stuzegezh, sevenadur, kultur ?

stuzegezh…
Hag e vefe ar stuzegezh a hennad lec’hel, hag ar sevenadur a hennad hollveziadel ?
Padal ar stuzegezh pobl a vuk d’an hollveziadelezh p’ emañ un eztaol eus denelezh he oberourion.
Ar stuzegezh c’hreantel padal zo kantet en amgant an daouad kenderc’hañ-beveziñ. Ne eztaol ket denelezh he oberourion hogen o gwerc’helezh danvezel. Talvezout a ra da gas war-raok ar pellañ ar gwellañ an danvez kelan ez int. He oberourion zo kenderc’herion, binvioù ha danvez krai ur c’henderc’hañ danvezel.
Marteze e klotfe en degouezh-se ober gant ar ger kultur. Anv ez eus eus kenderc’hadoù, eus merañ kenderc’hadoù. Seurt saviad a zeu da vezañ anat gant eskoradur an anvadoù Maison de la Culture ha Ministère de la Culture e Frañs. N’eo ket diabeg e vefe bet arzaelet an anvadoù-se en o yaouankiz.

Ha ne vefe ket bodet dindan an tog kultur ar c’henderc’hadoù iskis-se n’o deus mui nemet liammoù distenn gant ar stuzegezh ha gant ar sevenadur ? Ur rann eus ar c’henderc’hañ madoù beveziñ, eus an armerzh, int.

Ar sorbiennoù zo lod eus ar stuzegezh pobl. Drezo e tegas den ar bobl e damm da vuhez ar sevenadur. Drezo e tiorren ul liamm gant iziunadoù denel, finvezioù boutin d’an denelezh a-bezh, en tu all d’ar furmoù, d’ar gerioù, d’ar yezhoù.
N’ eus nemet an dud paket e rouedad kenderc’hadoù ar c’hultur, merourion danvez, furmoù, evit goulenn ur packaging (pakata) nevez d’ar sorbiennoù d’ ober ganto marc’hadourezhioù nevidadus. E dibenn dezrann eo ar gorre, ar pakata, ar golo, a ro e briz d’ar varc’hadourezh war an nevid. Skarzhet eo bet danvez ar sorbiennoù, o liamm gant ar sevenadur. Talvoudegezh an dra zo hini an nevid, kuit a zenelezh. An nevid zo dangorelezh danvezel.

Stuzegezh ha sevenadur zo etrezo ul liamm daelerezhel a ra d’ar sevenadur eskoriñ eus ar stuzegezh ha d’ar stuzegezh eskoriñ eus ar sevenadur. Bev-buhezek eo an argerzh, denel. O vezañ m’ eo bev e c’hell mervel, siwazh, ha mervel an denelezh.
Ar c’hultur zo danvez neuze, ur bed traoù ha binvioù danzeet gant mab-den evit e gletadurezh war an tamm douar-mañ. Dedaoladoù an daelerezh stuzegezh / sevenadur e vefe ?

Mar bezan ouzhpenn un danvez kelan e vezan o vale en teir furm-se war un dro, stuzegezh, sevenadur ha kultur, kuit a urzhaz etrezo.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.