a-zivout Money Monster

Money Monster gant Jodie Foster, USA, 2016

Emeur e bed an arvestoù. Pep tra zo digarez da lakaat skeudennoù dirak fri an dud.
Un den a zeu e-kreiz ar c’hoari, an hini nemetañ o buhezañ an darvoudoù, o lakaat e vuhez en arvar.
Siwazh, n’ eus plas ebet er gevredigezh veveziñ d’ an dud na glaskont nemet bezañ eus an denion.

C’hoarzhin a reer, mousc’hoarzhin, minc’hoarzhin a feur m’ en em zispleg an drama dirazomp.
Pa c’hell un hinienn paket er bed-mañ emouezañ ouzh ar pezh a zo direizh, droug, ez adkemer buan hent ar sodelloù, hent e asiedad boued, pa c’hell.
Truez ebet evit ar re a fell dezho kompren.

Savet brav eo ar film.

Dudius e tlefe bezañ ar film-se d’ an dud a soñj e vo graet ur plas dezho dindan ren ar varc’hadourezh. Disoñjal a reont ez int marc’hadourezh er bed-mañ, traken.
Pe e savont ur bed all, pe ne vint netra.
Aesoc’h neuze da bep hini sevel ul lochenn glet en dro dezhañ, labour, tiegezh, kornbrogarouriezh…

diaes ar vuhez, ha plijus

Lennet ‘m eus ar ger teulfilm war ar blog Soubenn ar geek.
Da lavarout berr an aozourez a hañvale bezañ bet dipitet gant ur film na oa ket un teulfim pa soñje dezhi e vije bet unan.
Dedennet eo bet va evezh gant an enebadenn voas graet etre fiction ha documentaire.
Hag e oa talvoudek an anvadoù-se ?

Da gentañ, petra eo ar ger-se, teulfilm ? Ur ger a zo bet savet da reiñ ar galleg documentaire e brezhoneg, ha lakaet en e gichen ar ger faltazi evit ar galleg fiction.
An documentaire n’ eo ket un teul (galleg document) avat, hogen ur film a gelenn traoù.
Eus ur roll film a-raok ma vefe bet labouret warnañ e c’hellfe bezañ graet un teul.
Koulskoude, daoust a vezañ bet savet hep dremmourion, er-maez eus ur studio (ha n’ eo ket gwir bepred) skeudennoù un teulfilm zo bet dibabet, saeret, da ginnig un dra pell diouzh darvoudoù gwerc’hel, zoken ma ra dave dezho. N’ eo ket un teul, pe evel forzh peseurt film e c’hell bezañ arveret evel teul en un degouezh resis.
Ar ger teulfilm zo un tamm mat diresis ha savet diouzh stumm ar galleg hep derc’hel kont eus ster ar gerioù teul  pe documentaire.
Ar ger faltazi zo ken pell all diouzh ar galleg fiction. Klotañ a ra e ster gant ar galleg fantaisie. Setu c’hoazh ur ger dibabet war ar prim.

E-barzh Geriadur ar Mediaoù, PREDER, 2000, gant Guy Étienne eo bet kinniget ober gant ar ger faltazi evit ar galleg fantasie, saozneg fantasy. Kalz poellekoc’h, reishoc’h ha blizidikoc’h eo an dibab.
E-barzh Geriadur ar Mediaoù eo bet kinniget ivez kevatalioù brezhonek d’ ar gerioù documentaire ha fiction. Roudoù eus al labour graet da sevel ar gerioù a gaver e-barzh LAVAR 13, PREDER, 2000, p. 236, KIS 667, Hanc’herieg an arvestoù XIII, reportage, documentaire, fiction.
A-zivout «documentaire» eo skrivet : «Amkan ar filmoù eus ar seurt eo ledañ deskadur, kelenn : un dalvoudegezh skiantel ha diougonadel o deus.» 
An aozer a ginnig sevel ur ger diwar ar brezhoneg doazh eus ur stumm gwenedeg duah o kaout en e orin al latin dŏcĕo kelenn, deskiñ, diskouez : kendoazhañ.
A-zivout fiction e lenner : «Handerc’hañ zo sevel ur film gant ur mod derc’hañ o neptuiñ an 
durc’hadur d’ an draelezh : lusket eo gant an dec’hmegañ. Tra ma’z eo pal an darouezer pe ar c’hendoazher denotañ unvezioù pe rumennoù, n’ eus eno evit an handerc’her nemet araezioù – evitañ kefridi an denotañ zo bezañ gouskor d’ ar c’hennotañ : darvezadur ur romant, ur pezh c’hoari, ur film, evitañ da vezañ a furm gant an darvoudoù gwerc’hel, zo ur sigur da zispakañ un niñv hag an niñv e unan, evitañ da vezañ a gemez gant niñvoù ha kenniñvoù ar gedvuhez, a ro digor d’ ur bed digent, kevannezus evitañ da vezañ handerc’hat.
»

Deurus eo an elfennoù degaset gant Guy Étienne hag evel boazh e sellont en tu all d’ an dachenn ma ‘z int bet savet.

