termaji

Bretagne Culture Diversité a aoz ur pezh mell tra, kendaeloù, a-zivout diversité et droits culturel.le.s en Naoned.
Un dra vat.

Emaomp e kreiz kreizik ezvoudañ ar stuzegezhioù suj dre ar bed e gounid ar stuzegezhioù ren avat, pezh a dalvez war grenn dermen lakaat ar sevenadur en arvar, ha lakaat en arvar buhezañ mab-den.

Evit gwir pa reer anv a sevenadur e veneger ar stuzegezh ren (stuzegezh lec’hel ur gumuniezh resis). Tud ar stuzegezh-se en em ren evel ma vefe bet gwerc’helaet an hollveziadelezh e stumm kenderc’hadoù a vefe n’ eo ket dave an holl stuzegezhioù hogen ar stuzegezh nemeti lakaet da sevenadur.
N ‘eus ket anv a zegas ur plas kevatal d’an holl stuzegezhioù hogen d’ o lakaat e sujidigezh ar stuzegezhioù ren. Kement-se dre o froviñsekaat, o folklorekaat, o bugelelaat.

N’eo nemet un arvez eus ar bedeladur ha n’ eo ket un hollveziadekaat.
Ne vo mui nemet ur stuzegezh, gant arvezioù ha dedaoladoù rannvroel ha proviñsel.
N’ eus mui nemet ur stuzegezh, un uniad stuzegezhioù ren.
Alese arver ar ger sevenadur graet gantañ en un doare diresis evit treiñ ar galleg culture ken diresis all. Gwelloc’h ober gant ar brezhoneg kultur en degouezh.

Ar stuzegezh brezhon n’ eo mui nemet un arvez eus stuzegezh Frañs abaoe pell ‘zo.
Ar stuzegezh brezhon ne oa mui nemet ur stuzegezh «pobl» hep stuzegezh dave all estreget ar stuzegezh ren gall.
Abaoe pell e oa aet begennoù Breizh da heul stuzegezhioù «gouiziek» arall. Dre leziregezh, ha dre lazioù hiniennelour e oa : begennoù Breizh a glaske mirout ur saviad ren o doa kollet dre na zerc’hel o flas er bed.

Donedigezh ar gevredigezh c’hreantel war c’horre zo bet drastusoc’h c’hoazh dre e vedeladur ha dinac’h nep stuzegezh all, nep hent all d’ ar sevenadur.

Boaz eo ar begennoù ha brizhvegennoù proviñsel da zezerc’hañ. Mont a reont evel tudennoù en ur c’hoari. Bevañ a reont hogen ne vuhezont ket.Heuliañ a reont an erv boulc’het gant o diaraogerion.
Displeg a ra, evit darn, ar blijadur o deus d’ ober gant ur yezh pobl handerc’het, danvez ur c’hoari ma ne arvaront ket o danvez, ha gant ur gealiadurezh amprestet n’ eo ket frouezh o fleustr.
Stummet gant skol-veur Frañs e reont gant ur brezhoneg c’hoariva pa chom ar galleg yezh o «c’hultur».
Da skouer, en un tamm testenn eus ur stirad pellwel da vezañ skignet e brezhoneg hag e galleg, e komze tudennoù ar rezhienn c’hallek ur galleg resis, reizh, hini kelennerion ha studierion voutin, hag an hevelep tudennoù er rezhienn vrezhonek a gomze ur brezhoneg ar ploue handerc’hek, giz kouerion Molière, pe vicherourion Jean-Claude Grumberg.
Ar yezh savet gant Grumberg pe Molière evit o zudennoù zo reizh, poellek, kaer, ha speredek. Lu eo ar yezh savet gant skolveuriaded vrezhoneger Frañs, anez e klaskfent anzav gwazhoniezh ar brezhoneg da stuzegezh Frañs ha d’ ar galleg, pezh a vefe un dibab poellek eo. Ar galleg zo ur yezh kaer, ar galleg pobl ivez. Drastus eo avat evit ar brezhoneg kaout da vestr ur yezh-all.
Spi ’m eus ez eo pal gwirion an dud-se tonkañ ar brezhoneg da vezañ ur yezh c’hoariva, pe ur yezh proviñsek, pe ur folklor, mat da uzañ o amzer vak.

apocalypse now

Un ekologour brudet er mediaoù a guit gouarnamant Frañs ?
Nag un darvoud ! Peadra da vagañ fistilh kehentaerion ar wask e-pad ur pennad. An ijinenn-se da sevel handerc’hadoù a droe afo. Ret e oa da vrizhdremmourion ar wask gwerzhañ, gwerzhañ ur varc’hadourezh priziet war nevid ar c’helaouiñ, gwerzhañ o zudenn kelaouenner, padout ha kreskiñ evel ar bevedeg eeunañ o tiogeliñ kendalc’h e spesad.

En degouezh petra a dalveze «ekologour» ? Un den a stourm ? Evit petra ? A-enep petra ?
An Aotrou an Arlevier ar republik en doa dibabet un den brudet da zezerc’hañ ar skritell ekologiezh peget war e leviadurezh frankizour digemplezh, ur bennadurezh vediaouek, un den a venne abaoe pell dezerc’hañ tudenn un den diziouerus da wellaat tonkad ar voull douar ma vevomp…

Setu un den en em zezerc’h eñ e-unan, e stumm un dudenn leurennet gantañ da viskoazh en e abadennoù skinwel.
Disterded mantrus ar stourm skritellet «ekologour» n’eo ken.
An ekologouriezh zo un danvez, bet marteze sirius, hogen a zo risklet buan war zachenn ar c’hantaezañ adal e eskoradur, atoret ma ’z eo bet gant ar c’hwiled a glask gounit mouezhioù keodedourion ar Stadoù en dilennadegoù, an abadennoù-se a zo sañset dezerc’hañ ar werinelezh.
Dezerc’hañ ne dalvez ket bout, hogen lakaat un dezerc’had da vout diwar elfennoù amprestet d’ ar veziadelezh. Tachenn an handerc’hañ eo.
Dezerc’hañ ar werinelezh n’ eo ket digeriñ an hent d’ar werinelezh, ha dezerc’hañ an ekologouriezh n’ eo ket digeriñ an hent d’ an ekologouriezh. D’ar muiañ eo reiñ d’ar boblañs abadennoù d’he diduiñ dre arvestiñ ouzh tudennoù a c’hell an dud kenduiñ ganto peogwir int eus an danvez a vouet o c’hantaezañ.

