Peseurt liammoù ez eus etre an oberour, e oberenn, hag ar gevredigezh ma vev ? War-benn respont d’ar c’hudennadur-se, e tegasin elfennoù o tennañ d’ar sorbiennoù, pa’z eo an danvez an tostañ ouzhin.
Hag ez eo Kabellig Ruz ur sorbienn evit ar vugale ? Ha ne ve ar sorserez nemet un dudenn lu ha bugelel, pe drouk nemetken ? Hag an elfennoù hud er sorbiennoù ne c’hoariont nemet roll un deus ex machina ? Ha n’int nemet kinkladurioù dispredet ?
Setu un nebeut goulennoù e-touez reoù all a zo savet ganin da heul bezañ lavaret sorbiennoù a-hed un toullad bloavezhioù.
Ar sorbiennoù-se zo bet dastumet en Europa, Afrika, Azia hag Amerika e mareoù disheñvel.
Meneget e vo un nebeut anezho nemetken. Anv a vo ivez eus un nebeut goulennoù : petra eo ur sorbienn ? Piv eo ar sorbiennour ? Ha n’eo ar sorbienn nemet un diduamant ? Hag ez eo ul lennegezh ? Perak ar stumm-mañ-stumm el lec’h-mañ-lec’h hag er mare-mañ-mare ?
Arnodiñ a ran respontoù a savo d’o heul goulennoù all. Spi a’m eus da nebeutañ.
I Ar sorbiennoù ha stad ar gevredigezh
1.1 Dent Glas hag Ar Plac’h figus
Ar sorbienn Dent Glas zo bet dastumet en Inizi Antilhez.
Ur plac’h kaer, ken kaer ma vez graet Kaerenn anezhi, a nac’h dimeziñ gant un den boutin. Fellout a ra dezhi ur paotr e zent glas.
Ur paotr e zent glas a zeu. Kaerenn a zimez gantañ hag e heuliañ a ra en e di a zo e-kreiz ur blantadeg korz-sukr. Ne vez gwelet labourer ebet war ar blantadeg-se. Ne zistro ket ar gwaz d’ar gêr da zebriñ da greisteiz.
Ar vatezh karget da gas e verenn dezhañ a zizolo ez eo Dent Glas un diaoul a dro da bemoc’h da greisteiz, moc’h bihan o tont er-maez eus e gof da labourat er blantadeg. Lavarout a ra pezh he deus gwelet d’he mestrez. Houmañ ne gred ket anezhi hag he skarzhañ a ra.
Un nebeut devezhioù goude e prient Kaerenn ur friko bras da Zent Glas. Diaoul eo hennezh ha beg lipous ivez koulskoude. Chom a ra er gêr en tu all da unnek eur, dalc’het gant dibunadeg ar meuzioù degaset dezhañ diastal. Kreisteiz a son. Debret eo Kaerenn gant ar moc’h bihan.
Ar Plac’h figus
Ar framm sorbienn-se a gaver meur a stumm anezhañ en Afrika.
Ur plac’h a nac’h kemer da waz ur paotr dezhañ kleizennoù hud. Fellout a ra dezhi dimeziñ gant un den e groc’hen blouc’h. Unan a zeu hag ar plac’h a zimez gantañ. Ur breur bihan, pe ur c’hoar vihan dezhi a wel an den oc’h en em dreuzfurmiñ en ul loen gouez. Gouzaviñ a ra ar c’hoar vras. Daou glozadur a gaver d’an istor : pe e selaou ar plac’h, saveteet eo neuze, hag e timez gant ur paotr ordinal ; pe ne selaou ket ha debret eo gant al loen.
Renket e c’hell bezañ ar sorbiennoù-se e rummad ar « sorbiennoù gouzaviñ » bet savet gant ar folklorourion.
Dodenn ar sorbienn a ve : arabat kaout fiziañs en un estrañjour. Perak neuze an dibennoù disheñvel d’an div sorbienn ?
Techet on da soñjal n’eo ket dre zegouezh ez eo klozadur ar sorbienn gwech yaek, gwech nac’hek.
N’eo ket dre zegouezh moarvat ez echu gant un drouziwezh ar sorbienn dastumet en Inizi Antilhez pe er sorbiennoù dastumet en Afrika ar bloavezhioù seikont. Padal en Afrika derou an 20vet kantved ez eus diskoulmoù yaek.
Hag ul liamm a ve etre dedroadur ar sorbienn ha stad ar gevredigezh ma vev ar sorbiennour ?
En Afrika ar bloavezhioù seikont e kil moarvat ar strolloù henvoazel diazezet war ur framm meuriadel. Kilañ a reont war un dro gant o stuzegezh, da heul emled ar stuzegezh c’hreantel.
Splannoc’h hag herrekoc’h eo bet ar c’hemm evit tud treuzkaset d’an inizi da vezañ sklaved : kollet o deus ar pep brasañ eus frammoù o c’hevredigezh orin, ouzhpenn an egor douaroniel, o c’henderc’hadoù danvezel, hag all.
Souezh ebet neuze o kavout un dudenn, Kaerenn, na c’hell ket distreiñ d’he metou kent.
Ar vatezh a ziskuilh piv eo Dent Glas. Morianez eo ar vatezh, evel he mestrez, hogen isrenk eo deuet da vezañ diouzh sell unan a zo dimezet gant ar mestr. N’emañ ket mui an div blac’h en hevelep stuzegezh. Skarzhet e vo ar vatezh gant he mestrez. Kollet eo Kaerenn evit he metou orin ha debret e vo en he metou nevez.