Rummañ ar seurtoù filmoù zo tidek avat ha distremenet adal ar skeudennoù kentañ a zo bet filmet gant ar c’hameraoù kentañ. Ret e vefe studiañ an arbennoù o deus kaset tud da sevel seurt rummoù.
Ma kemeromp filmoù Sergueï Eisenstein (Al lestr hobregon Potemkine, 1925) ha Dziga Vertov (An den e gamera, 1929) e derou an 20t kantved en SSSR, eo diaes lakaat un troc’h kren etre o oberennoù. Koulskoude, unan a ya da filmañ an dud, an all a film dremmourion. Gant an daou avat an denotañ zo gouskor d’ ar c’hennotañ.
Vertov hag Eisenstein a film o daou gant o soñj d’ un denelezh gwelloc’h. Dezerc’hañ a reont buhezañ an dud a c’houzañv ur mare eus o istor gant ar spi da gaout dirazo ur bed reishoc’h, tud a gred tapout krog en o buhezañ.
Ned eo ket an daou aozour hep bezañ intret gant arvarioù, gant ur sell hiniennel war an darvoudoù a vuhezont, ha kement-se a lakaont e stumm skeudennoù ha niñvoù, istorioù, ha n’ eo ket e stumm un dezerc’hañ eus ar werc’helezh. Filmoù Vertov n’ int ket frouezh un denotañ nemetken, n’ int ket kendoazhañ.
An daou a gont un istor n’ eus ket anezhañ er werc’helezh, en ur stumm a zo un digor war ar bed. An dud a welfe, pe e filmoù unan, pe e filmoù egile, ur arvez diougonadel
a chomfe berr war ar film o deus gwelet. 
Gant an daou koulskoude e oa bet goulennet gant dalc’herion ar galloud politikel diougonañ, kelenn ar yoc’hoù.
O daou o deus savet filmoù a zo un niñv enno o-unan, daoust ha bennozh da niñvoù ar werc’helezh.
Niñvoù an handerc’hañ n’eus ket anezho hep niñvoù ar werc’helezh ha kement-se e stummoù ken kozh ha marvailhoù al lennegezh teodel. Iskis ne welfe an dud nemet faltazi er marvailhoù ha gwirionez en istorioù kinniget dezho bemdez er media.

Arvarus eo er stuzegezh ma vevomp ober un troc’h etre seurt rummadoù. Bemdez Doue e vag ar stuzegezh veveziñ an dud gant istorioù, handerc’hennoù.
A-bouez eo neuze diskouez penaos eo ar prezegennoù, ar c’homzoù klevet bemdez er media, ar skeudennoù, ar filmoù, kement a istorioù, a handerc’hennoù un tamm mat pell diouzh ur werc’helezh bennak.
Ezhomm hon eus adkemer krap war hon buhezañ, war an handerc’hañ. Pa lavaran «hon» buhezañ eo peogwir e soñjan n’ eus hent ebet d’ an denelezh diouzh tu ur salvidigezh hiniennel. Ne c’heller hepkoriñ an trapoù a zo er yezh gourlakaet dimp evel forzh peseurt bitrakoù gwerzhet er gourleurioù nemet dre ur c’henlabour.



Jakez Riou, kentel SADED 1963

SADED, Lennegezh 1, Preder 1963, Seizhvet kentel, Jakez Riou

An aozer a ra eus Jakez Riou ur soudard eus ar stourm brezhon.

Lusket eo bet Jakez Riou gant «ur c’halvedigezh a emsaver hag a skrivagner brezhonek». Anv ez eus eus e «arz» hag eus e «garantez ouzh e bobl». Priziet eo e «taolennoù an natur…resis ha barzhonius» er c’hevelennoù bodet e Geotenn ar Werc’hez, padal en dije bet ur «Yezh tost c’hoazh ouzh an teodyezh», un «emstagerezh brizh trivliek ouzh ur stumm stuzegezh a oa tonket da vont da get er vuhez arnevez». Tresoù ar gouerion zo «kaeraet ha divedekaet…un tammig… distag ma ‘z int diouzh o endro kevredigezhel gwirion».

Setu pezh a skrive a-zivout kevelennoù Jakez Riou an hini en deus savet ar gentel-se e 1963.

Kroget ‘m eus da heuliañ kentelioù SADED (notenn 1) c’hwec’h bloavezh war lerc’h ma oa bet savet ar gentel-se. Emdroet e oa kalzig an dornad tud a laboure e stern ESB dre ar sammad labour a oa bet kaset da benn. Un diforc’h bras a oa etre an dud-se a glaske, hag an dud o doa dija kavet, a rae gant kealioù sonnet da vat amprestet digant ar stuzegezh ren ha pourvezet clés en main d’ ar boblañs gant ar skolioù-meur hag ar mediaoù. An dud-se o deus kuitaet ESB e 1969.
E-barzh ESB e veze renet enklaskoù war a bep seurt tachennoù, politikel, armerzhel, prederouriezhel, poblañsel. Renet e oa al labour gant a bep seurt tud, en o zouez tud eveldon na oant ket bet stummet gant skol-veur Frañs.