N’ eo ket bet dibabet an dudenn-se gant an arlevier evit plediñ gant un danvez resis e vefe bet barrek warnañ ar maodiern, hogen evit lorbañ ar boblañs, evit he c’hendrec’hiñ e vo kaset ar yoc’h hag e vesaerion war an hent mat.

Embannet e oa bet gant trompilhoù ha taboulinoù e vefe er gouarnamant tud ar «gevredigezh keodedel».
Ar ger-se n’ eo nemet ur benveg kehentiñ all, ul lugan. «Kevredigezh keodedel» a chom ken koumoulek hag «ekologiezh», padal e ro da soñjal er ger «keodedour» mat ivez da gantaezañ ar boblañs.
Evit gwir e labour an arlevier gant lern gozh pe yaouank eveltañ a zo arroutet gant kalvezerezhioù an hent a gas d’ ar galloud, pe hiniennel, pe armerzhel, pe bolitikel e vefe…
N’ eus ket eus ar «gevredigezh keodedel». N’ eo nemet un handerc’had a venn lakaat da grediñ hag ez eus keodedourion diouzh un tu ha tud arbennik, arroutet war ar vicher, a bledfe gant ar politikerezh, an armerzh, ar c’hultur ha me oar me…
Ar geoded zo sammad hec’h izili holl hag o holl bleustroù.
En ur werinelezh (mar bez eus an dra un deiz bennak) ar «geodedourion» o devo da bleustriñ gant politikerezh, armerzh, arzoù…
Seurtoù gwezhiañ n’ int ket nemet labour, tachenn perzhidi stummet mat war o micher, oberourion, dornwezhourion, hogen tachennoù ar c’halvezañ-trehontiñ, tachennoù tud stuziet ha digor d’ ar bed, tachennoù ar buhezañ.
Emeur war dalbenn kened ar bed, un dachenn buhezek ha kemmus, ma vez dic’hortoz heuliadoù pep gwezhiañ. Fiziout an tachennoù-se en arbennigourion zo en em lakaat en arvar a vezañ o sklaved.

Ar stourm ekologour zo ur farserezh, un doare da lakaat an dud da blegañ d’ un tonkad mantrus en ur c’hoari, en ur zezerc’hañ ur Salvidigezh peuz kravezel… Salvidigezh petra ?
An denelezh eo a zo distrujet ha n’ eo ket an tamm voull douar ma vevomp.
Stourm evit hon bugale ? Hon bugale n’int ket mui denion endeo hogen chatal a vo paket muioc’h egedomp c’hoazh gant ar pezh a vo kinniget dezho dre vruderezh termaji ar mediaoù.

Echu eo amzer ar stourmoù trouzus hag aner, amzer ar palastroù mamm-gozh war ur c’helan . Echu eo amzer ar c’healiadurezhioù sederaus hag amzer gozh an arc’hañ.
Ur bed zo da sevel a-raok ned afe ar bed-mañ da get ouzh hon c’has da stad loened reuzeudik. Bezomp denion laouen hag atebek.

dezerc’hañ

Dezerc’hañ a c’hell bezañ arz.

Un dremmour a c’hell dezerc’hañ, hep pe gant skoazell ul leurenner.
Gwelloc’h e vefe ul leurenner a soñjan, hag ivez un den evit goulaouiñ, unan evit ar c’hinkladurioù, unan evit ar sten, unan evit ar gwiskamantoù.
Perak ?
Peogwir lieselezh an oberourion a ro danvez da zezerc’hañ lieselezh ar pred endalc’het en destenn a vo leurennet. Reiñ a ra tro d’ar c’halvezañ bezañ niñvañ ha neuze d’ un trehontiñ bout.
Kaer e vo d’ ar c’halvezañ bezañ pinvidik, mar chom e-par un hinienn emeur en arvar da na gaout nemet ur savboent pezh n’ eo ket aesaus d’ un trehontiñ. An trehontiñ zo tachenn an denion. An arzour digenvez a gemer ar riskl a vezañ ur c’halvezour na mui na maes.

Un den a gomz e-unan er skingomz, pe a skriv e-unan war ur blog, eveldon, zo o tezerc’hañ un dudenn, en em leurennañ a ra evel tudenn. An aliesañ e tenno e labour da na reiñ nemet un arvez eus an danvez degaset dirak an dud a chomo hiniennoù digenvez, arvesterion ur c’halvezad kloz.
Marteze e kemer an dud o hinienn da vevenn pa gredont bezañ efedusoc’h, pe pa fell dezho bezañ degemeret, karet, evito o-unan… Aner eo, n’ omp morse estreget un elfenn bihan eus ar bed.
Arvarus eo seurt emzalc’h pa c’hell diverkañ liesegezh ar pred, skarzhañ an arz, pa guita tachenn an niñvañ, pa argas an nit d’ an amzerioù gwelloc’h na vankint ket da zont un deiz bennak.

Binvioù nevez ar c’helaouiñ a ziorren an eztaol war ar prim evit bezañ efedus ent kementadel : gwerzhañ ar re gentañ evit gwerzhañ ar muiañ.
Bezañ efedus a empleg ivez lorbañ, palvatañ an emzalc’hioù beveziñ. An dibab zo mont d’ an aesañ da dizhout ur c’hehentiñ a dremen hep dezeverezh ar vevezerion.
Gallus eo evit an embregerezhioù kelaouiñ peogwir ez eus ganto galloud hag arc’hant. Int a zibab e dibenn dezrann ar pezh a ray berzh, dre m’ o deus binvioù galloudus, kalvezel ha kellidel. Skarzhañ a reont kement a c’hallfe gorrekaat an argerzh armerzhel. Dezeverezh ar vevezerion zo gorrekaus d’ an armerzh, neuze eo ret tremen e-biou an dezevout.
Diazas eo seurt emzalc’h avat evit an dud a venn diorren ur stuzegezh diforc’h diouzh ar stuzegezh ren.
An nevid a grou henvoazioù avat, hag un anaoudegezh eus an traezoù gant ar vevezerion. Ret eo neuze beuziñ ar pleustr-se, a c’hell bezañ ur skoilh da gresk ar beveziñ, dre zegas marc’hadourezhioù c’hoazh ha c’hoazh, dodennoù ouzhpenn, a vo dizave evit egin un danvez stuzegezh arlezat a c’hallfe ar bevezer genel. Daoust da vezañ kantet d’ ar beved e kendalc’h ar bevezer da vuhezañ memestra.
Seurt arc’hwelerezh avat a vir ouzh ar maezhiennoù niñvañ pe vuhezañ da ziorren, kement ha ken bihan ma arc’hwel kelaouer a-vicher ha bevezer e maezhienn ar beved nemetken, e-par an empenn glazard.

