staotañ dindan ar stered

staotan-dindan-ar-steredSioul an noz,
skuizhnez un devezh labour.
Labour a lavaren, ger diresis,
dibourvez eus ur ger a rofe un asvan eus ar pezh a veze graet.

Ken dispis va soñjoù rak ar pezh a oa e go.
Traoù nevez a zifoupe bemdez.
Gerioù nevez a eskore,
splann,
bev.
Kealioù nevez,
beziadoù nevez,
dremmwelioù nevez,
a gaerae d’ ar bed.
Ni a yae gant an hent,
an hent e-kreiz ar maezioù,
an hent e-touez an dud,
fest pemdeziek ar meiz hag al lavar.

War hent an distro
e safar ar c’harr brein
e kendalc’hen da zibunañ eskemmoù an devezh,
re binvidik, re lugernus evit un den louet
ken diwezhat war an hent kozh Roazhon Naoned,
rouez ar c’hirri warnañ en amzerioù kozh-se.
Nemedon va-unan,
gouloù ar c’harr,
ha noz du pod ar peurrest.

Setu ma voe ret din tuañ ar c’harr
e-kreiz neblec’h,
dindan ar stered o gouloù marzhus.
Kaerat noz !
Kaer eus an devezhioù da zont,
ken pell,
ken tost.
Pal ebet ne oa merket,
ledan an oberenn,
prederioù,
enklaskoù,
estlamm ouzh hon c’henseurted,
ouzh ar bed war eskoriñ
ken ec’hon hag an oabl stergannek,
fulennoù a dreuze va spered keit ma staoten.
Gerioù,
gerioù an den-se a gounen,
na vefent ket dalc’het,
na vefent ket marilhet,
na vefent ket oberenn,
disoñjet, diverket.
Dont a raent fraezh din
d’ o gwiriañ war ar pred,
egin, don, splann
ur misi.

«Netra kaeroc’h eget chom e-unan
«kollet e-kreiz an noz
«ha staotañ dindan ar stered.»

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.