N’ eo ket distag danvez ar gentel seizh diouzh ar bed kozh, n’ eo ket bed kozh ar rakvrezel a oa hini Jakez Riou, hogen bed kozh Bretagne ar goude brezel, ur rannvro eus Frañs stummet diouzh ar bed arnevez, hini ar stuzegezh ren. Seurt bed arnevez zo ar bed kozh nevez a bouez war Vreizhiz ar goudebrezel, an henvoaz arnevez, a gemer lerc’h henvoaz koueriadel an etrebrezel.
Ne oa ket bet diorreet a-walc’h c’hoazh ar binvioù a rofe tro d’ ober an diforc’h etre politikaat ha politikerezh gant ar re a venne kenderc’hel an ober rezidek boulc’het e Breizh gant Gwalarn.
Aozer ar gentel a vesk an daou. Treuzplakañ a ra patromoù kozh kealiadurezh politikel Frañs war an arz ez eo skridoù Jakez Riou, ha war an danvez trehontiñ ez int.
Dezrann politikel ar c’helenner zo kalvezel rik, un dedalvezadur rekipeoù. Tremen a ra e-biou da zanvez ar c’hevelennoù hag an digor ez int war ur bed kalz ledanoc’h eget an emsav brezhon a zo stern e gentel.

Kouerion Jakez Riou zo tud vev, denion klok, beuzet e dislavaroù ur buhezañ. Ne dres ket Jakez Riou tudennoù, astenn a ra dimp buhezañ kouerion wirion dre astenn dimp e vuhezañ dezhañ e-unan a zo nes d’ o re. Liesek eo ar merzout en deus anezho.
Ken pell eo diouzh ar poltredoù savet gant tud prederiet gant livañ restachoù ur bed kozh aet da folklor, ha diouzh poltredoù ijinet gant stourmerion youlelour emsav brezhon ar goude brezel. An daou seurt poltredoù-se zo gwariet gant en hevelep brogarouriezh gaonac’h eskoret eus ar stuzegezh ren, heklev d’ ar chaovinegezh c’hall. N’ eo ket tarzhet c’hoazh ar c’hombod broadel.
Diaes eo d’ ar vreizhkarourion soñjal o deus ar gouerion ur vuhez piaouel en tu all d’ ar poltredoù a savont anezho, eleze tudigoù aet da ziwallerion restachoù ur bed kozh, pe tudigoù destuziet gant ar stuzegezh ren o deus da adtapout ur stuziadur «diles» kollet ganto, gant skoazell an «emsaverion».
Amparet eo poblañs Vreizh gant denion, a zo estreget dafar pe binvioù da vuhez ar renkadoù etre a ziviz en o lec’h piv int. O buhezañ n’ eo ket beved nemetken. Ezhomm ebet eus stummadur ar skol-veur frañses evit merzout kement-se.

Trugarez vras da Jakez Riou a vezañ bet stuziet dre an destuziañ ha barrek da reiñ gwerc’h da zenelezh ar gouerion en e skridoù.
Daoust dezhañ eo c’hoarvezet an dra, dezhañ ha d’ ar vandenn yaouankizoù a zo en em gavet e Breizh d’ ar mare-se. Gallet o dije disteurel o stuzegezh orin, pezh a reas lod brasañ o c’henseurted.
Ar yezh zo bet dezho ur benveg talvoudus. Ar yezh-se a hañval mont en deizioù-mañ d’ur benveg destuziañ, plegañ d’ ar stuzegezh ren evit ar yezhkarourion (Drevezañ iskenderc’hadoù «poblek» ar stuzegezh ren.), pa ‘z eo bet ur benveg rezidekaat gant tud Walarn.

Nomenoe, Oe ! zo kalz tostoc’h ouzh kalon aozer ar gentel seizh.
Ur pezh c’hoari a «zo gwriziennet en Emsav» «N’eo ket… un oberenn beurechu» «Diazezet ar skrid gant Youenn Drezen war-lerc’h marv ar skrivagner» «un oberenn aristofanek» «flemmerezh kevredigezhel ha politikel» «al librentezh a deod hag a varzhoniezh» «c’hoari gerioù» «mezvierion o vont da zizourañ… merc’hed pilet e strad ar foz» «nevez el lennegezh vrezhonek»«Ur Jakez Riou emsaver, skoilhet evel Roparz Hemon e-unan gant diseblanted e bobl e-keñver brogarouriezh Vreizh».
«An emsaver sellet evel un den a netra, evel ur c’hlasker bara, hep kar na par, distaolet gant ar gevredigezh c’hall a zo o ren er vro-mañ, daoust dezhañ bezañ gwir vrientin e bobl»«tizhet krisoc’h eget Roparz Hemon gant digasted pobl vunut hor bro…»
Aze hon eus gant aozer ar gentel un dezerc’hañ eus an dud «izel», ar bobl, gant ar renkadoù etre dre ar stuzegezh ren a bleustront, bloc’heiladoù : tud ar bobl zo bambocherion, mezvierion, fouzherion…
N’ eo ket reishoc’h pezh a skriv ar c’helenner a-zivout kouerion Jakez Riou e Nomenoe, Oe ! eget ar pezh a skriv war o divoud e Geotenn ar Werc’hez.