Ne dalvez da netra din bezañ feuket. Evel-se emañ an traoù. Evel-se emaon. Ar stuzegezh ren a ra ac’hanon ur glazard. Ne ’m eus ket an disterañ barregezh da zegas d’ an dud ar binvioù a zo bet tennet diganimp.
Kaer a zo din sevel goulennoù, divarrek on gant an dud a gav o flijadur er pezh a reont, stummet gant ar stuzegezh ren da chom e-par o flijadur en amzalc’h ar frammoù diazezet. Ne c’hellont nemet plijaduriñ hag arc’hañ o flijadur. Kemeret o deus ar patromoù gourlakaet dezho d’ o re, evel ur perzh eus natur mab-den.
Pellaat a reont eus al lieselezh, eus an hollveziadelezh evit diorren un dibarelezh hiniennel, alese perzh ur ger evel «identité» troet dre «identelezh» e brezhoneg buan hag aes (hevelebiezh e brezhoneg), ur ger goullo, un ticheurt kenderc’het a vilionadoù ma c’hell pep hini pegañ warnañ pezh a fell dezhañ.
Pep hini a c’hell dezerc’hañ an dudenn a fell dezhañ, pell diouzh nep gwerc’helezh, ha pell diouzh nep buhezañ, paneve ez eo an dezerc’hañ ur buhezañ.

burzhud ar c’hejadennoù

Ur souezh eo niver ar c’hejadennoù graet a zo frouezhus.
Ne vern e vefe bet an dud eneberion pe kenduerion. Va c’haset o deus da ren oberioù kenedus evit va buhez ha hini an dud kejet e-serr an oberioù-se.

Ar pezhioù c’hoari savet gant bugale, da skouer, ne oant ket tonket da vezañ ken pinvidik hag int bet.
An dodennoù bet dibabet a oa diaes.

Don Kic’hote a oa un danvez a blije din, padal ne oan bet morse plijet gant sellad an dud o doa labouret war an danvez.
Penaos degas er c’hoari brokusted an tudennoù, ha dreist-holl hini ar benndudenn ? Drastus eo evitañ e emellout en niñvañ, re zigor eo d’ ar bed.
Adkemeret ’m eus an tammoù eus ar skrid a oa bet dalc’het ar muiañ gant an dud o doa savet pezhioù-c’hoari evit ar vugale.
Aet on d’ an danvez gant mennoz ur bed o c’henel, ur bed kaeroc’h eget un handerc’had, hogen diwar goust buhez ar benndudenn a welo ganedigezh ar bed en doa huñvreet a-dreuz da handerc’had ur skrivagner en deus ledet darvoudoù e vuhez er bed-holl.
Ar redi da lakaat an holl vugale da berzhiañ er c’hoari a roe tro da zistrujañ furmoù kozh ha sodellek ur c’hoari re c’hoariet, pep tudenn o vezañ dezerc’het gant meur a zremmour yaouank.

An Jazz a oa un danvez gwall ledan ha gwall bell diouzh ar vugale. Abaoe pell edon prederiet ha pitilh gant an danvez evit na welout pegen pinvidik e oa.
Loc’hañ eus stuzegezh ar bobl orin em eus graet. Degemer a raen ar sonerezh-se evel frouezh ur stuzegezh nac’het, moustret, distrujet, istor eskoriñ ur bobl e stumm ur sonerezh garmoù.
Pezh a virer eus sonerezh morianed Amerika, avat, zo pe ur folklor, pe ur furm sonerezhel dereat eus ar renkadoù etre amerikan, du pe gwenn.
Dezerc’het hon eus treug ar sklaverezh en ur gregiñ gant mojennerezh morianed Amerika war orin ar bed, ha rimadelloù brezhonek a zlefe bezañ bed ar vugale, a zo o bed kollet, ha neuze treizhañ ar meurvor, al labour er plantadegoù, prezegenniñ ar bastored, oc’h echuiñ gant ar sklaved o vont da c’hopridi digenvezet e greantioù an Norzh, lec’h ma voe eskoret an jazz da vat eus an holl garmoù endalc’het er c’hanaouennoù labour, er gospel hag er blues.
Kement-se e stumm ur c’hoari graet gant bugale ha displeget gant blenier ur mirdi e-touez taolennoù.

Evit Enezenn al lavar eo bet diaesoc’h sevel ur c’hoari o loc’hañ eus levr ar skrivagner gall. Disoñjet eo bet ganin e anv, ha pellaet omp eus al levr.
Petra a oa danvez al levr-se ? Diaesterioù am eus gant al lennegezh c’hallek savet evit ar vugale. Moarvat e kaver an hevelep tra en holl yezhoù. Alies eo kentelius meurbet zoken mard eo termenet diougonadel. An hini a oar a gelenn d’ an dud dizesk diwar-benn ar pezh a zo ret gouzout. (Kompren a ri pa vi bras e oa ar gwir ganin…) Hag e talc’h kont an aozer eus an dud a gomz outo evel denion o deus kement hag eñ traoù diles da zegas ?
Ne ‘m eus dalc’het nemet keal ar veaj, ar veaj hud, plijadur bugale ur skol o vont da veajiñ, an troc’h ez eo ur veaj e buhez un den hag an degouezh mat e c’hell bezañ evit en em adsevel ha dieubiñ an holl livioù hag arlivioù piaouet gant pep hini ac’hanomp. Ar gorventenn hud a zeu da hejañ ar sodelloù ha diskuliañ teñzorioù ar vugaleaj. Ar peñse zo an darvoud hud a gemero harp warnañ ar vugale da seveniñ ur bed kaer, an hini a zo nac’het d’ ar vugale gant an oadourion er stuzegezh-mañ.