E furmoù derou an 20vet kantved, en Afrika, e vez selaouet pezh a lavar ar breur bihan. Da heul e tistro ar plac’h d’ar stroll ha dimeziñ a ra gant ur paotr-e-gleizennoù. Gwarezet eo an dudenn. Ur stuzegezh he deus, ur gevredigezh he deus, eleze binvioù da embreger ar bed, da ergerzhout ar bed, da reiñ neuz dezhañ, d’e dreuzfurmiñ diouzh an dro.
Den en ur gevredigezh ez eur. Forzh petra a ve graet, an hinienn a gemer harp war stuzegezh ar stroll ma vev. Pa droc’h penn da benn diouzh e stroll, en em lak en arvar bras.
1.2 Heñvelderioù touellus ha diforc’hioù helavar : Nani Rozet hag Ivachko.
Drouziwezh tudenn Dent Glas a adkaver en ur sorbienn all dastumet en Inizi Antilhez : Nani Rozet .
Nani zo ur plac’hig beg lipous. He mamm a bed ur vignonez d’he merc’h da verennañ. Nani ne fell ket dezhi lodennañ gant he mignonez ar meuzioù keginet gant he mamm. Kargañ a ra an asied brasañ gant an holl voued. Ar c’hazh a zeu da glask kaout e lod eus ar banvez. Nani a dec’h d’al liorzh gant he asied ha setu ar c’hi o tont. War an hent ez a ha setu ar c’helien o treiñ en dro d’an asiedad. Kerzhout a ra ar paourkaezh plac’hig betek riblenn ar c’hoad ha setu ar perokeded. Nani a ya er c’hoad hag aze e teu ar merien. A-dennadoù e tegouezh betek ur roc’h e-kreiz ur richer e don ar c’hoadeier, diloen ha didrouz. Echu ganti ar banvez e chom peget ouzh ar roc’h ha neuze gervel a ra, krial, huchal.
Dont a ra he mamm a lavar dezhi ez eo peget ouzh Roc’h an Diaoul, ha n’eo ket forzh peseurt diaoul ez eo, Diaoul al Lontegezh. Emañ ar plac’hig war ar roc’h ma tegemer an diaoul e gouviaded, diaouled a seurt gantañ.
Ar vamm a lak sevel un ti en dro da Nani, da c’hortoz kavout un diskoulm. Serret e-barzh an ti, ne zigoro ar plac’hig nemet pa glevo kanaouenn he mamm. Houmañ a zistro da zegas boued dezhi, d’he fichañ, da wiskañ dezhi ur vrozh naet ha da skoulmañ ur seizenn en he blev.
Perc’henn ar roc’h, Diaoul al Lontegezh, a glasko diskar an ti. Gwelout ha klevout a ra mamm Nani o kanañ. Da douellañ Nani, ha kaout an digor, ez a da welout ar gov ha goulenn digantañ goveliañ dezhañ ur vouezh flour par da hini ar vamm.
Nani a zigor an nor ha debret eo, war bouez un askornig a gonto d’he mamm an istor penn-da-benn ha setu penaos e’m eus bet me keal eus ar sorbienn.
E-barzh Ivachko , e kaver an hevelep framm gant ur c’hlozadur all. Sorbienn Ivachko zo bet dastumet en ardroioù Bobrov e Rusia, en eil hanterenn an 19vet kantved.
Ivachko a fell dezhañ mont da higennañ daoust da ali e vamm. Asantiñ a ra houmañ erzivwezh met lavarout a ra d’he mab diwall diouzh ar sorserez. E wiskañ a ra gant ur roched gwenn hag ur gouriz ruz, ha reiñ dezhañ peadra da zebriñ. Ivachko a sav er vag, kanañ a ra d’ar vag ur ganaouenn evit mont e-kreiz al lenn. Ur pennad amzer goude e klev kanaouenn e vamm. Kanañ a ra d’e vag da zistreiñ d’ar ribl. E vamm a gemer ar pesked, a wisk d’he mab dilhad fresk hag a ro dezhañ boued. Ivachko a zistro da higennañ.
Ar sorserez, he deus gwelet ha klevet pep tra, a glask touellañ ar paotr dre ganañ kanaouenn e vamm. Ne zeu ket a-benn. Mont a ra da gaout ar gov, hag e tistro gant ur vouezh flour. Pakañ a ra Ivachko hag en dastum en ur sac’h.
Distro d’ar gêr e lavar d’he merc’h lakaat ar paotrig da rostañ e-keit ma ‘z a da bediñ he mignoned, sorserion ha sorserezed, d’ar banvez. Ivachko a douell ar plac’h dre lavarout ne oar ket azezañ war un eforn. Ar plac’h a azez war an eforn da ziskouez an doare mat d’ober, ha setu hi kaset er forn ha serret e-barzh. Tec’hout a ra ar paotrig met stanket eo an hent gant ar sorserez o tistreiñ gant he mignoned. Ivachko a bign da guzhat e deliaoueg un dervenn. Ar sorserez hag he c’houviaded a stag gant ar rost. Goap a ra Ivachko ouzh ar sorserez he deus debret he merc’h. Ar sorserez a ziskar ar wezenn gant he dent. Ivachko a c’houlenn skoazell ur bagad gwazi a gaso anezhañ da c’hrignol ti e dud.
Laouen e vo ar re-se ouzh e adkavout ha diwar neuze e kendalc’hint da vevañ sioul evel a-raok en ur zastum madoù.
