
Ar wask zo an aliesañ, ha mui-ouzh-mui, heklev pe uhelgomzer ar galloud politikel. Perzhiat eo e kenderc’hañ ar stuzegezh ren, ha kement-se abaoe dekvloaziadoù.
Klevet ’m eus war ar ristenn Arte ne grede ket mui ar Frañsizion en o c’hoskor politikel.
Displeget eo bet penaos ha perak.
Faziek eo.
Ar jiletennoù melen, evel ez int emanvet, n’ o deus ket muioc’h a zisfiz ouzh ar politikachourion eget dek pe ugent vloaz ’zo.
Kinnig a reer aze un hent pe un diskoulm diouzh un tu fall. Ar gudenn n’emañ ket etre hiniennoù ha hiniennoù, politikerion ha tud korvoet gant an armerzh, dilezet gant ar frammoù politikel.
Emañ ar gudenn gant an dibolitikadur, hini ar Stadoù kenderc’het gant kumuniezhoù kreizet war an armerzh.
An armerzh zo hollc’halloudek da vat adal ar bloavezhioù c’hwegont.
Da gas war-raok buzadoù an armerzh eo bet bevennet an dud d’ un hinienn kantet d’ e vevañs ha troc’het diouzh pep niñvañ, eleze dibolitikaet, ur bevezer glan, traken.
Un argerzh heñvel ouzh an hini a oa er renadoù hollveliour eo. En hil ar renadoù hollveliour emañ ar gevredigezh veveziñ. Evit ma ’z afe en-dro seurt renadoù eo arabat d’ ar boblañs bezañ politikaet, kaout un emskiant bennak. Ret eo skarzhañ pep skoilh etre bevezerion strishaet da hiniennoù direet d’ ur yoc’h ha kealiad hollc’halloudek ar beveziñ.
Evit d’ ar gevredigezh veveziñ bezañ e rank koskor armerzhel ar vro bezañ hollc’halloudek.
A-walc’h selaou ouzh an atebeion politikel a lavar n’ eus ket tu da vont war-raok hep un armerzh bleunius, pe armerzh avat ? Kinnig a reer d’an dud aberzhiñ o buhezañ, bezañ loened stlej diemskiant betek ma vo trec’h an armerzh hollc’halloudek. Neuze e vint eürus er baradoz war an douar. Hag eo disheñvel diouzh ar strollad broadel sokialour alaman pe diouzh komunourion Rusia ? An hollc’halloud zo tremenet gant an armerzh. Ar politikerezh, an arz, pep skiant, pep preder, pep kealiadurezh zo isurzhiet d’ an armerzh.
Pe e klask tud koskor ar wask hag ar c’hoskor politikel ober goap ouzh poblañs Frañs, pe ez int leueoù, pe ez int leueoù a ra goap ?
(Diouzh ar beure-mañ c’hoazh, war France Inter e rae ar Stad C’hall e voederezh. Hervez mouezh ar galloud, adsammet gant implijidi ar media, emañ ar boblañs o treiñ a-enep an emsavidi, emañ e karantez gant ar bolis, ha kirri hobregonet a vo e Paris da wareziñ an dud vat ha da stourm ouzh an noueañs a lezireion a zo un dismegañs evit ar Republik. Nag ur brezegenn dibolitikaus ha dismegansus a-berzh tud sañset bezañ politikerion ha kazetennerion.)
Un hir a labour zo bet graet evit dibolitikaat an dud, ha hir e vo hent an adpolitikaat d’ o lakaat da vezañ perzhiat e buhez ar geoded.
Klevout a reer e vo lakaet an dud da reiñ o soñj gant cahiers de doléances (kaieroù klemm)… Peseurt soñj a c’hell bezañ roet gant tud dibolitikaet mik ? Peseurt pouezh a vo da seurt soñjoù ? Goap ha dismegañs ne vo ken.
Klask a reer hon lakaat da grediñ ez eo skrivañ bezañ politikaet ?
An dud o jiletennoù melen int a voulc’h ur politikaat dre o niñv.
Siwazh n’ eus plas ebet, benveg ebet evit ur politikaat er bed a-vremañ. Pep tra zo da sevel. Ken droch e vefe lavarout e chome plas d’ ur politikaat dindan frammoù hollveliour derou an ugentvet kantved.
Ne vo ket aes kavout skor d’ un adpolikaat. Hir e vo an hent, ha ne c’hallo bezañ graet nemet en arlez d’ ar stuzegezh ren pe ez adkouezho pep emsavadeg e brizhkealiadurezhioù ar stuzegezh ren.