En teir gwech eo eskoret an danvez eus an ober gant ar vugale. Ten eo bet a-wechoù.
Diaes d’ ar vugale tostaat ouzh al labour. N ‘eo ket al labour tachenn ar vugaleaj.
Ret neuze d’ al labour mont war dachenn ar vugale, eleze ar c’hoari. Netra da welout gant c’hoari an dremmourion avat. An dremmourion a zo moarvat emouiziekoc’h ouzh an diforc’h a zo etrezo hag an tudennoù a zezerc’hont, etre amzer ar c’hoari hag amzer o buhez, etre dezerc’hañ ha gourdonadur.

Da bewech eo bet an trimiziad kentañ gouestlet da galvezerezh an dezerc’hañ.
Korf, mouezh, dilerc’hiañ, douaroniezh al leurenn, emlec’hiañ war al leurenn, emskiantañ ouzh bezañs an dremmourion all…
Ret eo dont da vezañ resis a-raok kregiñ gant danvez ar c’hoari.
An trimiziad labour-se a c’hourdon ar vugale hag a zegas en un doare dirakweladus danvez evit an dezerc’hañ a zeuy da heul. Pleustradegoù ar vugale a zegas ivez taolennoù, oberoù, eztaolioù a vije bet dic’hallus din «ijinañ». Un dra vat eo ivez evit pellaat diouzh ar c’hlichedoù ha sodelloù eus ar pezh a ve sañset c’hoariva.

Ar mestr skol a zegas ur sellad dezhañ war ar vugale a anavez gwelloc’h eget ar mestr c’hoariva. En degouezhioù-mañ eo eñ ivez a ginnige an dodennoù. Bezañt eo a-hed al labour gant ar vugale.

Tu ’zo da lavarout ez eo bet ar gwezhiañ-se ur c’henlabour gwirion etre ar vugale, ar skolaer hag ambilher ar prantadoù c’hoariva. Pinvidik a-walc’h eo bet, labour, oberiañ ha niñvañ, ar seurt gwezhiañ a zlefe bezañ pleustret aliesoc’h eget ned eo gallus er stuzegezh a bouez warnomp holl o troc’hañ ul lod mat eus ar liammoù mont-dont a zo etre an denion ez omp.
Pinvidikaus kenañ eo bet ar c’hejadennoù-se, ha spi em eus eo bet gwir evit an holl berzhidi.

kenlabourat ?

Kenlabourat ? Petra a lakaan-me dindan ar ger-se ?

Pa c’houlenner diganin ober un dra bennak ha pa vefe sorbiennañ, pe skrivañ, pe aozañ ur prantad labour gant bugale pe oadourion, dre vras, n’eo nemet labour a c’houlenner diganin.

Kinnig a ran ur skrid, un arvest, ur prantad studi hag en em gavan va unan da gas an traoù war-raok. Labourat zo pep pennañ va gwezhiañ en degouezhioù-se.
Bez e c’hallan kaout tud o reizhañ va skrid, pe o sellout a-bell ouzh ar pezh a ran, pe o reiñ un ali war ar pezh a ran. N’ eo ket evidon kenlabour. An dud a zegas ur skor d’ ar gweziañ en ur chom er-maez eus an ober. N’emaint ket war an dachenn.

Kenlabour a empleg evidon un eskemm a bad en amzer hag a dizh d’ an nebeutañ an oberiañ. N’ eo ket un eskemm etre un den a labour hag un all a ro un ali kalvezel. Pep hini a zegas e labour, e sell war al labour, e zanvez dezhañ, a-hed ur gwezhiañ padus. N’eo ket hepken eus labour ez eus anv hogen eus oberiañ ha niñvañ.
Ar c’halvezad e dibenn an argerzh a vo frouezh perzhiadur an holl, zoken mard eo un den nemetken a gemer an atebegezh war ar furm disoc’hel.

Er prantadoù labour war ar c’hoariva am eus ambilhet gant skolidi eo bet degaset danvez gant ar vugale, gant ar skolaer ha ganin. An durc’hadurioù a zo bet d’al labour a oa lusket, maget, gant perzhiadur al lod brasañ. Un amkan boutin a eskore e-serr an ober, hag ez eskore ouzhpenn danvezioù na vije ket bet anezho hep oberoù, ersavioù, alioù ha goulennoù an holl.
Dudius eo kinnig traoù hag o lezel da eginañ, da azviñ, ha reiñ dezho, an neuz, an dornata, ar vuhez intret gant eskemmoù ar genoberourion. Frouezh ur c’henlabour-niñvañ eo. Ur c’halvezañ-trehontiñ eo ha n’ eo ket ur renapl kalvezadoù daoust pegen talvoudus, skedus hag enorus e vefent.

Touellus eo ar ger kenlabour peogwir e hañval bevennañ an darempredoù etre an dud e par al labour. Ur ger kozh eo, amprestet d’ ar stuzegezh ren galleger. Ur ger uzet na zlefe ket bezañ amprestet gant brezhonegerion hep prederiañ un tammig.

Dre ober gant ur ger kozh evit ur ster nevez em eus marteze faziet.
Koulskoude, gant an emdroadur a oa bet degaset, gant un dornad tud e Breizh ar bloavezhioù seikont, d’ an darempredoù etre an dud ha d’ ar gwezhiañ denel, e oa bet tarzhet kombodoù ar stuzegezhioù kozh war ziemprañ ha lusket ur gwezhiañ denel pinvidik a-walc’h, a roe d’ ar brezhoneg ur vuhez n’ en doa bet morse en a-raok. Ne oa mui eus ar vuhezañ-se gant yezh ebet er vro evit gwir. Gant diorreadur ar gevredigezh veveziñ e veze kantet ar gwezhiañ d’ al labour. Ar brezhoneg a oa aet d’ ur benveg bevedel dispredet.
N’eo ket yezh an dud-se a emdroe hogen an dud a rae gantañ he lakae da gemm. Alese ma ne gemme ket ar gerioù eskoret er stuzegezhioù kozh, e veze graet ganto en eginoù ur stuzegezh nevez, edont endalc’het e ganedigezh ur bed nevez. Ledanoc’h e oa eget ar brezhoneg pe Vreizh.

