sorbiennour ?

sorbiennourAet on da selaou un den a ginnige un abadenn evel sorbiennour.
An abadenn a oa er gêriadenn ma choman peogwir e ro ar gumuniezh kumunioù arc’hant d’al levraoueg a c’hell bremañ prenañ arzourion wirion.

Evit gwir ar paotr a oa un ambilher Club Med.
Dibunañ a rae tezennoù bistro, klichedoù uzet a-zivout ar merc’hed, ar gouerion… Komz a rae diwar e benn, diwar-benn e vicher, an arzour a zieub ar bobl, an arzour den a vicher dellezek da c’hounid e vuhez evel forzh pe labourer…
Pep tra a oa diwar c’horre hag a ziskoueze un dianaoudegezh eus ar sorbiennoù.
Ar pal a oa lakaat an dud da c’hoarzhin, da dremen ur prantad mat, da gompren pep tra, da grediñ bezañ tud speredekañ ar bed p’ emañ ar re all ur bagad leuoù. D’ an arvesterion da genduañ gant an arzour pe da vezañ tud dispered.
Dibunañ a rae skridoù skrivet gantañ, en un doare skolek kenañ a-wechoù, hag ar prederiadennoù treut a ginnige a oa gwisket gant istorioù pemp gwenneg. Examplorum ar paour, atoradur ar stuzegezh pobl evit goar ar bihanvourc’hiz arouarek, diduamantoù krennarded.
Netra da welout gant ar pezh a oa war e baperioù bruderezh savet evit dedennañ an arval.

Ar c’hoarzh zo gourzhtroüs a gelenne dimp en un istor ma veze ledet aezhenn c’hoarzhin e riboul Paris…
Ur Yann Kouer marokat gant pouez mouezh kouerion Frañs, drevezet gant ar gall keitat, a denne eus ul lamp ur skoazeller hud e-giz Aladin.
Ar paotr a lavare dimp, dre fent, sellit pegen farsus on, pegen engouestlet on, pegen ekolo hag anveliour on…

Ur sorbiennour zo un den a gomz en e anv gant e bersonelezh ha war ar pred. Atebek eo war ar pezh a lavar. Ne zibun ket un destenn skrivet, desket dindan eñvor, zoken mard eo bet skrivet gantañ. Ne glask ket gourlakaat d’an dud un doare da soñjal. Ne glask ket lakaat an dud da genduañ gantañ. Komz a ra ganto ha dreist holl ez astenn dezho un istor ma kemerint o flas ha n’eo ket reiñ dezho ur plas gourlakaet en armerzh e abadenn.
Mar ro e zanvez c’hoant d’an dud kanañ pe eilgeriañ, e reont, hogen n’eo ket d’ar sorbiennour d’o lakaat da ganañ pe da emellout en istor evel bugale ur c’hamp hañviñ.
Ur sorbiennour a ginnig an tudennoù hogen n’o c’hoari ket. Boulc’hañ a ra un emzalc’h, un doare da lec’hiañ e vouezh ha n’eo ket dreveziñ ur vouezh rizhek. Ret eo dezhañ reiñ ur c’horf d’an dudenn, un istor, un temz spered, ha war an diaz-se e tiwano mouezh an dudenn. Skañv eo ha solut. Neuze ne vo ket faziet ha kemmet ar vouezh da bep tro ma kemero an dudenn ar gomz en istor.

Er comedia d’el arte eo anat al labour war ar c’horf. An den yaouank ha fougaser a ya e galc’h en a-raok. Ar c’hozhiad a vount e gof dirazañ. Ar paotr lent a guzh e galc’h en a-dreñv… En ur furm koroll indian ivez e labourer war ar c’horf da staliañ an dudenn, e demz spered hag e oberoù. Furmoù rizhek ez eus evit degouezhioù ha tudennoù resis.
Aesoc’h eo ur wech pleustret war ar c’halvezderioù-se reiñ tudennoù na vint ket furmoù goullo ha diwar c’horre. Aesoc’h eo prestañ dezho un tamm eus e vuhez hag un tamm eus e gorf. Neuze e teu ar vouezh hag an eztaol en un doare reizh ha resis o reiñ nerzh ha donder d’ar marvailh ha n’eo ket ober anezhañ un diduamant dieraezus a laka an dud er-maez eus o skiant varn eus o barregezhioù da veizañ o saviad, prest da c’houzañv kement gaou graet d’o ferzhioù denel.

Diaesaet on bet gant ar sorbiennour-se o huchal, o jestraouiñ, o lakaat an dud da ganañ, da stlakañ o daouarn, d’ o lakaat da vamiñ dirak klichedoù uzet gallaoued keitat ha da vont da heul eztaolioù goullo ha pompadus.
Seurt c’hoarzh n’eo ket gourzhtroüs. Lakaat a ra an dud da c’houzañv o femdez evel chatal. Istor an aezhennoù c’hoarzhin er metro, hañvaladenn hon sorbiennour o tieubiñ e selaouerion dre o lakaat da c’hoarzhin gant e fentigelloù, a lavar penaos e vez sujet an dud dre arverañ ar c’hoarzh. En istor, o c’hoarzh a lakae ar gouarnamant da grenañ. En degouezh e oa, dre an aezhennoù, daoust dezho, o lakaat da dreiñ kein ouzh o femdez ha chom dindan galloud ar re o gwask.
Kement-se o c’hoarvezout e Paris evel-just, Paris al lec’h m’emañ ar galloud hag andon nep dispac’h…

Ret e vefe d’an arzour emzieubiñ diouzh ar stuzegezh trec’h ha marteze kemer sol war ar stuzegezh pobl, pe kavout ur bon all evit krouiñ rezid ha n’eo ket livañ ur frankiz tasmant, gwerzhañ ur frankiz ganti frond ar sujidigezh.

Goullo e oa an abadenn, perzhioù sorbiennour ar paotr a oa dister. Ar paotr a oa un den plijus, ha war gement-se eo soliet e labour, lorbañ. Plijet en deus kalz d’ an dud. Adkavet o deus aze ar soubenn diskennet dezho gant o mediaoù pemdeziek, magadur d’o arallekadur.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.