Tudennoù ar pezh-c’hoari a anad evel tud laouen a vevañ, zoken mard ‘eo diaes ar vuhez ganto.
Labourat a reont kalz ha frouezh o labour zo skrapet diganto hep na vefe displeget mat dezho ar perag gant ar re a ren warno a zo beuzet er mojennoù kaer a savont.
N’ eus nemet pa n’ o deus mui netra pe pa gouskont ma kav tudigoù ar pezh-c’hoari un nebeut frankiz. N’ eo ket souezhus ne rafent forzh bezañ renet gant Gallaoued pe gant Brezhoned.
Jakez Riou zo skrivagner ha n’eo ket emsaver, an emsaver meizet gant aozer ar gentel.
Un den tost ouzh yezh ha buhezañ ar gouerion ha micherourion eo dre e vuhezhañ ha daoust, pe zoken bennozh, d’ ar stuzegezh tapet gant an tadoù en Euskadi.
Goulennoù a hent e skridoù. Eskoriñ a reont en oberiañ renet gant stroll tud yaouank Gwalarn.
N’ eus nemet brogarourion ar bloavezhioù pemont ha c’hwegont evit na sevel goulennoù war ar vuhezañ e brezhoneg en ur bed galleger, hogen ne bado ket ganto nemet gant ar re o deus kavet ur stael dindan ar Stad hag a bad o gouenn hiziv an deiz. Siwazh e kendaolont da lakaat da badout kozh kealiadurezhioù a zo kement a hentoù bac’h d’ ar rezid pa ‘z eont da heul roudoù ar stuzegezh ren.

An dud a netra a ra anv anezho Jakez Riou zo ar re dibourc’het ganto o stuzegezh henvoazel war un dro gant o stuzegezh skolveuriek. Diaes e vo ar vuhez dezho hogen pinvidik.

Dafar da gompren pezh a zo bet SADED hag all a vo kavet en embannadur klok eus ar gelaouenn Emsav hag en dastumad LAVAR eus an embannadurioù PREDER.

Pellgargañ dastumad Klok eus ar gelaouenn Emsav war ar bajenn-se :
http://www.preder.net/index.php/br/levraoueg/emsav (Emsav klok en ur restr)

Pennadoù LAVAR a gaver al lod brasañ anezho(LAVAR 9 da LAVAR 17) war ar bajenn-se :
http://www.preder.net/index.php/br/levraoueg/lavar

burzhud ar c’hejadennoù

Ur souezh eo niver ar c’hejadennoù graet a zo frouezhus.
Ne vern e vefe bet an dud eneberion pe kenduerion. Va c’haset o deus da ren oberioù kenedus evit va buhez ha hini an dud kejet e-serr an oberioù-se.

Ar pezhioù c’hoari savet gant bugale, da skouer, ne oant ket tonket da vezañ ken pinvidik hag int bet.
An dodennoù bet dibabet a oa diaes.

Don Kic’hote a oa un danvez a blije din, padal ne oan bet morse plijet gant sellad an dud o doa labouret war an danvez.
Penaos degas er c’hoari brokusted an tudennoù, ha dreist-holl hini ar benndudenn ? Drastus eo evitañ e emellout en niñvañ, re zigor eo d’ ar bed.
Adkemeret ’m eus an tammoù eus ar skrid a oa bet dalc’het ar muiañ gant an dud o doa savet pezhioù-c’hoari evit ar vugale.
Aet on d’ an danvez gant mennoz ur bed o c’henel, ur bed kaeroc’h eget un handerc’had, hogen diwar goust buhez ar benndudenn a welo ganedigezh ar bed en doa huñvreet a-dreuz da handerc’had ur skrivagner en deus ledet darvoudoù e vuhez er bed-holl.
Ar redi da lakaat an holl vugale da berzhiañ er c’hoari a roe tro da zistrujañ furmoù kozh ha sodellek ur c’hoari re c’hoariet, pep tudenn o vezañ dezerc’het gant meur a zremmour yaouank.

An Jazz a oa un danvez gwall ledan ha gwall bell diouzh ar vugale. Abaoe pell edon prederiet ha pitilh gant an danvez evit na welout pegen pinvidik e oa.
Loc’hañ eus stuzegezh ar bobl orin em eus graet. Degemer a raen ar sonerezh-se evel frouezh ur stuzegezh nac’het, moustret, distrujet, istor eskoriñ ur bobl e stumm ur sonerezh garmoù.
Pezh a virer eus sonerezh morianed Amerika, avat, zo pe ur folklor, pe ur furm sonerezhel dereat eus ar renkadoù etre amerikan, du pe gwenn.
Dezerc’het hon eus treug ar sklaverezh en ur gregiñ gant mojennerezh morianed Amerika war orin ar bed, ha rimadelloù brezhonek a zlefe bezañ bed ar vugale, a zo o bed kollet, ha neuze treizhañ ar meurvor, al labour er plantadegoù, prezegenniñ ar bastored, oc’h echuiñ gant ar sklaved o vont da c’hopridi digenvezet e greantioù an Norzh, lec’h ma voe eskoret an jazz da vat eus an holl garmoù endalc’het er c’hanaouennoù labour, er gospel hag er blues.
Kement-se e stumm ur c’hoari graet gant bugale ha displeget gant blenier ur mirdi e-touez taolennoù.