An dachenn a oa bet prientet en etrebrezel gant an dud a oberias en-dro da Walarn. Troet o doa kein d’ ar stuzegezhioù kozh, restachoù ur gwezhiañ o vont da get, stuzegezhioù a gave o eztaol el luskadoù rannvroelour ha broadelour, troet davit an arc’hañ : roit dimp ar gwir da chom «Bretoned» en hon c’hornig eus Frañs. Ra virot pezh a chom eus yezh hon tadoù kozh, ra chomo warnomp ul liv «Breton» !
Gwalarn a lavaras Brezhoned omp peogwir e vennomp bezañ Brezhoned hag evel Brezhoned en em droomp davit ar bed. Al lennegezh ne oa nemet un deraouerez. Diouzhtu eo bet an dud war a bep seurt tachennoù an oberiañ, paouezet o deus da renabliñ an diforc’hioù hengounel («identelezh» ar yezhourion emdarzhek «modern») ha d’ o c’hwezañ. Paouezet o deus gant an arc’hadurioù lec’helour a oa frouezh ar sujidigezh d’ ar stuzegezh ren.

Tud ar bloavezhioù seikont o doa hep gouzout dezho ledanaet ar gwezhiañ emsavel brezhon d’ an niñvañ, pezh a rae diouer da Walarn.
Lod eus an dud-se zo en em gavet souezhet gant paourentez ar stuzegezhioù kozh pa ‘z int en em adkavet digenvezet enno da heul steuziadur ar stuzegezhioù nevez dre ziouer a werc’helaat…
Ar stuzegezh piaouel eskoret dre an niñvañ a oa aet ar pellañ ma c’helle hep bezañ rediet da gimiadiñ da vat diouzh ar stuzegezhioù kozh (boazioù, talvoudoù, bevañs…). An tremen d’ ur bed nevez a oa ur saviad enkrezus ha tenn, gouzout a reer pezh a goller ha n’ eo ket ar pezh a vo gounezet… An emzalc’h boutin ha yac’h zo bepred sujañ d’ ar stuzegezh ren.

Er stuzegezh ren aet da gozh ar c’henlabour en doa ur ster na oa ket hini kenlabourerion ar bloavezhioù seikont. Dister eo tonkad ar ger evit gwir, pezh a vern eo ar pezh a zo steuziet gant an distro d’ ar bed kozh ha d’ ur saviad rakwalarnek e Breizh. Distro eo muioc’h eget biskoazh ar rannvroelezh hag ar vroadelouriezh kozh. E-lec’h sellout ouzh ar bed e sell a-nevez ar Vrezhoned ouzh «Bretagne» ar stuzegezh ren ha pellaet eo ur wech ouzhpenn dremmwel un ober rezidek evit an denion.

Soñjal a ran em eus bet chañs. Kenkoulz all em bije gallet chom er-maez penn-da-benn eus ur prantad ken pinvidik ha plijadurus. Ne vern mard eo deuet da vezañ didalvoud er bed ma vevan hiziv frouezh an niñvañ tremenet. Moarvat eo bepred talvoudus evit tud all e stuzegezhioù all a eskor bemdez-Doue e Frañs hag er bed a-bezh.

gloar ar brezhoneg

Petra eo Breizh ? Ent devoudel n’ eo nemet ur broviñs eus Frañs. Ar gallaouegerion en goar mat tre pa zifennont ur rannyezh kar d’ ar galleg. Ar galleg a ra unvaniezh Frañs evel elfenn eus ar stuzegezh c’hall, un oberiañ eus ar gumuniezh denion ez eo bro Frañs.
Stummoù lec’hel zo d’ ar stuzegezh-se, a denn d’ an tremened, padal e reont bepred dave d’ ur stuzegezh-ren a-us da stuzegezhioù en em lakaet e gwazoniezh ar stuzegezh-ren. Stuzegezh ar begennoù a vije bet lavaret un nebeut dekvloavezhiadoù ‘zo.
Petra lavarout hiziv ? Ne c’haller ket mui komz eus begennoù hogen eus renerion.
Ar renerion a ren war an diriad bennozh d’o galloud, hag e ve a orin armerzhel, politikel pe stuzegezhel. Galloud a zo frouezh o gwezhiañ. Gwezhiañ brientek a denn da virout evito holl dachennoù ar gwezhiañ denel ha da gantañ gwezhiañ lod brasañ tud o «c’humuniezh» d’ al labour.
Ar begennoù a oa diorreerion ar stuzegezh dre o fleustr sevenadurel, dre ma bukent d’ an denelezh.
Dispredet e oa an termen pell a-raok an 19vet kantved endeo, ha koulskoude eo bet arveret en emsav brezhon betek an ugentvet kantved.
Seurt handerc’hañ, kealioù kenderc’het diwar vruzun an tremened, a dalvezas da bleustriñ ur stuzegezh diles, egin ur stuzegezh vrezhon a vefe tu da lavarout. Daveiñ a rae d’ un amzer aet da get.
N’ eus ket kalz a dud a vefe a-du gant seurt ragach avat. War-lerc’h Gwalarn ha luskad brezhon derou eil hanterenn an ugentvet kantved ez eas an emsav brezhon d’ ur bruzunadur a luskadoù brezhonek, ha kenderc’hadoù an emsav zo aet da furmoù lec’hel ar stuzegezh ren (brezhoneg, gwenn-ha-du, skrivañ, embann ha kelenn e brezhoneg).

Hevelebet eo bet stuzegezh ha yezh, sevenadur ha stuzegezh.
Dilezet eo bet keal ar stuzegezh diles o soñjal e c’haller tizhout ar sevenadur a hiniennoù, ha perak ket dre gefleuniañ pep hini e garantez ouzh ar brezhoneg nemetken pe dre ul labour war ar brezhoneg, pe dre arc’hadurioù dibolitikaet.
Eus frouezh ur stuzegezh diles e teue ar yezh da vezañ orin ur stuzegezh diles ? Ar yezh a c’halle bevañ, diorren, er-maez eus nep kumuniezh denel, hepken dre youl un nebeut hiniennoù bet o dilested a-berzh n’ ouzer ket pe zoue o tennañ ar sifelennoù kuzhet tu bennak e bolz al leurenn.
Pep hini zo lipr hiviziken d’ ober pezh a gar eus ar brezhoneg.
N’eus ket da dortal avat, labourioù talvoudus zo graet ha tud a gomz brezhoneg bemdez. Nag ur chañs o deus. Na galonek int. Padal, a-benn kantvedoù e chomont en ur bed galleger. Binvioù ar stuzegezh c’hall zo dereat kenañ. Arabat mouzhañ ouzh e blijadur.

