Advabiñ, adverc’hañ… Kudenn stignet e poz brezhonek ur vlogerez.
Plediñ gant bugale a zo emzivat, reiñ dezho ur plas er gevredigezh zo kentoc’h yael.
Advabiñ evit bezañ kempoell gant ur gealiadurezh, ha n’eo ket un emzalc’h par da hini ar renadoù hollveliek a nac’h an dargouezh, gant tud a fell dezho bezañ Doue ha n’eo ket mui kempenn o amva hogen divizout pe neuz ha pe arver a vo d’al loen denel, hep derc’hel kont eus e zenelezh.
Divizout war bep tra, dibab ar pep gwellañ evit ar yoc’hoù, nac’h an dargouezh. Ha n’ emeur ket gant an hent-se ?
An den a ro stumm d’ar bed ma vev, hogen ne sonn ket an traoù. Al loen eo a vev en ur bed sonn bepred adkroget en hevelep furm.
Emouez eo an den ouzh liesselezh ar vuhez. Goût a oar ne c’hell tizhout nemet gorre an traoù.
Pa glask mestroniañ eo diwar goust ar vuhez : distrujañ elfennoù eus al liesselezh, pellaat an dargouezhioù, o c’huzhat, evit kaout ar santimant da vezañ mestr war ar bed.
Al loen a aoz e dachenn en doare-se, diverkañ pezh n’eo ket e vevañs.
Tachenn mab den avat zo kalz ledanoc’h, neuze e tenn seurt emzalc’h da vestroniañ kement a zo bev.
Anat e tlefe bezañ d’ an den ez eo ar rezid ur perzh denel digembezus gant nep peurveli. An den ne c’hell nemet degas elfennoù kened er bed ma vev. Ar gened zo ur perzh denel.
Pa grog da brenañ tud, da laerezh o denelezh, evit kenderc’hañ dezhañ madoù e krog da zistrujañ an denelezh. Pa gendalc’h dre brenañ tud evit e gletadurezh e tizh ur bazenn all en dizeneladur : ur bugel prenet da glokaat un tiegezh, ur plac’h prenet da ginklañ un annez. Kregiñ a ra da balvata e donkad, da nac’h an dargouezhioù d’en em vac’hañ e kreñvlec’h an hañvalout bezañ.
Lavarout ur marvailh, skrivañ ur romant zo reiñ ur furm da iziunadoù, da elfennoù en amzivin, hontkenderc’hañ, krouiñ, denelaat.
Prenañ marc’hadourezhioù, kenderc’hañ marc’hadourezhioù zo palvata ar werc’helezh, nac’h ar werc’helezh, kinklañ ar werc’helezh d’ he lakaat da badout ingal, ha dreist-holl nac’h an denelezh d’ he lakaat da vezañ danvez e-touez an danvez.
Diaes eo da bep hini bezañ ar pezh ez eo. Aze emañ an denelezh avat. Er gevredigezh-mañ e hañval an dud nac’h o denelezh, o dibarelezh, klask bezañ ar pezh n’int ket, plegañ d’ un urzh hollveliek diboell. Diaes eo din bevañ va buhez evel da forzh piv na sent ket ouzh ar stuzegezh trec’h. Hag ez in da arc’hañ gwelladurioù diwar-c’horre evit kelo ? Nann, ne fell ket din ul lod eus ar galloud, ret eo kemm ar bed ma vo plas d’an holl.
Darvoudoùigoù evel ar gerioù lennet en ur blog, pe bezañ lennet nevez ‘zo «The man in the high castle» gant Philip K. Dick, e galleg, a ‘m degas c’hoazh gant ar c’hraf-se.
Er romant eo brav bezañs seurt atersoù war an denelezh, penaos e klasker mirout ouzh ar vuhez a vezañ ha penaos eo tonket da c’hwitout.
Hegaset on bepred avat gant un tun kalvezel a denn da lakaat e darempred re a dudennoù pa c’hellfent bezañ hep liamm ebet kenetrezo ha reiñ an hevelep alberz eus egor divent an denelezh. Strizhded bed ar skrivagnerion, o c’hemplegouriezh d’ an nevid erfin daoust d’an dibar a zegasont. An heugus ma ‘z eo ar stiradoù pellwel ma teu ar benndudenn da sachañ warnañ an hevelep tud gant an hevelep kudennoù hag an hevelep gwallzarvoudoù rann ha rann. Diaes eo ar vuhez !
Le maître du haut château, Philip K. Dick, 1962, embannadurioù j’ai lu 2012.