Lennegezh ar brezhoneg en XXet kantved, Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, F. Favereau, Skol Vreizh 2003. p. 357 Jakez Riou
«… (Jakez Riou) Ma anavezomp red e vuhez fonnus ha founnus, dre benn ar skrid savet «e koun Jakez Riou» gant e vignon Y. Drezen, embannet er bloaz 1938 (GWALARN n. 110- 1) (Gwalarn 110 – 111 Archives du Finistère), peuzgoude e varv eta, goude ma ’z eus bet kavet tammoù sioù ennañ dibaoe…»
«Bidoc’hig un tiad… J. Riou e oa bet paour amzer e vugaleaj, pinvidik avat dre e eñvor. A-hed e vuhez e chomas stag ouzh e gaer a Vro-Gerne c’henidik «kaer an depegn a ra anezhi…» ma vez gwelet gwisket gantañ an dilhad bro anezhi zoken…»
«Gwalarn, a voulas e 1928 e zanevell muiañ anavezet, «Geotenn ar Werc’hez»…»
«Ouzhpenn levezon e embanner Roparz Hemon war e skritur» … «diwar skwer Leconte de Lisle, ha Maupassant dreist-holl, e klask dizehan ar furm peurvat» (Piriou 1968, n.69, p.7)»
E 1931 « …e oa bet rentet e davañjer d’ ar gazetenn santel (Le Courrier du Finistère) gant J. Riou…»
« En askont d’ e varv ken trist, da eizh vloaz ha tregont… eo chomet brudet ha disaotr.» « … dre-berzh darn eus e oberoù eo kontet Riou da vezañ ur gwall skrivagner…» «…e stil, labouret betek re hervez ar mod gallek, marteze a-walc’h, diouzh doare ar skrivañ galleg bet desket ha studiet gantañ e-pad dek vloaz … ne vez ket gwelet kement en e oberennoù evit lennerien ar bobl…» «ar C’hernevad sichant, bet marvet ken yaouank…» «Ar barzhonegoù-hont… ma sav diwarno ur velkoni c’hwek ha c’hwerv, hirnez un den drouktizhet gant ur c’hleñved dibare ha diremed, lemmet sell-lagad ar skrivagner o parañ war c’hoari ar vuhez ha munudoù an amzer, gant drouksant ar marv o tostaat, moarvat. Alese e teu mac’homerezh an droug-mañ-droug, paz ha peuk ha tuf pe skop gwad da heul…»
«… daw anzav, evelkent, eo stag planedenn ha reuzeudigezh e dudennoù ouzh lec’hiennoù ha darvoudoù ar mareoù-se (etre 1900 ha 1920, lakomp), aet mil bell diouzhimp pelloc’h, ma ’z int diamzeret a-grenn a-fed «modernelezh.»
«Gorsedd Digor… «flemmadenn… a-ziwar an helebini a gustum sevel etre skrivagnerien yaouank ha skrivagnerien gozh atav ’giz ’tav…)»«… ar pezh bras Nomenoe-Oe (lizherennoù tev gant an aozer) an hini eo en deus roet brud d’ e anaon.»
(Riou) « a leurenne… «pobl Vreizh», diseblant kaer ouzh taolioù ken kaer all he danvez «dieuberien».» «Daoust ha kenteliañ ar bolitikerien an hini a venne ober, pe daoust ha fallgaloniñ an hini e ve bet graet…»
« Meskañ a ra dizamant-kaer, an traou fentus ha farsus-tre zoken… gant tammoù barzhoniel rimet-brav, digarez d’ al laboused da reiñ mouezh d’ o zro.»
Pe skrivagner e oa Jakez Riou ? Petra e oa danvez e arz ? Respont aozer ar pennad a vefe «Ma ranker anzav, e fin kont, e oa chomet J. Riou sonn war e gilhoroù ha kadarn evel bihan-kaer a dud all pa oa deuet poent d’ ober e gimiad diouzh emsav GWALARN evel diouzh ar vuhez a-bezh, pezh en deus roet dezhañ ur c’haer a lec’h el lennegezh vrezhonek.»
Kompren neb a c’hello yezh «imajet», rikamanet, an aozer «e fin kont». Hag eo bet ur chañs evit Jakez Riou mervel e 1938 ? A hent all e vije bet lousaet evel holl skrivagnerion Walarn ? (Lousaet gant petra ? Gant piv ? Labour zo d’ ober war an dachenn-se.)
E gleñved evel e varv ez yaouank a vije bet en orin perzhded e arz ?
F. Favereau a ra gant gerioù damlavaret ha daveoù damveneget. Diaes kompren petra a fell dezhañ kelaouiñ deomp pa chom kuzhet a-dreñv gerioù ha menegoù dispis. Da lakaat dispisoc’h e soñj ne lavar ket tre an hevelep tra e galleg hag e brezhoneg, pezh a zo boutin e-touez brezhonegerion ‘zo, gwir eo.
«Ha gwir e vez kavet roud eus ar galleg war e gomz plaen…diouzh doare ar skrivañ galleg bet desket ha studiet gantañ e-pad 10 vloaz» a skriv aozer ar pennad.