Heñvelderioù a verzher en div sorbienn :
– kanañ a ra ar vamm da vezañ anavezet gant ar bugel.
– roched, gouriz ruz ha boued roet bewech er sorbienn rusian, ha brozh, seizenn ha boued er sorbienn antilhat.
– ar plac’hig e-kreiz ar richer diouzh un tu, hag ar paotrig e-kreiz al lenn diouzh an tu all.
– ar sorserez pe an diaoul o vont da c’houlenn digant ar gov ur vouezh flour.
Hogen diforc’hioù anat ez eus :
Disheñvel eo ar c’hlozadur : Ivachko a douell ar sorserez ha lonket eo Nani gant an diaoul.
Diouzh un tu, Nani ne fell ket dezhi rannañ ar pred gant he mignonez, ha neuze tec’hout a ra e kreizig kreiz ar c’hoadeier. Nac’hañ a ra an eskemmoù ret d’ar c’hevredadelaat evel tudenn ar plac’h e-barzh Dent Glas, a nac’h dimeziñ gant un den eus ar vro pe selaou ar vatezh. Daoust d’ he mamm bezañ he adkavet, Nani a vo debret.
Diouzh an tu all, Ivachko a venn mont d’al lenn daoust da ali e vamm. Ivachko a ra goap ouzh ar sorserez. Tec’hout a ra gant skoazell ar gwazi.
N’eo ket mui ar c’hoadeier ul lec’h gouez ha spouronus. Stuziet eo bet ar sorserez, ne zebr ket ar vugale kriz ha pediñ a ra kouviaded d’ar pred. En ur gwir saloñs emaomp. E sorbienn Ivachko, ne ouzer ket re vat e pelec’h emañ bed ar stuzegezh hag e pelec’h emañ ar bed gouez. Danvez ar sorbienn a denn d’ur c’hoari. Ar riskloù ne hañvalont ket re vras, hag e dibenn ar sorbienn e kendalc’ho an tiegezh da vevañ plarik en ur zastum madoù evel a-raok. Aon ar selaouerion a denn muioc’h da chem ar sorbiennour eget d’un arvar don buhezet gant ar paotrig.
E sorbienn Ar Plac’h figus, pe ez eo saveteet an dudenn, pe e varv. E sorbienn Nani Rozet e stourm an dudenn ouzh an diaoul ha n’eo ket ober goap outañ. An tudennoù o deus talet ouzh an tonkad, lakaet o deus o buhez en arvar.
1.3 Ster hiniennel ha ster strollennel an ober renet
Tostaomp bremañ troioù kaer Ivachko ouzh beaj ar paotr a felle dezhañ mont pelloc’h eget an dremmwel.
Ur sorbienn afrikat dastumet er bloavezhioù tregont eo Ar Paotr a felle dezhañ mont pelloc’h eget an dremmwel . Ur paotr a fell dezhañ mont un tammig pelloc’h eget e gêriadenn a anavez dindan eñvor. Mont en tu all d’an dremmwel a fell dezhañ, ha dizoleiñ traoù dreistordinal. A-hed an hent e kej gant gwez o deus da frouezh dornwezhadoù dianav dezhañ : koulourdrenn, nadoz, kontell… Kejañ a ra ivez gant un naer hir, skoulmoù en he c’horf. Pep hini eus an tudennoù a lavar dezhañ ez eo dreistordinal a-walc’h ar pezh a ginnig hag e c’hell ar paotr distreiñ bremañ d’ar gêr. An naer gwintet war veg he lost a ra un diri, dezhañ da welout ti ar roñflez debrerez tud a zo o chom en tu all d’an dremmwel. Ne vern, ar paotr a ya en tu all d’an dremmwel ha degouezhout e ti ar roñflez.
Merc’h ar roñflez en kuzh. Ur stourm a c’hoarvez etrezañ hag ar roñflez ha lazhet int o-daou. Bennozh da garantez ar verc’h e teuont en-dro d’ar vuhez. Ar roñflez, difennet outi gant he merc’h debriñ ar paotr, a ro dezhañ he merc’h da bried, hag ivez hadoù koulourdrenn. Ar paotr a zistro d’e gêriadenn gant an hadoù hag e wreg. Pa varv ar blantenn gentañ gounezet diwar an hadoù, e tistro en tu all d’an dremmwel, evel m’eo bet gourc’hemennet dezhañ gant ar roñflez, da zouarañ e vamm-gaer, a zo marv.
Ar gwez a brofo dezhañ o frouezh : kontell, koulourdrenn, nadoz…, war hent an distro d’e gêriadenn. Tud ar gêriadenn a oberio seurt traezoù diwar batrom ar re degaset gantañ. Desket o devo ivez gounit douar.
Un dudenn en ur gevredigezh
Gant tudenn Ar Paotr a felle dezhañ mont pelloc’h eget an dremmwel ez eus un ober sevenaat. Pouezus eo ar veaj evit stuzegezh ar stroll. Hiniennel eo an imram, met strollennel eo ar gounid. Disentidigezh ar paotr, an troc’h a ra e dremmwel ar gêriadenn, a zegas doareoù bevañ nevez. Etretant en devo kollet hag adkavet e vuhez ha dimezet eo bet gant merc’h ar roñflez.
Tudenn Nani ne glask dizoleiñ netra, ne glask nemet mirout boued he mamm eviti he-unan. Ne c’hell ket bevañ er-maez eus an tiegezh. N’eo ket perzhek a-walc’h he stuzegezh dezhi da dennañ korvo eus he diflipadenn, da dalañ ouzh an diaoul a zo e gefridi lonkañ an dud a bella diouzh o c’hêriadenn, pe o skoazellañ, o goprañ, diouzh an degouezh. An diaoul-se zo kar da roñflez Ar Paotr a felle dezhañ mont pelloc’h eget an dremmwel. Ret eo bezañ barrek d’ober outañ. Hag e teu ar varregezh-se eus ar stuzegezh ?
