stuzegezh pobl ?

stuzegezh-poblPerak e vijen aet da bleustriñ a-zevri furmoù arvest na oant ket eus va stuzegezh ?
Dre ma oant ar re gelennet em eus pleustret warno, ha dre o fleustriñ em eus dizoloet an islonk a oa etrezo hag arzoù ar metoù ma vezen-me.

Evit ar stuzegezh ren n’ eus ket arz gwirion na stuzegezh er metoù ma ‘m eus kresket.
An argerzh reizh er stuzegezh ren zo enporzhiañ eztaolioù barnet diarzek, krai, peuzloenel ar metoù barnet izel d’ o arverañ da zafar kentidik, boutin, en arvestoù ha diskouezadegoù ar stuzegezh ren, el lec’hioù azas, evit seveniñ arz gwirion pe, o arverañ da zanvez an tudoniezh…

Ne c’hell ket an arz kavout ur furm diorreet, peurvat, ha chom tost ouzh ar pemdez ?

Kenderc’hadoù arzel ar stuzegezh ren a oa estren d’ ar gumuniezh tud ma veven, pe e teue dimp dindan furmoù poblek a oa bet azasaet da amstuzegezh ar bobl diwar azasadurioù kent graet evit ar c’humuniezhoù etre. An eztaolioù diles ne vezent ket skignet, pe o dije kollet o skritell arz dre zaremprediñ tud distuz.

Mat e vije bet komz eus stuzegezh ar bobl evel ur stuzegezh drezi hec’h-unan, arall.
Dic’hallus e oa avat, pa soñjer e oa nac’het da vorianed ar Stadoù Unanet bezañ bet o stuzegezh ! M’o deus morianed ar Stadoù Unanet diorreet eztaolioù sonerezhel digent kemeret ganto ur vent hollvedel eo pa’ z eo bet argaset ar vorianed en arlez ar gumuniezh gwenn a orin europat en abeg d’ o liv kroc’hen. Hag eo bet spirus dezho da ziorren ur stuzegezh diles ?
Ne c’hell bezañ aotreet d’ an dud e traoñ an urzhaz kevredigezhel nemet un isstuzegezh, ur stuzegezh arlezat hag isurzhiet d’ ar stuzegezh ren, un neuz, ur spes, ur folklor.

Pa oan yaouank e kleven er skingomz kanaouennoù gallek a oa en hil furmoù ha danvezioù ar c’hanaouennoù pobl (galleger a-vihanik on). Eskoret e oant er bed greantel, padal edont c’hoazh en hiladur ar stuzegezh pobl (ha n’eo ket henvoazel). Brassens da skouer a oa tost ouzh un eztaol pobl : ar vouezh, rouezded ar binvioù seniñ a dalvez da eilañ ar c’han ha n’eo ket da ginklañ, an dodennoù hag an doare ma vezent pleustret eleze tost ouzh ar pemdez hogen n’eo ket deskrivadel.

Adal ar bloavezhioù 60 avat ar c’henderc’hañ a-yoc’h a fard marc’hadourezhioù marc’had-mat ha mat da blijout d’ an dud destuziet aet d’ ur yoc’h bevezerion, d’ o lorbañ da vezañ prenet. Dilezet eo ar furmoù hag an danvez, an eztaol, a zeue eus ar stuzegezh pobl, pe gentoc’h ez int bet stummet da zedennañ an niver brasañ a arvalion dre ober gant ar pep boutinañ, ar pep eeunañ, ar pep izekañ eus dilec’hioù ar stuzegezh pobl miret enno. N’eo ket an danvez a zo pouezus hiviziken hogen ar pakatañ hag ar beveziñ. Gant ma ne vo ket goullo penn-da-benn ar pakad.
Tra heugus, an danvez-se eo a zo anvet a-wechoù stuzegezh pobl.

Evit amparañ ur yoc’h feal ha sentus eo ret diverkañ an nebeutañ a chomfe eus un istor, eus roudoù un dezeviñ bennak ?

Ar renadoù hollveliour o doa pleustret ur seurt frammadur kevredigezhel evit a sell ouzh ur beveziñ kealiadurezh.
Hannah Arendt a gomze eus kelc’hiadoù en-dro d’ ur c’hreiz. Tud ur c’helc’hiad n’o doa ket tro da vont da welout er c’helc’hiad all pezh a c’hoarveze. Ne ouient ket penaos, na pelec’h, na perak, e oa fardet pezh a vevezent. An divizoù a oa kemeret gant an nebeut tud a ampare ar c’hreiz. An divizoù a ziskenne a gelc’hiad da gelc’hiad betek ar c’helc’hiad izelañ n’ o doa e izili disentez ebet da gemer (Gwir e oa evit izili forzh pe gelc’hiad evit gwir). N’o doa da zibab nemet bevañ pe vervel. O denelezh a oa bet koazhet d’ ar beved. E pep kelc’hiad e oa eus izili un amaezhiadurezh a sente ouzh amaeziadurezh ar c’helc’hiad a-us hag a farde ar gealiadurezh evit ar c’helc’hiad dindan. Den ne oa e piaou d’ ar binvioù ha d’ ar stlenn rekis evit kaout ur sell war ar bed ma veze paket an dud ennañ.

An armerzh beveziñ a arc’hwel en hevelep doare : troc’hañ an dud eus pep istoregezh eus pep politikaat hag o strishaat da hiniennoù beveziñ dindan levezon binvioù moediñ yoc’hek ar mediaoù (Mediaoù : binvioù, kalvezerezhioù ha dafar skignañ a-yoc’h ar stlenn : gwask, skingasadennoù a bep seurt, filmoù, internet… Dont a ra ar ger eus an amerikaneg mass media a zeu eus al latin media a zo liester medium. Adkemeret eo bet mass media er stumm medias e galleg ha da heul er stumm mediaoù e brezhoneg.

Dre be tu e c’hell hiziv izili ur gumuniezh tud seveniñ o zonkad denel ? Petra eo evit un den eveldon ur stuzegezh, un arz ? Penaos e c’hellan troc’hañ gant kenderc’hadoù arallekaus ha boulc’hañ un ober rezidek ? Sur a-walc’h n’ eo ket dre fistilhañ va unan penn skoret gant koroll laouen va bizied war un douchennaoueg ha bezañ plijet gant se ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.