Tud Gwalarn o deus kaset o labourioù da benn diwar truilhoù ur stuzegezh ha krediñ a raent adreiñ d’ ar stuzegezh-se ar binvioù ret da vleuniañ a-nevez. Aet int da glask pinvidigezhioù e teñzor an truilhoù hag o lakaet da werc’hañ en o labour. Troet o deus kein d’ ar stuzegezh ren, pe kroget o deus d’ en em zieubiñ ent oberiant eus ar stuzegezh ren.
Hepto e vefe eus Breizh nebeut a draoù hiziv ha ne vije ket bet eus ar folklor truezus, hogen plijadurus evit kalz tud, a anavezomp hiziv.
Gant ar framm SADED-PREDER-EMSAV, eo bet dedalvezet labour Gwalarn d’ un egin a gumuniezh.
Pa lavaran seurt tra e c’haller soñjal ne oa ket kalz a dra. Sur eo, frouezh un handerc’hañ a ouenn gant hini Gwalarn e oa. Bez e oa avat. Gant ar frammoù-se e veze dizoloet petra e oa ar stuzegezh ren ha penaos ne vezer ket tonket da blegañ outi, pe kentoc’h d’ ober ganti. Hag ur souezh e oa gwelout ken nebeut a dud da gas ur sammad bras a labour ne oa ket barrek aozadurioù frañses kalz brasoc’h da ober. Ha dreist holl ez ae war-raok er-maez penn-da-benn eus kenderc’hadoù ar stuzegezh ren, zoken ma tiwane er stuzegezh-se. Tremen a raed d’ un arlez gouzañvat d’ un arlez oberiat, boulc’hañ hent ar politikaat.
Tro a oa da skoulmañ darempredoù gant tud, gant danvezioù, gant kealioù. Un niñvañ a oa.
Ar brezhoneg a oa benveg ur gwezhiañ rezidel, hent ar sevenadur hag egin ur stuzegezh diles.
Echu ar birvilh eo marvet ar buhezañ diles. N’ eo chomet nemet labourioù e maezienn stuzegezh ren Frañs.
Ar brezhoneg n’ eo mui nemet yezh un nebeut tud a zo o stuzegezh ar stuzegezh ren. An dud a bled gant ar brezhoneg n’ int mui nemet izili eus ar stuzegezh ren hag ar brezhoneg n’ eo mui nemet un danvez studi pe gelenn, pe gwashoc’h un danvez labour. Gwashoc’h peogwir al labour a bella an danvez diouzh ur gwezhiañ denel pinvidik evit e gantañ e-par ar bevedel hepken. Skriverion ha n’ eo ket skrivagnerion da skouer, eleze labour perzhek moarvat hogen labour, lod bevedel ar gwezhiañ denel. Skrivañ dreist-holl evit padout. Bevañ ha n’ eo ket buhezañ.
Ar brezhoneg n’ eo mui komzet nemet evel strobad rannyezhoù eus stuzegezh Frañs a-live gant rannyezhoù ar c’humuniezhoù liesseurt a bobl ar vro. Hag evel rannyezh eo tonket da vont da get pe da dreiñ d’ un diduamant evit korrgumuniezhoù Frañs, pe d’ un danvez studi evit yezhkarourion ar rannyezhoù-se ken kaer ha pinvidik gouez d’ an holl.
Da geñver ur preder brezhon da skouer e tenn an traoù da vont war zisteraat.

Gant Gwalarn eo kreizet ar striv war ar yezh hag an disoc’h n’ eo ket dister, ha kement-se diwar goust buhezioù an dud (beved) hogen e gounid ur buhezañ diles. Padal e weler kealiadurezh an dud o vont da heul ar stuzegezh ren. E-barzh skridoù Drezen da skouer ez eus un hekleviñ d’ ar chaovinegezh c’hall e rez al letonenn. Pa lop war Frañs eo evit difenn ur Vreizh advrezhonekaet, un dreistFrañs un tammig, a vefe barrek da argas an alouber hep skoazell an estrenion. Breizh zo gwan peogwir ez a da c’houlenn an aluzen digant Frañs en e soñj. Breizh ne adsavo nemet diwar e labour. Padal n’ eo ket a-enep ober gant frammoù Frañs evel ar skolioù hag o skolaerion…
Hiziv eo ar sioù-se a chom eus mare Gwalarn. Digarez an dud zo lavarout hon arc’hant eo, an hini a roomp d’ an telloù ? Paeañ telloù da Gaezar zo reiñ galloud dezhañ. Goulenn skoazell digantañ zo reiñ galloud mac’h daou dezhañ, bezañ div wech sujet dezhañ. Kement-se a oa bet merzet ha dezrannet gant SADED-PREDER-EMSAV en eil hanterenn an 20t kantved.
Goulenn arc’hant digant Stad Frañs zo mont diouzh ar stuzegezh ren, hini Frañs. Ha n’ eo ket soñjal chom gant stummoù boas ar stuzegezh ren evit dedennañ tud. Hag evit o lakaat d’ ober petra, pezh a reont mat-tre e galleg ?
Edo an emsav brezhon war an hent da zistremen an dislavar stuzegezhel a oa amparañ ur stuzegezh diles en ur vezañ eus ur stuzegezh kozh. Skuizhus al labour, hogen pinvidik.
Ha hiziv, petra a reer ?

minorelezhioù

Degemeret ’m eus ur valad digant ur vediaoueg a zivout un diskouezadeg «Clichés en tous genres – homme, femme, autre»

Soñjal a ran ez eus anv aze eus minorelezhioù, ha minorelezhioù oberiant, gant an aozerion, ha ma vo anv eus oberennoù kalz digoroc’h hag hollveziadeloc’h, e vo sachet an traoù war dachenn ar vinorelezhioù ha n’ eo ket war dachenn an hollveziadelezh.

Difenn ar minorelezhioù ? Ya met pere ha penaos ? Hag ez int minorelezhioù pe vrientinion ?
Hag ez eus anv da grouiñ ur bed kaeroc’h pe hag ez eus anv da arc’hañ evit bezañ degemeret e-kichen ar minorelezhioù brientek a ren war ar seurt bed divalav ma vevomp ?
Divalav eo evidon hogen dedennus meurbet evit un niver mat a vinorelezhioù.

