Bretagne Culture Diversité a aoz ur pezh mell tra, kendaeloù, a-zivout diversité et droits culturel.le.s en Naoned.
Un dra vat.
Emaomp e kreiz kreizik ezvoudañ ar stuzegezhioù suj dre ar bed e gounid ar stuzegezhioù ren avat, pezh a dalvez war grenn dermen lakaat ar sevenadur en arvar, ha lakaat en arvar buhezañ mab-den.
Evit gwir pa reer anv a sevenadur e veneger ar stuzegezh ren (stuzegezh lec’hel ur gumuniezh resis). Tud ar stuzegezh-se en em ren evel ma vefe bet gwerc’helaet an hollveziadelezh e stumm kenderc’hadoù a vefe n’ eo ket dave an holl stuzegezhioù hogen ar stuzegezh nemeti lakaet da sevenadur.
N ‘eus ket anv a zegas ur plas kevatal d’an holl stuzegezhioù hogen d’ o lakaat e sujidigezh ar stuzegezhioù ren. Kement-se dre o froviñsekaat, o folklorekaat, o bugelelaat.
N’eo nemet un arvez eus ar bedeladur ha n’ eo ket un hollveziadekaat.
Ne vo mui nemet ur stuzegezh, gant arvezioù ha dedaoladoù rannvroel ha proviñsel.
N’ eus mui nemet ur stuzegezh, un uniad stuzegezhioù ren.
Alese arver ar ger sevenadur graet gantañ en un doare diresis evit treiñ ar galleg culture ken diresis all. Gwelloc’h ober gant ar brezhoneg kultur en degouezh.
Ar stuzegezh brezhon n’ eo mui nemet un arvez eus stuzegezh Frañs abaoe pell ‘zo.
Ar stuzegezh brezhon ne oa mui nemet ur stuzegezh «pobl» hep stuzegezh dave all estreget ar stuzegezh ren gall.
Abaoe pell e oa aet begennoù Breizh da heul stuzegezhioù «gouiziek» arall. Dre leziregezh, ha dre lazioù hiniennelour e oa : begennoù Breizh a glaske mirout ur saviad ren o doa kollet dre na zerc’hel o flas er bed.
Donedigezh ar gevredigezh c’hreantel war c’horre zo bet drastusoc’h c’hoazh dre e vedeladur ha dinac’h nep stuzegezh all, nep hent all d’ ar sevenadur.
Boaz eo ar begennoù ha brizhvegennoù proviñsel da zezerc’hañ. Mont a reont evel tudennoù en ur c’hoari. Bevañ a reont hogen ne vuhezont ket.Heuliañ a reont an erv boulc’het gant o diaraogerion.
Displeg a ra, evit darn, ar blijadur o deus d’ ober gant ur yezh pobl handerc’het, danvez ur c’hoari ma ne arvaront ket o danvez, ha gant ur gealiadurezh amprestet n’ eo ket frouezh o fleustr.
Stummet gant skol-veur Frañs e reont gant ur brezhoneg c’hoariva pa chom ar galleg yezh o «c’hultur».
Da skouer, en un tamm testenn eus ur stirad pellwel da vezañ skignet e brezhoneg hag e galleg, e komze tudennoù ar rezhienn c’hallek ur galleg resis, reizh, hini kelennerion ha studierion voutin, hag an hevelep tudennoù er rezhienn vrezhonek a gomze ur brezhoneg ar ploue handerc’hek, giz kouerion Molière, pe vicherourion Jean-Claude Grumberg.
Ar yezh savet gant Grumberg pe Molière evit o zudennoù zo reizh, poellek, kaer, ha speredek. Lu eo ar yezh savet gant skolveuriaded vrezhoneger Frañs, anez e klaskfent anzav gwazhoniezh ar brezhoneg da stuzegezh Frañs ha d’ ar galleg, pezh a vefe un dibab poellek eo. Ar galleg zo ur yezh kaer, ar galleg pobl ivez. Drastus eo avat evit ar brezhoneg kaout da vestr ur yezh-all.
Spi ’m eus ez eo pal gwirion an dud-se tonkañ ar brezhoneg da vezañ ur yezh c’hoariva, pe ur yezh proviñsek, pe ur folklor, mat da uzañ o amzer vak.