E Nani Rozet evel e Dent Glas, an tudennoù a zalc’h penn d’ar stroll met gwariet eo an ergerzhadenn. N’eus distro ebet, n’eus nemet ar marv.
An tuadur a denn moarvat da gantañ en tiegezh ar stuzegezh kreolat. En tremened emañ an andonioù bev anezhi ha lonkus eo an dazont. D’ar muiañ e ve un elfenn c’houzañvat da virout. Ar bed gouez, e-keñver stuzegezh kreolat an dudenn, n’eo ket mui ar c’hoadeier, met ar bed greantel. Lonkañ a ra an tudennoù. Degouezhet war ribl ar bed anavezet, war ribl o stuzegezh, e risklont er goullo e lec’h kadarnaat pe ledanaat o stuzegezh. An aon gourdadel rak ar c’hoadeier zo deuet da glotañ gant an aon rak ar bed kornogat, hini ar vistri wenn. Ne c’haller ket mui ergerzhout ar vevenn, kouezhañ a reer en ur bed dizistro, kollet eo evit ar stroll gounid an ergerzhadenn .
Lonket e vo ar stuzegezh kreolat gant ar sevenadur gall ma ne dro ket da sevenadur, ma ne gav ket he emrended dre vont en tu all d’ar c’helc’h tiegezhel, ma ned a ket pelloc’h eget an dremmwel. Mont eus ur bed kreolat henvoazel, pe bloueziat, d’ur bed arnevez gall, n’eo ket ur c’hrouiñ. Treuzstuziañ n’eo ket sevenaat. Mervel zo moarvat en degouezhioù-se ar pep yac’husañ a c’hell c’hoarvezout gant an dudenn.
E Rusia Ivachko emeur moarvat en ur prantad ma kil ar bed henvoazel. Gallout a reer ober goap ouzh ar sorserez ha diskar he lignez digudenn. Ivachko n’en deus kenderc’het netra, nemet un istor plijus. Trec’het en deus ar sorserez en un doare lu. Petra en deus gounezet avat : ar gwir da vont da higennañ dibistig, da gaout e voued pemdeziek, lod an dud destuziet. Ar sorserez zo troet eus gwardez harzoù ar stuzegezh da zanvez godiserezh. Tonkad ar paotr zo hiniennel : dastum madoù, bevañ disoursi.
N’eo ket ar sorbienn un deskrivadur eus ergorennoù. Ne ra nemet ezteurel ur santad ha reiñ ersavioù krai. En tu all d’ar stuzegezh e tizh an hollved. Ne zispleg netra, ne zamkan ket. Kinnig a ra elfennoù dizisplegadus eus pemdez an den a ra dezhañ padout en tu all d’an egor ha d’an amzer.
An dudenn zo keflusker an ober. Kemmet eo gant an ober, ha kemmet eo ar stroll gant he ober. Ne sent ket ouzh an hengoun, pleustriñ a ra an darvoud, kuitaat a ra ar stroll, ar sodelloù, ha distreiñ pe na zistreiñ, krouiñ pe mervel.
Ar sorbiennour, eñ, a ra gant sorbiennoù a zo ledet d’ar bed a-bezh. Lakaat a ra e-barzh e vuhezadur ha kinkladurioù. Emañ o vale etre an daou. Ret eo dezhañ talañ ouzh ar roñfl, ha debret e vez a-wechoù.
II – Ar sorbiennour hag ar sorbienn :
skouer Kabellig Ruz
2.1 Ur sorbienn c’houzaviñ brudet : Kabellig ruz
Meur a valadur eus Kabellig Ruz zo bet dastumet, en Europa hag en Azia, an hini anavezetañ o vezañ hini Perrault. Er sorbienn-mañ ivez an dudenn zo saveteet pe neuze debret.
Degaset e vo amañ elfennoù eus ar sorbienn rizh a zo nebeutoc’h anavezet eget pezh a gaver e maladur Perrault.
E maladurioù ‘zo e verzh ar plac’h n’eo ket he mamm-gozh a zo er gwele, neuze e c’houlenn mont da staotañ. Al loen he stag war-bouez un neudenn c’hloan a-raok he lezel da vont da staotañ er-maez. Ar plac’h a stag an neudenn ouzh ur wezenn pe ouzh un dra all, ha tec’hout, ha neuze ez eus ur redadeg, al loen war he lerc’h. E-ser ar redadeg ez eo skoazellet ar plac’h gant labourerion ar ploue, falc’herion, liorzherion, eostourion ha kannerezed .
Deurus eo arvestiñ ouzh danvez manac’h ur maladur japanat a zo saveteet bennozh da dilsamoù ha da skiant an tad manac’h .
E berr, ar manac’hig, o tastum skourroùigoù siprez war ribl ar c’hoad, a gej gant ur gozhiadez a lavar bezañ e voereb. Ar manac’h kozh a soñj ez eo ur Wrac’h ar Menez. Lezel a ra ar manac’hig da vont da di e sañset moereb hogen reiñ a ra dezhañ teir zilsam a c’hallo e skoazellañ.