Hag e ren an difreterion vreizhek un obererezh dieubus evit an denelezh, pe ha ne reont nemet arc’hañ evit ma ve o dibarderioù degemeret gant ar vrientinion ?

Pa niñv Brezhoned, pe Heñvelreviaded, pe Yuzevion evit pinvidikaat an denelezh en em gavan en o c’hichen. Padal pa glaskont terkañ un tiriad, ur bastel eus ar galloud da verañ ar bed evel m’emañ, dorn ouzh dorn gant ar minorelezhioù vrientinel a ver ar bed, e teuont da vezañ ken noazus hag an holl vinorelezhioù o deus renet war ar bed en anv o brientoù. Dre hennad, dre orinoù gwengelel (gouenn, orin doueel, spered dreist…), e ren ar minorelezhioù brientek hag ar minorelezhioù oberiant a suj outo evel m’ en em lakae an dudjentil e gwazoniezh un Aotrou a-berzh Doue.

Ne glaskan ket gourlakaat ouzh an dud va arver eus ar brezhoneg. Ne arc’han ket a-enep an dispriz lakaet war dud va metou, ar milmilion a dud-se er bed direnet d’o labour hepmuiken. Ne glaskan ket ul lochenn ma vo tro da vrezhonegañ pe da baboriñ e peoc’h dindan gwarez ar vrientinion ?
An holl dud a glask tostaat ouzh ar minorelezhioù brientek o ren war ar bed zo tonket da gemplegañ d’o stuzegezh drastus evit an denelezh, drastus evit ar minorelezhioù oberiant o-unan.

En hevelep mediaoueg ma reer an diskouezadeg er mare-mañ on bet da gemer perzh en ur veilhadeg. En emvodoù da brientiñ al labour em eus bet tro da gomz a-zivout ur marvailh a oa bet kalfichet gant ur sorbiennour. Ne zalc’he ket kont an den eus danvez ar sorbienn. Ur sonerez a son en ur stroll festoù-noz a abegas din e c’heller ober pezh a garer peogwir eo hengounel… Mo’ se ’mañ an hengoun.
Penaos e c’hell an dud-se kaout ur seurt dispriz ouzh ur stuzegezh pobl ?
Hekleviñ a ra ouzh respont ur sorbiennourez all a zisplegen dezhi e oa ar sorbienn a ginnige deuet d’un diduamant dister pa oa en he orin ur sorbienn afrikat pinvidik e zanvez : n’eus ket a aozerion d’ ar marvailhoù neuze e c’heller ober pezh a garer ganto a lavare hi, hep selaou pezh a lavaren.
Evit gwir ne ra an dud se nemet plegañ d’ ar vrientinion o tilezel danvez an oberennoù a bleustront, treveziñ ur stuzegezh arall ha disprizout un arz andoniek evit degemer ar furmoù arzel disleberet pasket dezho.

Pezh a hetan n’ eo ket bodañ tud eveldon da zifenn gwirioù na ’m eus ket, pe mont e barlenn ar re na anavezont din gwir ebet, hogen digeriñ d’ ar bed.
An dud a ra o boued eus ar stuzegezh pobl n’o deus da stur nemet o lazioù hag o flijadur. Ne veizont ket an oberennoù evel arz, evel stuzegezh, pe neuze e veizfent eo bet savet an sorbiennoù-se gant tud, arzourion a viliadoù dre ar bed, peadra da vezañ doujus, uvel, ha da gaout c’hoant da c’houzout muioc’h.
Renerezh ur vediaoueg all a lavare din e veze degemeret ar stuzegezh pobl ha skoaziadennet gant emframmoù tiriadel Frañs. Evit gwir e komze eus ur gevredad a ginnige sonerezhioù a orin poblek advalet gant an arz ensavadurel, skarzhet eus o danvez pobl a oa re lous emichañs evit bezañ degemeret er stuzegezh ren.

Ar minolerezhioù ne zeuont da vezañ dañjerus nemet p’ o deus ar galloud politikel hag armerzhel, evel Stad Israel a c’hell lazhañ izili eus ar boblañs palestinat, evel ma vefe konikled, war diriad ar pezh a zo bet goulezet dezhi eus he bro. E Siria e lazher poblañsoù a-bezh… Pep hini eus ar galloudoù-se a lavar ober un enepstourm kenfeur d’ an dagadenn (riposte proportionnée) !
N’eo ket kempar d’ar saviadoù pe d’ an darvoudoù avat, hogen d’ an aon a zo hini ar minorelezhioù brientek. Ur wech kemeret ar galloud e chomont minorelezhioù pezh a ro neuze da gompren o feulster. Bresk eo o galloud dirak ar yoc’hoù a vennont mestroniañ ha prest int da lazhañ evit mirout o brientoù.
E Frañs, en un doare hengounel e kas ar Stad e soudarded a viliadoù da zilojañ un dornad paour kaezh tud evit diskouez e gigennoù, ha reiñ d’ an holl dud dizesk meret gant ar Stad da c’houzout piv eo ar Mestr.
Lu ha mantrus eo lazhañ ha mac’hagnañ tud, pe kemer ar riskl d’ ober, evit ken nebeut.
Al loened ne gredont ket ober kement kenetrezo. N’ eus nemet an denion a ver an dud hag ar chatal evel-se.

Gwell pukañ d’ ar bed eget difenn brientoù. An doare nemetañ eo da vezañ denion diles.
Perzhiañ er bed a-gevret gant tud n’o deus da stur nemet o brientoù, plegañ dezho war zigarez ober berzh, zo kenkoulz ha ledañ er yoc’hoù o c’healiadurezh vrientinion, kreñvaat o galloud ha kenduiñ gant o leviadurezh a vac’h ar yoc’hoù e tachennoù strishoc’h strishañ eus ar gedvuhez.

Ne hañvalomp ket tostaat ouzh un araokadenn vras diouzh an darvoudoù c’hoarvezet en deizioù-mañ. Dispis a-walc’h ez hañval bezañ meneg ar minorelezhioù.
Kammedoù bihan zo bepred mat d’ober avat, paneve nemet pellaat diouzh ar minorelezhioù ren e pep keñver.

an dibareg

Un darvoud, pegen bihan e vefe, mennet pe get gant an oberour (gwezher), zo ennañ e lod a hollvedegezh, munut marteze, diheverzh, hogen a c’hellfe devoudañ un hontkenderc’hañ.