Evit Enezenn al lavar eo bet diaesoc’h sevel ur c’hoari o loc’hañ eus levr ar skrivagner gall. Disoñjet eo bet ganin e anv, ha pellaet omp eus al levr.
Petra a oa danvez al levr-se ? Diaesterioù am eus gant al lennegezh c’hallek savet evit ar vugale. Moarvat e kaver an hevelep tra en holl yezhoù. Alies eo kentelius meurbet zoken mard eo termenet diougonadel. An hini a oar a gelenn d’ an dud dizesk diwar-benn ar pezh a zo ret gouzout. (Kompren a ri pa vi bras e oa ar gwir ganin…) Hag e talc’h kont an aozer eus an dud a gomz outo evel denion o deus kement hag eñ traoù diles da zegas ?
Ne ‘m eus dalc’het nemet keal ar veaj, ar veaj hud, plijadur bugale ur skol o vont da veajiñ, an troc’h ez eo ur veaj e buhez un den hag an degouezh mat e c’hell bezañ evit en em adsevel ha dieubiñ an holl livioù hag arlivioù piaouet gant pep hini ac’hanomp. Ar gorventenn hud a zeu da hejañ ar sodelloù ha diskuliañ teñzorioù ar vugaleaj. Ar peñse zo an darvoud hud a gemero harp warnañ ar vugale da seveniñ ur bed kaer, an hini a zo nac’het d’ ar vugale gant an oadourion er stuzegezh-mañ.

En teir gwech eo eskoret an danvez eus an ober gant ar vugale. Ten eo bet a-wechoù.
Diaes d’ ar vugale tostaat ouzh al labour. N ‘eo ket al labour tachenn ar vugaleaj.
Ret neuze d’ al labour mont war dachenn ar vugale, eleze ar c’hoari. Netra da welout gant c’hoari an dremmourion avat. An dremmourion a zo moarvat emouiziekoc’h ouzh an diforc’h a zo etrezo hag an tudennoù a zezerc’hont, etre amzer ar c’hoari hag amzer o buhez, etre dezerc’hañ ha gourdonadur.

Da bewech eo bet an trimiziad kentañ gouestlet da galvezerezh an dezerc’hañ.
Korf, mouezh, dilerc’hiañ, douaroniezh al leurenn, emlec’hiañ war al leurenn, emskiantañ ouzh bezañs an dremmourion all…
Ret eo dont da vezañ resis a-raok kregiñ gant danvez ar c’hoari.
An trimiziad labour-se a c’hourdon ar vugale hag a zegas en un doare dirakweladus danvez evit an dezerc’hañ a zeuy da heul. Pleustradegoù ar vugale a zegas ivez taolennoù, oberoù, eztaolioù a vije bet dic’hallus din «ijinañ». Un dra vat eo ivez evit pellaat diouzh ar c’hlichedoù ha sodelloù eus ar pezh a ve sañset c’hoariva.

Ar mestr skol a zegas ur sellad dezhañ war ar vugale a anavez gwelloc’h eget ar mestr c’hoariva. En degouezhioù-mañ eo eñ ivez a ginnige an dodennoù. Bezañt eo a-hed al labour gant ar vugale.

Tu ’zo da lavarout ez eo bet ar gwezhiañ-se ur c’henlabour gwirion etre ar vugale, ar skolaer hag ambilher ar prantadoù c’hoariva. Pinvidik a-walc’h eo bet, labour, oberiañ ha niñvañ, ar seurt gwezhiañ a zlefe bezañ pleustret aliesoc’h eget ned eo gallus er stuzegezh a bouez warnomp holl o troc’hañ ul lod mat eus ar liammoù mont-dont a zo etre an denion ez omp.
Pinvidikaus kenañ eo bet ar c’hejadennoù-se, ha spi em eus eo bet gwir evit an holl berzhidi.

kig hag erlec’hiad

Dre un degouezh o lakaat e kont un niver mat a zarvoudoùigoù on bet degaset da sellout ouzh viande et substitut gant Ariane Denommé, lakaet enlinenn e 2008 war al load grandpapier.org.
Dres ar rizh handerc’hañ a blij din, tost ouzh ar pezh a gavan deurus el lennegezh pobl.
Un darvoud eeun ennañ un heuliad darvoudoùigoù a c’hoarvez unan hag unan ha war un dro.
Ne ouzer netra eus ar pezh a zo a-raok nag eus ar pezh a vo goude.
N’ eo ket diazezet war gealioù hogen war ur buhezañ. N’ eo ket ur renabl darvoudoù urzhiet ha termenet, plas zo d’ an dargouezh.
N’eo nemet plijadur ur valeadenn, amjestregezh ha pinvidigezh ar buhezañ.
Plas al lenner zo bras a-walc’h dre binvidigezh ur pred berr en ur buhezañ boutin.
Kaer eo.

