
Abaoe 2007 ne ra ar Spontelouriezh Stad nemet kreskiñ.
Kadouriezh ar Stad zo hini forzh pe spontelour klañv e spered, klask ober aon d’ ar boblañs, oc’h ober gant armoù da spontañ an dud dre ober dezho gloazioù grevus, d ’o lazhañ a-wechoù. Ar bolised aet da soudarded a ra al labour goulennet gant ar re o deus graet eus ar Stad o ferc’hentiezh. Graet o deus politikourion a-vicher eus kefridioù ar Stad ul labour, eleze ur gwikefre alvezel, er-maez denelezh, un trevell da badout, da lakaat ar spesad da badout, spesad bevennet d’ o hiniennoù… D’ en em zigareziñ e c’hellont lavarout : n’ hon eus graet nemet al labour goulennet diganimp. Faos evel-just, efedoù un neuroz, skizofreniezh eo.
Roll ar bolis a zlefe bezañ mirout e c’hoarvezfe droug gant ar boblañs o kefleuniañ he gwir da ziskelañ. Kement-se e vije sañset d’ an dud ober en ur sañset gwerinelezh.
Diorreadur ar stuzegezh veveziñ zo kontrol d’ ar werinelezh. Diazezet war vevezadur ar yoc’hoù eo. Dibolitikaat a ra ar boblañs dre he leviañ evel chatal, eleze unvezioù kenderc’hañ-beveziñ, ha n’ eo ket evel denion, eleze ur gumuniezh tud atebek ha stuziet. Stuziet eo ar vevezerion da respont en un doare emgefreek ouzh arhentoù hag argeloù.
Diaes eo sevel a-enep ar Spontelouriezh Stad, a zo a ouenn gant daranverezh dalc’herion ar beveziñ, peogwir eo bet aloubet ar stuzegezh gant ur gealiadurezh anarzaeladus, amveliek, a vir ouzh an dud a embreger o skiant prenet, o barregezh dezvarn, a ra anezho hiniennoù digenvez, dibolitikaet, a-dal d’ ur galloud diazezet er-maez o amgant.
Ur wech diskaret pep stuzegezh pobl, eleze ur wech direnet ar boblañs da chatal, e teu da vezañ aes he merañ evel chatal o lavarout ez eo chatal ar boblañs dre anien, pa ’z eo aze gwered leviadurezh ar begennoù.
Klaostreomp ez ay pelloc’h c’hoazh an traoù diouzh an tu-se ha kement-se gant perzhiadur al lod brasañ eus ar boblañs beuzet er seurt stuzegezh pemp gwenneg.