Evel-just ez eo ar vaouez ur Wrac’h ar Menez. Ar manac’hig kousket er gambr a-us da gegin e voereb a wel ur genou ramzel o tigeriñ war glopenn ar vaouez. Neuze e c’houlenn mont da staotañ. Evel tudenn Kabellig Ruz eo staget outañ ur gordenn. Da dec’hout, e stag ar paotr ar gordenn ouzh peul ar privezioù, ha lakaat a ra un dilsam da respont en e lec’h.
Pa dec’h davit ar manati e taol an tilsamoù all a droio da goad meur ha da venez, da zaleañ Gwrac’h ar Menez. Kuzhet e vo ar paotr gant ar manac’h kozh e koufr al levrioù sakr na c’hell ket ar Wrac’h touch outañ, hag e lonko anezhi goude bezañ he lakaet da ziskouez he barregezh d’emdreuzfurmiñ en un tamm keuz soja.
Ar manac’h kozh a zebro neuze fav a argas an diaouled, hag e skarzho ar Wrac’h en ur bramm spontus. Ken spontet e vo bet Gwrac’h ar Menez, ma ne dosta mui ouzh an dud abaoe an amzer-se. Eus an tilsamoù d’ar fav, en ur dremen dre ar c’houfr, e teu skoazell ar manac’hig eus e relijion.
Skoazellet eo Kabellig ivez gant tud he stroll, evel ar Plac’h figus, evel an danvez manac’h. An hini a glask he lonkañ, ar bleiz, pe forzh peseurt loen iskis e ve, zo ivez un dudenn eus ar c’hoadeier, eus ul lec’h n’eo ket bet difraostet, nag a-fet douar, nag a-fet stuzegezh.
Ar folklorourion a soñj ez eo seurt sorbiennoù gouzaviñ savet evit ar vugale. Dre dostaat Kabellig Ruz ouzh Dent Glas ez on kaset da welout an traoù en un doare disheñvel. Ne denn ket ar sorbiennoù-se d’ar furmoù ha d’an danvez a vez kinniget d’ar vugale gant al lennegezh teodel. Da nebeutañ eo ar pezh a zezastuman diwar an tamm pleustr a’m eus eus an danvez.
2.2 Sellad war ar c’huntellad a arveran evit ar vugale
Setu pere eo an oberennoù eus al lennegezh teodel ez on deuet da arverañ evit ar vugale, evel sorbiennour.
Betek tri bloaz, e ran gant ar c’hoarioù magerez, en o zouez ar c’hoarioù bizied, a zo kement a istorioù e stumm un eskemm komzet, etre ar bugel hag an den gour. Pezhioù-c’hoari bihan ez int, darvoudoù lid. E brezhoneg eo bet lakaet ar skritell rimadelloù war an danvez-se . Eskemmoù berr ez int, talmet, pouezus enno ar c’horf, ar vouezh. Klotañ a reont gant barregezhioù hag ezhommoù ar bugel.
Setu unan a arveran da lakaat ur bugel da lammat war ar varlenn :
Ei do marc’hig,
da Sant-Nazer davit madig,
davit madig ha bara mat
d’ar paotrig-mañ ha d’e dad.
Hag un tammig war ar samm
d’ar paotrig-mañ ha d’e vamm.
Pededig, pededig, pededav.
Etre tri ha c’hwec’h vloaz e ran gant ribourtadennoù, sorbiennoù berr ma vez berniet an darvoudoù hag ar gerioù. Eskemmoù bihan ar pemdez ez int. Da skouer al louarn a fell dezhañ e ourouler stag ouzh penn ur saprenn. Ar saprenn a lavar nann. Al louarn a c’houlenn ouzh ar vouc’hal troc’hañ ar saprenn. Ar vouc’hal a nac’h. Neuze ez a da welout an tan d’he leskiñ, an dour da veuziñ an tan, an ejen da lonkañ ar stêr, ar bleiz da zebriñ an ejen, ar chas da dapout ar bleiz, ar mesaer da skeiñ war ar chas, al logodenn da zebriñ botoù ar mesaer, ar c’hazh da zebriñ al logodenn. An holl o deus respontet nann. Neuze ez a da welout ar vamm-gozh ha lavarout dezhi ne fell ket d’he c’hazh mont da logota. Ar vamm-gozh a lamm war he c’hazh, a lamm war al logodenn, a lamm war votoù ar mesaer, a lamm war e chas, a lamm war ar bleiz, a lamm war an ejen, a lamm war ar stêr, a lamm war an tan, a lamm war ar vouc’hal, a lamm war ar saprenn a zo troc’het. Al louarn a gemer e ourouler.
Bez’eus ivez ar sorbiennoù gant tresadennoù. Er sorbiennoù-se e treser linennoù a glot gant un elfenn pe un ober eus an istor hag an dresadenn echu zo klozadur ar sorbienn . Ouzhpennet e c’hell bezañ sorbiennoù berr gant loened bihan a ra goap ouzh ar re vras.
Klotañ a ra ivez ar sorbiennoù a seurt-se gant ezhommoù ha barregezhioù ar bugel. Berr ez int, gant ur framm eeun, hag o danvez zo eskemmoù pemdeziek adlavaret a-hed ar sorbienn evit ar ribourtadennoù. Danvez ar sorbiennoù treset zo ivez darvoudoù eeun. Ne bad ket ur sorbienn ouzhpenn teir munutenn. Al linennoù treset a framm an istor. Buan ez eo barrek ar vugale da adober o-unan seurt istorioùigoù ha d’o zreuzfurmiñ.