monstre sacré

Monstre sacré, titl orin : National Treasure, erbarad Jack Thorne, kenwerc’hañ Marc Munde, 3 eur 12 min, film skingaset e 4 rann, Breizh-Veur (2016)

Iskisat dibaboù. Ober eus prosez un den a galite un abadenn lipet cheuc’h, un handerc’had a sell ouzh ar vuhez evel ouzh ur film, un handerc’had daouel.
Troc’het eo bet al liammoù gant ar vuhez evit ober un displegadenn war begen diaes eo evit ur den brudet bezañ tamallet dezhañ bezañ gwallet merc’hed.

War zigarez ar skrij eo graet pezh a c’hoarvez en ur bern handerc’hadoù en amzerioù-mañ eleze lezel an arvesterion en entremar.
E lec’h dibuniñ darvoudoù un istor eus an derou betek an dibenn e roer skeudennoù lipet eus pezh a zo c’hoarvezet hag eus soñjoù an tudennoù evel ma vefent c’hoarvezet…
Aes eo neuze d’ an arvester chom pell eus an darvoudoù diskouezet ha kenduañ gant ar benndudenn digudenn ma ne wel ket an arverkoù, a zo peuz diwelus en abeg da furm ar film.
Ar gwaller zo un dremmour lorber, azeulet, an darvoudoù zo un arvest en arvest hag ar film un handerc’had da ziskouez ampartiz an aozerion war o micher sevel skeudennoù.
Chomet eo an aozerion er-maez eus an darvoudoù un tammig evel oc’h ober stadegoù, pe ur renabl eus darvoudoù gwirion o klotañ gant dodenn ar film. Ne gav ket din e vefe spirus d’ un handerc’hañ pinvidik ha digor.

Deurus eo seurt kalvezerezh emichañs, ha pleustret eo kalzik abaoe pell, hogen displijus eo evidon, evel kalvezerezh ar fals roudoù, evel ma lavar ur mignon din, a zo ur c’halvezerezh boaz er filmoù polis. Paotaat a reont ivez er seurt filmoù skingaset e tammoù. Un doare da zerc’hel an arvester betek an dibenn, diwar goust an danvez avat. C’hoari brount.

Amañ e tiskouez mat ar filmaozer bezañ arzour a-vicher. Labour mistri eo ar skeudennoù hag ar sonerezh.
An istor avat n’eo nemet un digarez da sevel un oberenn.
N’ en deus ket an aozer kontet dimp un istor hogen meret danvez en un doare brizhergorek. Kalz re vrav eo skeudennet ar bennduden avat ha livet kalz re verr ha reuzeudik ar merc’hed a zo en orin ar prosez evit ma vefe ergoregezh en oberenn.
Talvezout a ra ar boan sellout outañ, paneve nemet evit ar livioù glas-gwer-ruz-teñval hag ar benndudenn, an haroz, ken skedus ha ken denek.

kultur

E-barzh Telerama n° 3538, ez eus ur pennad berr entitlet En Andalousie le flamenco traverse les générations, gant Emmanuelle Bouchez, ha skrivet e lizherennoù bras e-kreizh ar bajenn : LA DICTATURE C’EST FINI !

Anv ez eus dreist holl eus ar flamenko er salioù abadennoù kefridiel.
Ar frazenn e pennlizherennoù a dennfe da hevelebiñ an henvoaz ouzh renad Franco… Fent emichañs ?

Un digarez eo bet evidon da brederiañ war ar geriaoueg.
Petra a dalvez evit an aozerez hag evit ar gorollerion ar gerioù «tradition, folklore, art, modernité…» (henvoaz, folklor, arz, arnevezelezh…)

Evit gwir e komzer eus ar c’hultur, hini ar stuzegezh ren europat a c’heller arvestiñ e galvezadoù e salioù c’hoariva Spagn ha Frañs. An arnevezelezh eo.

E nep lec’h ne reer anv eus un arz pobl hogen eus un henvoaz.
Zoken un arzour kozh bet aterset a gomz eus an henvoaz.
Petra a c’hellfe ober a hent all pa ‘z eo gourlakaet gant ar stuzegezh ren ez eo ar stuzegezhioù pobl henvoazioù sonnet eus un tremened a oa ken sonnet all.
Ar vuhez a grog gant diorreadur ar greanterezh…
Kalz tud a gred e krog an istor hag ar bed ganto.
Evel morianed Amerika a oa bet adkemeret ganto e barzhoniezh ar plantadegoù ar c’hlichedoù ledet gant ar vourc’hizelezh gwenn amerikan war o divoud, Andalouziz o deus degemeret d’ o hini ar c’hlichedoù spagnat war o stuzegezh.