Pep skrivagner brezhonek zo ivez ur galleger hag alies galleger ampart a-raok bezañ brezhoneger ampart. Aozer ar pennad zo da gentañ penn, ur skolveuriad gall ampart, stuziet mat ha galleger, renet e vuhezañ e skolioù-meur Frañs e galleg adal ar bloavezhioù 60 betek an deizioù-mañ, pezh a ra un niver mat a zekvloaziadoù. Kement-se zo abeg d’ e stuziadur skolveuriad gall anadiñ kalzik er pezh a skriv moarvat, hag ivez en e droioù-lavar amprestet war-eeun d’ ar galleg. Gwir eo bihan niver ar vrezhonegerion e Breizh ha beuzet int en ur boblañs galleger. Evel-se emañ.
Diaes e oa bet din lenn ar pennad en abeg d’ ar gwiskad reizhskrivadur arbennik dibabet, mesket gant ur gwiskad stummoù rannyezhel hag ur gwiskad poblekadurioù.
Hag eo arbennik d’ an dud stummet gant ar skol-veur seurt doare ober ? An dud-se a skriv ur galleg mat, resis, pell diouzh ar galleg pobl, hogen pa reont gant ar brezhoneg e teu gant lod anezho ur yezh giz kaozeadennoù kouerion c’hoariva.
Mar bez ur poell en emzivizoù Molière, Grumberg pe Riou da skouer, eo diaes kavout ur poell bennak er pennad-se diwar-benn Jakez Riou. Ar poell zo da gavout er-maez ar skrid, er stuzegezh ren, na anavez nemet ur «C’hultur», an hini a ziviz penaos e teveizo ar bobl annezet war diriad Frañs e saviad. Bez o deus an dud sujet da zezerc’hañ un dudenn savet evito gant ar stuzegezh ren. An hini a skriv er c’hiz-se e brezhoneg a zezerc’h un dudenn en deus savet diwar patromoù ar stuzegezh ren.
Jakez Riou a oa deuet eñ a-benn da zibourc’hañ ar maskl-se.
Jakez Riou zo bet un den eus e amzer, brezhoneger yaouank o komz da vrezhonegerion yaouank all. Kalz en deus da lavarout ha kalz a lavar. Ne glask ket bezañ skedus. Ne venn ket bezañ «arnevez». An niñvañ ma kemer perzh ennañ zo egin ur bed nevez.
Diaes eo didoueziañ en e skridoù «traoù sirius» diouzh «traoù farsus», barzhoniezh diouzh komz plaen. Fent ha spi zo en e holl skridoù ha kement-se gant un digor spered brokus. Ur barzh eo dre e oberenn. Enni ez adkaver e vuhezañ ha n’ eo ket e veved nemetken.
Perak strishaat ur wech c’hoazh Jakez Riou d’ur c’hornbrogarour gwisket en e zilhad bro, chomet dindan levezon ar galleg, aozer barzhonegoù ma sav diwarno ur velkoni «c’hwek ha c’hwerv» ? N’eo ket arz a zeufe gantañ hogen azonoù ur c’hleñved ? Dont a rafe e berzh eus e chañs da vervel yaouank hep bezañ bet saotret gant «traoù lous» Gwalarn ? Skridoù Jakez Riou ne vefent nemet un isarz, azon e gleñved hag an helebini a sav etre skrivagnerion gozh ha skrivagnerion yaouank ?
Ober eus Jakez Riou un draig dister a ro tro da na welout ez eo bepred talvoudek ar goulennoù a sav war ar skrivañ brezhoneg e Breizh, skrivañ, bezañ skrivagner, buhezañ, ha n’ eo ket beveziñ brezhoneg, pe studiañ brezhoneg.
Brezhonegañ a oa buhezañ evit Jakez Riou ha n’ eo ket bevañ bevaik, mat pe fall. Jakez Riou a oa skrivagner. E garantez ouzh ar brezhoneg zo bet un deberzh war e hent. Pezh a zo e-kreiz Nomenoe-Oe ! pe e skridoù-all Jakez Riou n’ eo ket Breizh hogen bezañ den e-touez an denion. Kaer eo an holl anezho tudennoù Jakez Riou, kenedus ha sonn er bed.
Evit mont war-raok en anaoudegezh oberennoù Jakez Riou ez eo ar gwellañ lenn skrid Youenn Drezen hag oberennoù Jakez Riou. Skrid Youenn Drezen zo bet skrivet tost war-lerc’h an darvoudoù gant un den o buhezas.
Kalz traoù bev mat d’ ar mare-se zo bet war zizeriañ, pezh a ra diaes da dud ’zo, distro gant soñjoù hiraezhus ha proviñsel, tostaat ouzh danvez skridoù Jakez Riou.
Drezen ne ra nemet stignañ ar c’hudennoù, ha n’ eo ket o diskoulmañ pe o dezrannañ.
Truezek eo alies ar sternioù daveiñ kemeret abaoe gant ar vrezhonegerion war e divoud, pe da nebeutañ ar re am eus lennet o skridoù betek bremañ.
Labour a chom bepred d’ ober. Hag e vo graet ?