Ar peb-all eus ar sorbiennoù a c’hell bezañ lavaret adal c’hwec’h vloaz, gant ma vint dibabet hervez an oad hag a-wechoù azasaet an danvez anezho diouzh ar c’hevredig.
Maladur Ivachko, da ‘m meno, zo bet azasaet ouzh ar vugale. Padal, n’eo ket bet savet ar sorbienn-se, nag ar sorbiennoù gouzaviñ, evit ar vugale. Klotañ a reont gant prederioù tud c’hour.
Distroomp da Perrault neuze.
2.3 Dibaboù lennegel ha kevredigezhel : Kabellig ruz Perrault
Da heul ur studienn graet gant Paul Delarue, e c’haller soñjal en deus Perrault skarzhet a-ratozh elfennoù a zo bezant en ul lod bras eus ar maladurioù a zo bet dastumet abaoe : ar plac’h lakaet da zebriñ kig he mamm-gozh gant al loen, an dibab etre hent an nadozioù ha hent ar splilhennoù kinniget gant ar bleiz. Ouzhpennet en deus al liv ruz. Dibabet en deus an dibenn e-touez ar c’hlozadurioù anavezet gantañ.
Maladur Perrault zo savet diouzh blizidigezh, divezelezh ha kredennoù e vetou. Ur maladur kaer-tre eo, un dezneuziadur speredek ha deuet mat eus un oberenn deodel. Ar rimostell tire la chevillette, la bobinette cherra, diwar bluenn Perrault moarvat, ne vije ket bet savet gwelloc’h gant ur sorbiennour .
Perak lakaat tudenn ar plac’hig da vezañ debret ?
Debret eo Kabellig Ruz Perrault. Perak dibab an dibenn-se pa oa un dibenn all, hini ar plac’hig o tec’hout ? Evit kenteliañ ar vugale ?
E mare Perrault e kresk ar vourc’hizelezh. Perrault zo ur bourc’hiz bras.
Evit Perrault, ez eo tonket stuzegezh ar ploue da vont da get. En e amzer e vez kaset da get pezh a chom eus ar c’hravezioù kent. Evit Perrault e vev tud ar maezioù en ur bed distuz. Treuzkaset o deus ar sorbiennoù en un doare gouzañvat. N’eus krouiñ ebet ganto.
Ne c’hell ket bezañ saveteet an dudenn neuze. He marv zo marv al lennegezh teodel ha ganedigezh ul lennegezh vourc’hiz.
Evit tud ar ploue, emañ ster ar sorbienn o risklañ ivez. Kavet e vez an daou glozadur, yaek ha nac’hek, d’ar mare-se sur a-walc’h. An aon rak ar c’hoadeier, tachenn estren nemeti, difraost, zo bremañ eilet gant an aon rak ar bourc’hioù, ar c’hêrioù, a zo ken estren, ken gouez, evit tud a zo o stuzegezh hini ar maezioù.
An hini a guita ar stroll ploueel a chomo er vourc’h. Kollet eo. Lonket eo bet. A-raok e rae ur veaj arvarus er-maez eus ar stroll, met un imram krouus e c’halle bezañ, ur stuziañ da vihanañ, ur mont-dont o pinvidikaat ar stuzegezh nemeti, hini ar ploue. Deuet eo da vezañ ul lamm en ur bed all, un islonk evit ar stuzegezh ploueel. Heñvel ouzh saviad Nani ha Kaerenn eo. Gwariet eo an dremmwel, falset. Pezh a oa ar stuzegezh nemeti zo e darempred gant ur stuzegezh all. Tud ar ploue a rank treuzstuziañ evel sklaved an inizi. Stuzegezh ar bourc’hioù n’eo ket ganet eus stuzegezh ar maezioù.
Yaegezh drouziwezh an dudenn
Ar sorbienn gant an drouziwezh zo bet un elfenn yaek, un oberenn spiswel. Stignet eo enni kudennoù ar buhezañ, kudennoù ar c’hrouiñ. Hag e c’haller bezañ un den en e rezid pe get ?
Yaekoc’h eo drouziwezh Nani Rozet eget berzh mat Ivachko. Spisweloc’h eo da nebeutañ ar sorbienn war vezañs ar vevenn, war ar riskl ez eo bevañ. Donoc’h eo labour ar sorbiennour.
Ivachko a chomo ur farser plijus.
Merzhout a reer ul liamm etre saviad kevredigezhel an aozer hag ar furm a ro d’e oberenn. Pezh n’eo ket lavarout e tibab an aozer ar furm, na lavarout kennebeut e lak en e oberenn tammoù eus e vuhez.
Ster an hevelep goustur, evel marv ar plac’hig e Kabellig Ruz, a c’hell risklañ, kemm, hervez emdroadur ar gevredigezh ha saviad kevredigezhel an aozer.
2.4 Sorbienn ha rezid
Hag e vuk ar sorbienn davit ar rezid ? Ar sorbienn ne lavar ket petra zo mat, petra zo fall …
Tudenn ar sorbienn zo oberour he rezid. Diouzh he oberoù e tifluk heuliad he buhez, diouzh he oberoù ha diouzh elfennoù dirakweladus na c’haller ket lakaat un anv warno. An tonkad eo, ar berzh a vo pe get gant oberennoù an dudenn. N’eo ket diouzh he youl. Evel just, ma ne ra netra, ne vo tonkad ebet dezhi, ne vo boudig ebet d’he skoazellañ. Boudig eo kement elfenn dezhi ur galloud dreistnatur dirakweladus. Ar roñflez, ar sorserez, an diaoul zo eus ar seurt-se, kannaded an hontkenderc’hañ. Gwarded an hontved ez int, na drouk na mat. Emaint o c’hortoz war an harzoù, ouzh bevenn ar stuzegezh, ouzh bevenn ar gevredigezh. Ret eo tremen dre an arvar-se, dre an aon-se, kemer ar riskl da vervel evit mont war raok… pe neuze treiñ e kelc’h.