Ar pezh a reont henvoaz anezhañ zo bet arz bev a-raok bezañ distrujet gant an destuziadur deuet gant ar stuzegezh ren.
Pezh a ranker mont da glask en arz tremenet n’ eo ket furmoù da ziduiñ an arvesterion hogen ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ a zo bet en o orin, a oa diziouerus d’ar stuzegezh pobl, evel da nep stuzegezh, da berzhiañ er sevenadur ha da ziorren ur vuhezañ diles.
Zoken disleberet ur stuzegezh e chom en arz roudoù eus buhezañ an dud o doa he amparet.
An nevez-korollerion flamenko ne reont nemet degas e koroll kempred ar stuzegezh ren furmoù kozh sonnet ar stuzegezh pobl. Evito n’eus ket eus ur stuzegezh pobl p’ o deus treuztiriet en arz ar stuzegezh ren. Askenderc’hañ a reont an troc’h a zo c’hoarvezet etre stuzegezh pobl ha stuzegezh ren
Dont a reont eus ar bobl emezont. Padal o labour n’eo ket hini Picasso gant an arz afrikat. Picasso ne lavare ket e oa an arz afrikat er bed arnevez. Ne lavare ket dont eus Afrika. Tostaat a rae e vicher ouzh furmoù un arz na oa ket beuzet e-barzh pompadoù ha klichedoù ensavadurel an arz kornogat. Arzour e oa er stuzegezh ren kornog-europat.
Siwazh evit an arzoù o tont eus ar stuzegezhioù pobl europat, an dud a embann bezañ nevesaerion an arzoù eskoret eus ar stuzegezhioù-se a ziazez er stuzegezhioù ren estren dezho.

Diazezoù solut ha pinvidik zo d’ ar stuzegezh pobl : bezañ tost ouzh an dud hag eskoriñ war ar prim. An arz flamenko evel pep arz pobl a zo steuzidik, pinvidik e gennotadurioù, maget gant pemdez an dud ha gant o spioù, o iziunadoù, o finvezhioù.
Diaes tre eo da empentiñ pa vezer en ur stuzegezh yoc’hek a vag an dud gant klichedoù chaoket hag adchaoket na reont nemet derc’hel ar poblañsoù dindan galloud ar stuzegezh ren diorreet er-maez o c’hrap hag o femdez.
Ar stiradoù pellwel zo ur c’has dispan a batromoù stuzegezhel ren ma veuz skiant vat ar bobl.

Dalc’herion ar stuzegezh ren ne fell ket dezho eus ur stuzegezh pobl oc’h emdreiñ, bev, er mare-mañ hag er stad m’ emañ Kornog Europa da nebeutañ.
Ar re a fell dezho lakaat ar flamenko, pe ar sorbiennoù e renk an arz, a glask evit gwir lakaat o c’halvezadoù e renk ar stuzegezh uhel (high culture). Pell a ziorren ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ diles e sevennont kalvezadoù kefridiel, o kemplegañ da nevid ren ar c’halvezadoù arzek. (Labour Luzel zo ur skouer all eus seurt argerzh, embann e galleg.)
Moarvat e c’hounezont a fet kalvezerezh ha neuze resisted o labour, pinvidigezh geriaoueg o micher, hogen ur c’halvezerezh amprestet ha n’eo ket diles eo, sevenet e langaj ar stuzegezh ren (koroll, arz, ha yezh).
Seurt gounid ne c’hell ket kempouezañ ar c’holl bras a reont war an nesaegezh, an dihanteradegezh etre ar buhezañ hag ar c’halvezañ. Hag e tizhont mont pelloc’h eget ar c’halvezañ e seurt plegenn ?

Hervez ar rumennoù savet gant Hanna Arendt evit studiañ ar gwezhiañ denel e c’heller lavarout e koller war dachenn an niñvañ hag e pellaer an arz diouzh e berzhioù buhezel evit e gantañ d’ al labour, eleze d’ e berzhioù bevedel hag alvezel.
Ar c’horoller meneget er pennad a vir eus Don Kic’hote e dokarn hag un tamm eus e houarnwisk ha ne ra anv ebet eus nesaegezh skridoù Cervantes ouzh ar stuzegezh bobl hag ouzh pemdez tud ar bobl trevezet ha goapaet gant an noblañsoù, ar vourc’hizion hag ar berc’henned douar.

Evel an holl arzoù pobl ez endalc’h ar flamenko perzhioù a steuz war leurennoù ar c’hoarivaoù. El lec’hioù-se e tenn da vezañ ken aner hag an abadennoù evit touristed kasaet gant koroller ar pennad.

Kefredourion Europa dirak an abadennoù flamenko arnevez zo kevatal d’ an douristed dirak an diduamantoù kinniget dezho er c’hafedioù, bevezerion ha bevezerion.

