reont a-wechoù nemet dreveziñ doareoù ur bobl gwengelek hep soursial eus e vezañs, eus e zenelezh. War al leurenn e tezerc’hont tudennoù ar bobl, pobl ar c’hêrioù, ur gwengel a zo kenderc’had ar stuzegezh trec’h. Azonoù sujidigezh pobl ar c’hêrioù bannet warno a-vloc’h da stuzegezh gant o sujerion.
Hent bac’h mar bez. Pobl vat ar renkadoù etre, al labourerion gevredigezhel, kulturel, tud warno a-wechoù stummadur ar skolioù meur a gred bezañ tizhet o denelezh dre ar stuziadur livet warno .
Kinkladurioù ur c’hoariva truezek, goullo tragek.
Hag ar yezh-se, a istribilh er goullo, goullo ar yezhva, goullo an eneoù paket en ur purgator a bado ar beurbadelezh. Padout a ray keit ha ne vo ket kemeret penn an hent, keit hag e vo chomet da ziskuliañ ar sañset direizhderioù ha da veuliñ an harozed o deus stourmet harozek.
Ne viro ket ouzh ar vuhez a vezañ dous ha didrabas, mirout a ray ouzh ar vuhez a vezañ.
Ur bed dastumerion valafenned, splann o livioù hogen marv.