spered ar breur gwenn

speredHilzaskemmet eo bet ar soja evit ma c’hellfe bezañ beuzet dindan diastuzerioù, pezh a roe tro d’ur c’henderc’hañ helvus.
Kreskiñ a rae mat ar blantenn hag aes e oa da eostiñ dre ma ne greske ket drouklouzoù.
N’ eo ket ken evit ar c’hounezerion nag evit ar vevezerion e oa bastus hag evit kevredadoù tud a zo o diduamant c’hoari gant ar moneiz dre berc’hennañ tammoù eus a bep seurt embregerezhioù dre ar bed a-bezh. Aet tachennoù douar ec’hon da zezerzh e tremeno an dud-se d’ur c’hoariell all.
Perak e komzan eus c’hoari ? Peogwir eo diezhomm d’ an dud-se ar pezh a reont ha peogwir n’o deus amkan kevredigezhel ebet. Ne reont foutre kaer eus an heuliadoù a vo d’ o ober. Un taol kartoù eo. Ar pal zo bezañ ar mestr, kaout an trec’h, ar pellañ ar gwellañ. N’ int ket gwall ziforc’h diouzh tud o c’hoari dirak ur skramm.
Klaoustreañ a reont war ezhommoù ar poblañsoù a-fet boued d’ober an helv uc’hekañ hogen n’ o deus keal ebet eus ar pezh a ampar ur boblañs.

Lennet eo bet a bep tu er mare-mañ tud a lavar e vefe deuet ur blantenn ouez, ar pasvoulouz, da vezañ trec’h d’an dilouzaouerioù. Aloubet he deus er Stadoù-Unanet tachennoù ec’hon e meur a Stad ma teu da vezañ diaesoc’h gounid soja. Treuzkaset e vije bet hilzaskemmadurioù ar soja d’ar blantenn ouez, pezh a oa dic’hallus touet.
Ar pep farsusañ eo ez eo ar blantenn-se uhel e berzhioù mezhurel hag arveret gant poblañsoù nebeut greantelaet dre ar bed, e Perou da skouer.

Hag e vefe aze ur farsadenn a-berzh an trevaelourion (ekologourion) ?

An arvar a chom avat gant louzaouiñ a-vras hon c’hoarierion moneiz. O louzoù o dije lazhet gwenan a vilionoù dre ar bed. E Sina hag er Stadoù Unanet eo ret d’ an dud pollennañ e diouer a wenan.
Digresk niver ar gwenan a zegas da heul digresk niver ar plantoù gouez, alese niver ar bleunioù, alese niver ar gwenan…

Setu amañ spered ar breur gwenn en e splannañ. War-bouez un nebeut traoùigoù en deus degaset a chom deurus evit an denelezh a-bezh memestra…

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.