Kement-se ne dalvez ket ez eo pep tra da deurel.

ar gontell vihan gwenn

Ur glav a ziskolpadennoù skilbebrennoù a gouezh dindan lavnenn verr dremmet lemm ar gontellig vihan gwenn.
Kaset int er wok da adkavout ar follennoùigoù ognon teuzet en o c’hwezh, peuztreuzwelus.
Keit ma redis en o saourenn ar pebrennoù, e skarzh ar gontellig splus an tomatezennoù ruz, ront, boutin, war-bouez e veg kamm.
O c’halonoù taolet er sil a flastran gant an dorn da zastum ar sun.
Frondoù a sav er gegin.
An hanterennoù tomatezennoù war o genou a ya da boazañ sioulik war ar gwele a lavnennoùigoù skilbebrennoù aet da vlot. O sun a ziskennan war c’horre.
Ar gontellig a ya da gutuilh tin el liorzh.
Neuze e troc’h munut kignen.
Diwisket o fluskenn gant an tomatezennoù int mesket gant ar skilbebrennoù hag an ognon, sioul.
Tin, kignen, holen ha pebr Ezpeletako, un nebeut, zo diskennet, war al legumaj ha mesket ganto evezhiek.
Ne chom nemet da c’hortoz ez afe da beurvat an traoù gant al legumaj a boazh war un tan gorrek en o saourenn, ha neuze o debriñ gant krampouezh ha morzhed-hoc’h saourus kostez Baiona, pe gant un tamm bara poazhet an derc’hent ha morzhed-hoc’h saourus all, pe vioù, pe…
Un netraig a blijadur forzh penaos.
Neuze, ar gontellig vihan gwenn, kozh, uzet e lavnenn, dister, rusaet un disterañ he zroad mezell gwenn, a ya da adkavout diseurted e genseurted en o ziretenn, betek ar wech kentañ.

euzhvil Tati

Noziñ a ra. Emaomp staliet da gemer ur banne dirak ar mor, en ul lec’h a anavezan abaoe va bugaleaj. Ur gêriadenn war an aod, a oa darempredet gant labourerion Naoned ha Sant-Nazer.

Ur blijadur e oa bet din dizoleiñ skeudennoù al lec’h-se, hini vakañsoù bugale an tiegezh gant va mamm-gozh, aet da ginkladur gant Jacques Tati en e film Les vacances de Monsieur Hulot.
Un dizoloadenn e oa bet, ur gejadenn etre burzhudoù va yaouankiz ha tudenn ar filmaozer a oa e lignez filmadurezh frañses an etrebrezel, un dudenn vrokus o kemer warnañ an trubuilhoù da lakaat an arvesterion da c’hoarzhin ha da deneraat evel ma vefent gant ur mignon. Tudennoù ar film ha tudennoù va yaouankiz a oa en un bed.
Tati a ginnige ur bed evel ma tlefe bezañ, gant perzhioù a oa pleustret gant an dud vunut. War un dro e tiskulie an aozer mankoù ar stuzegezh nevez a daole muioc’h a breder gant an arc’hant eget gant ar vugale, a daole muioc’h a evezh ouzh an hini a gomz hag a babor eget ouzh an darempredoù etre an dud, ouzh ur bediñ da gas a-gevret, hag e tiskoueze spi e trofe da vat an traoù.

War an daol, war un tamm paper dasparzhet da vrudañ al lec’h e gounid an douristelezh, e oa ur skeudenn eus Tati eilpennet dirazon, ha tres an Aotrou Hulot sellet diouzh an tu gin a anade evel un euzhvil evidon, moarvat an hini skoachet e filmoù an aozer, hennezh a lavare Tati diwar e benn d’ an arvesterion : diwallit, marteze emañ ar bed e lec’h all, sellit diouzh tu an dud vunut, diouzh tu ar vugale, diouzh tu an huñvreerion vrokus…

War ur skeudenn, un dresadenn, ur voger, pe forzh petra a sellit outañ, pe a zo diskouezet deoc’h, ez eus bepred muioc’h da welout eget ar pezh a zo bet lakaet a-ratozh evidoc’h.
Filmoù Tati o deus ar puilhentez-se, hogen evit ar re na welont nemet ar pezh a zo goulennet diganto gwelout gant arbennigourion sirius ar filmerezh pe an douristelezh, n’int nemet kalvezadoù perzhek diouzh o savpoent, hini ar stuzegezh ren.

Leviathan

Trellañ an den a sell ouzh lein an iliz
dismantr
kened an ikonoù duet gant an tangwall
digenvez an den
dismantr
poltredoù goullo al levierion
aner ar galloud
dismantr
ar pennadurezhioù en iliz veur
deoliezh
soubenn ar gerioù
dilhadoù cheuc’h da ziskouez
berniet evel kelien en-dro d’ur pezh kig brein
breinoc’h an traoù brasoc’h ar banvez
ne chom tra ebet
pistri ar moneiz
disleberiñ al labour
stourm gallus ebet
e don ar c’halonoù
ne chom nemet un elfenn a gened.

Leviathan, film gant Andrey Zvyagintsev 2014