N’emañ ket an dudenn en he frankiz avat. Emañ e dalc’h ar pezh a zo en dro dezhi, traoù bihan, pemdeziek, ar vamm, ar bara, ar c’hoad, ar c’hazh, ti ar vamm-gozh, labourerion ar maezioù, e bed Kabellig Ruz.
Doareoù an dudenn
Alies e vez tudenn ar sorbienn ur bugel, pe un den yaouank, pe un inosant, pe ur soudard digenvezet, pe un den paour bennak, un den gwan ent kevredigezhel. An tudennoù a rank bezañ digor an dazont dirazo, bezañ barrek da lakaat en arvar ar stuzegezh, da zizoleiñ ur bed all, da ziskoulmañ kudennoù. Evit mont pelloc’h eget an dremmwel eo ret da gentañ distreiñ da vugel.
Doareoù ar sorbienn
Sorbiennañ zo ur c’hoari marteze, ur c’hoari etre an div rimostell, an div c’herienn lid : « ur wech e oa, ur wech e vo »… « hag e voent eurus betek mervel ». Etre an div, avat, emañ ar stuzegezh, ar gevredigezh a embreger. N’eo ket un dec’hadenn er mennozioù, er c’healioù, en un diduamant bennak. Setu perak, moarvat, e plij kement ar sorbiennoù d’ar vugale ; boas int d’ur c’hoari sirius a embregont da arnodiñ ur stuzegezh a ergerzhont tamm-ha-tamm.
Gant ur sorbienn ne vezer ket a-us nag e-kichen, met a-live, hag e chomer gant goulennoù direspont. Sorbiennañ zo un ober arvarus. Kevredadelaat an ober eo a ra anezhañ un ober yaek, krouus, oberius ha n’eo ket bevezus, distrujus nemetken.
Krouiñ zo un ober distrujus, bevezus, na zeu da vezañ krouiñ, sevel, nemet dre gevredadelaat. N’eo ket a-walc’h d’an dudenn mont, ret eo dezhi distreiñ ha n’eo ket forzh penaos, an hent zo pouezus. Monedone Ivachko a chomo ur c’hoari e-tal monedone ar Paotr a felle dezhañ mont pelloc’h eget an dremmwel hag e-tal mont hep distro Nani.
Un tamm klozadur
Ar sorbienn
Ne dalvez ket ar sorbiennoù gouzaviñ da reiñ ur gentel, da varn, da ginnig un divezouriezh. Kinnig a reont darvoudoù ma vez gwelet ur stroll, pe un hinienn eus ar stroll, oc’h en em lakaat en arvar dre zianzav stuzegezh ar stroll, ar spisverkoù boutin d’an holl.
Evel-se ez arc’hwel ar c’hrouiñ. Reizh eo e vefe buhezet evel un arvar. Kas a ra d’ar vevenn, e-kreiz ar strouezh, lec’h ma emañ o c’hedal an euzhadenn. An hini a zistro d’ar stuzegezh, d’ar gevredigezh, a wel e veaj adsammet gant ar gevredigezh. Treuzfurmet e c’hallo bezañ ar gevredigezh gant e ober.
Ar c’hevredigezhioù zo techet da nac’hañ bezañ lakaet en arvar. Ar c’hevredigezhioù lavaret henvoazel hag ar c’hevredigezhioù lavaret arnevez a ersav heñvel dirak seurt darvoud. Ar c’hevredigezhioù kornogat, da skouer, a nac’h kement elfenn a c’hallfe lakaat en arvar o urzhaz armerzhel, sevenadurel ha politikel ; ha binvioù galloudus ha gwaskus o deus.
Ar sorbiennour
Ur sorbiennour ne c’hell ket reiñ e ali, na ragempentiñ dibunadur ar sorbienn. Emañ e-kreiz an darvoud, bep kammed eo souprenet gant kerzh an ober.
Un den en ur gevredigezh eo ar sorbiennour, pa gomz ne ra nemet magañ ar re all, dastumet en deus ar pourvezadurioù ha prientet ar pred. Gwir eo. Padal, ma ne oar ket chom uvel da lakaat en a-raok kement frond, kement liv, kement blaz a zo er meuz, ha ma flastr pep tra diwar re demzañ, da lorbiñ e gouviaded, e vo kollet pep elfenn kevredadelaat, pep elfenn sevenadur.
Bonuz
Da echuiñ, setu div sorbienn all.
An naer da waz
Un den aet da zastum bambouz d’ober ur stern gwiadiñ zo paket gant dic’hlannadur ur stêr. Distrujet eo bet ar pont. An den a ouestl reiñ unan eus e ziv verc’h da bried d’an hini en lakfe da dreuziñ. Kerkent e teu er-maez eus an dour un naer ramzel a ra ur pont gant he c’horf.
Endalc’het eo an tad da zimeziñ unan eus e ziv verc’h gant an naer. Asantiñ a ra an hini yaouankañ d’an dimeziñ en ur lavarout ez eo ret derc’hel d’ur gouestl. Da heul an eured e kinnig ar den nevez d’e wreg mont da gouronkañ e dour ar stêr. Lavarout a ra hi ez eo d’ar gwaz mont an hini kentañ. E lec’h an naer ez eo ur paotr kaer, pinvidik ha seven a zeu er-maez eus an dour.
Mont a ra da veajiñ evit e labour. E keit-se, ar c’hoar henañ, gwarizius, a vount ar wreg yaouank e strad ar stêr gant ar mennad kaout an intañv da waz pa vo distro. Er stêr, eo lonket ar c’hoar yaouank gant ur pesk ramzel. E korf al loen e c’han ur paotrig a gresk buan hag a denn anezhi eus an enkadenn dre zigeriñ kof ar pesk. Ar priedoù en em adkav war ribl ur c’hoad, met ar gwaz a zistro e-unan d’ar gêriadenn.
O vezañ ma nac’h dimeziñ ganti, ar c’hoar henañ a c’houlenn ouzh hennezh mont da gerc’hat eviti un naer all er stêr. Unan a chom nemetken, met a nac’h dimeziñ. Ar c’hoar henañ a gas paotred kreñv da dapout an naer diwezhañ a zimez neuze dre heg. An naer a lonk ar plac’h nevez e-pad nozvezh an eured hag e tistro d’ar stêr.
Da sentiñ ouzh goulenn e dad-kaer, ar gwaz en em gann ouzh an naer hag a salv ar c’hoar henañ. D’an tad laouen e lavar ez eo bev ivez e verc’h yaouankañ. An holl a gendalc’ho da vevañ e peoc’h e pleg ar stêr.
Amañ ivez, un emzalc’h diouzh ar stuzegezh a zegas un diskoulm yaek, hag un emzalc’h hiniennelour a zegas un diskoulm nac’hek.
Gant ar c’hoar henañ emañ ar youl da gaout diouzhtu ar pezh a fell dezhi, hep kemer an amzer, hep ober al labour ret da gaout an dra, hep ar stuzegezh. Ar feulster a zegas ar feulster, an distuz a zegas ar ouezoni, hag al lontegezh he lak da vezañ lonket.
An hini yaouankañ, daoust dezhi bezañ heuget gant al loen, a asant dimeziñ evit derc’hel da c’houestl he zad, sentiñ a ra ouzh an tonkad. Kinnig a ray ar stuzegezh d’he gwaz dre ginnig dezhañ mont da gouronkañ an hini kentañ, ha n’eo ket un naer met ur paotr a zeuy er-maez eus an dour.
Ar plac’h henañ a zibab an nerzh. Evit gwir n’he deus ket mui an dibab. En em lakaet eo er-maez eus ar gevredigezh, er-maez eus ar stuzegezh dre nac’hañ dimeziñ gant an naer daoust da c’houestl he zad.
Kemer a ran ar riskl da lavarout ez eus un doare kompez d’ober ouzh an naer a zo ivez loen ar stêr, pe loen-stêr : pe en em glevout ganti, kinnig ar stuzegezh dezhi ha lezel dezhi he zachenn dic’hlannañ, he gouezoni. Pe un doare feuls d’he flegañ d’ar stuzegezh (ur spes goullo e degouezh ar c’hoar henañ) ha da gemer ar riskl da vezañ lonket ganti. N’eo ket savet ar stuzegezh a-enep an natur er sorbienn-se.
Ar priñs-e-naer
Ur rouanez a c’han ur c’hrouadur a zo un euzhden, un naer. Ar priñs-e-naer a c’houlenn ouzh e vamm ur bried, pe e tebro anezhi. En eskemm ur yalc’had, ar vamm a gendrec’h ur vaouez paour da reiñ unan eus he zeir merc’h da wreg d’he mab. Debret e vo ar verc’h henañ, hag un eil da heul. An trede, an hini yaouankañ, a gemer an amzer da selaou ar vaouez kozh a gej ganti war hent ar c’hastell ; pezh o doa nac’het ober an div gentañ. Ar vaouez a lavar dezhi lakaat teir brozh, ha goulenn digant ar priñs diwiskañ araozi bewech ma tiwisko ur vrozh. E dri c’hroc’hen euzhden diwisket gantañ e teu ar priñs-e-naer da vezañ un den.
Er sorbienn-se ivez e trec’h ar c’hevredadelaat. An div blac’h kentañ o doa nac’het respont d’an hini gozh war hent ar c’hastell, ken laouen e oant da bignat en urzhaz dre zimeziñ gant ar priñs. Nac’het o doa un eskemm eeun a zo komz gant un den, kevredadelaat, pezh a zo en andon ar sevenaat. Da heul e vanke dezho an elfenn stuzegezhel ez eo an teir brozh, hag al lid da heuliañ gant ar priñs, netraouigoù.
Tud a lavaro ned eo nemet ur gentel divezouriezh ? Perak lakaat kement a elfennoù neuze ? Ne lavarer ket hag he deus ar vamm aon rak bezañ lonket, pe druez ouzh he mab. Ne ouzer ket ha mamm ar merc’hed ne soñj nemet en arc’hant, pe hag e pleg dirak youl he rouanez, pe hag e soñj en un dazont gwelloc’h evit he merc’hed. Ne ouzer ket hag diseven eo ar merc’hed pe mall warno pignat en urzhaz. Hag an hini yaouankañ, hag spiswel eo pe jentil nemetken, kemplegus pe grouerez ? Hepti, ne vije ar priñs nemet un naer.
Kemmet ar sorbiennour, kemmet ar gevredigezh, hag e kemmo an darvoudoù hag an tudennoù, nemet e chomo pouezus bezañs vuhezek ar gevredigezh er sorbienn.
An dro gaer betek amañ.