A-wechoù, e-lec’h klevout an hontkenderc’hañ ne daoler pled nemet ouzh ar c’halvezañ, ouzh dibaregezh an darvoud. (Ober a ran gant klevout evit merkañ n’ eo ket alvezel an hontkenderc’hañ. Hag eo azas ar ger ?)
Miret e vo arlivioù lec’hel, henvoazel, askenderc’het ur yezh, sellet evel dibarek, hep gwelout e c’hell he lod a hollvedegezh bezañ aet da amparañ doareoù all bev hiziv an deiz hag azasoc’h ouzh ar bed ma vennomp buhezañ.
Dalc’het e vo d’ ur furm kozh, a zo risklet en anistor, e grignol an istor, hep e veizañ en emdroadur ar yezh, hep gwelout barregezhioù hollveziadekaat ar yezh a-vremañ, hep e lec’hiañ en emdroadur ar bed, e-barzh niñvañ ur gumuniezh denel bev.
Ur meizadur eus an istor eo, meizadur anistorek leal.
Seurt meizadur a ra eus ar brezhoneg ur rannyezh eus kornog Frañs dindan beli ar galleg degemeret da yezh a sevenadur nemetañ gant rannyezherion vrezhonek.
Ar re a glask sevel ur yezh pobl hiziv, ur parlant «hollveziadek» n’ o deus evit gwir keal resis ebet eus ar bobl, eus ur gumuniezh tud, eus an istor. Dave a reont d’ ur bed a zo bet evel ur skeudenn gozh karet eus tud n’ o deus ket anavezet.
An istor zo evito un heuliad darvoudoù bet kaset da benn dre youl hiniennoù, elfennoù dibarek a stagont kenetrezo dre youl o from, o angerzh. N’ eus evito nemet hiniennoù eus ar vrezhonegerion, an hinienn ez int o vezañ e penn ar re all o reiñ e ali hiniennel, mouezh e drivli. «Pep hini zo libr». Frankiz ar re varv eo se, frankiz ar sujidi pe ar sklaved, bevañ ha n’ eo ket buhezañ.
Merañ a reont ar yezh evel ma vefe un danvez neptu, ur c’halvezad eus ar boutinañ. Merañ a reont ar vuhez evel ma vefe alvez ha beved : chom bev ha merañ kalvezadoù.
O yezh, o fobl, zo mojennek, un handerc’had, un c’halvezad hep buhez. Dal int d’ an istor pa ne reont nemet amprestañ «kealioù» digant stuzegezhioù estren dezho evel traezoù. Ne reont nemet dedalvezout kealiadurezh ur stuzegezh a c’houzañvont muioc’h eget ne berzhiont enni.
Penaos emouezañ ouzh ar bed pa vezer en anistor, destuziet ?

Hag e c’hellfe bezañ un hent aesoc’h da adkavout an istor ? Ne gav ket din. N’eo nemet pouezh ha gwered ar stuzegezhioù beveziñ. Moarvat emañ ar stuzegezhioù beveziñ en hil ar stuzegezhioù hollveliour.
Spontus eo galloud ar renadoù hollveliour war ar yoc’hoù. An hevelep pouezh a lakaont war an hiniennoù ha frammadur ar c’hampoù bac’h pe ar sklaverezh. Divarrek eo an hinienn enno keit ma ne dec’h ket diouzh galloud ar gumuniezh ren, keit ma ne sav ket e gumuniezh digor war an hollved.

Pegen dister e vefe avat, pep darvoud denel zo en hollved.
Chom e c’hell e hollvedelezh er par galloudel, pe amparañ ur c’halvezad dibarek a zoug e sammad hollvedelezh a-raok na vefe bet merzet, meizet, niñvet.
Bez e c’hell, avat, bezañ devouder un hontkenderc’hañ ha degas buhez, seveniñ bed…

A-wechoù e c’haller tremen hep an hontkenderc’hañ ha kemer da zremmwel ar c’halvezañ, dibaregezh ar c’halvezad, ha krediñ ent leal kavout ennañ an hollved.
Ar bed ne vefe neuze nemet dastumad ar c’halvezadoù dibarek lakaet kichen ha kichen en o lieselezh. War ar skouer-se e vo miret holl arvezioù lec’hel ha tremenet ur yezh, yezh dalc’het evel kalvezad, dastumet en anistor grignol pep hini, hep keal eus emdroadur ar yezh a-unan gant emdroadur ar bed e maezienn ar vuhez.

Techet eo pep hinienn digenvezet er yoc’h da dreiñ kein ouzh amparadur ur gumuniezh denion a emdro gant ar bed. Yoc’hekaat poblañsoù ar bed a zistruj barregezhioù an denion da amparañ kumuniezhioù istorekaus.
Petra a c’hell kavout un hinienn repuet e-barzh he c’hrogen-c’hrignol kollet en un yoc’h-yod disneuz ? Netra nemet an eurvad hag ar marv.

eost

Ar primeoster, paotr hegarat ha ki-labour, a lavare din e oa ar re gozh evel ar vugale vihan, gwan ha bresk. Ret e oa ober war o zro evel war dro ar vugale vihan.
En ur maladur eus an ankoù paeron, an ankoù a respont da c’houlenn e gomper a-zivout ar gouleier un dra damheñvel. Bresk ha gwan eo gouloù ar re-gozh ha ret eo ober war o zro, o frederiañ evel bugale.
Diaes eo da empentiñ en ur bed ma ‘z a pep hini diouzh e du, lakaet da grediñ ez eo eñ an hini nemetañ barrek war ar pezh a ra, evel soudarded un impalaeriezh a gred pep hini kefleuniañ al labour ken prizius fiziet ennañ gant an impalaer, gant ar ouenn.
Gwazh a se d’ar re vlin !

Dic’hallus eo resisaat petra zo prizius er pezh a reomp, pezh a ra da bep hini krediñ ez eo eñ kreizig-kreiz an denelezh ? Ha n’ eo ket aze azonoù ur gevredigezh diempret, ur gumuniezh tud aet da yoc’had ma vrein pep hinienn stishaet e ved d’ al labour, beved hag alvez, traken ?

Kaer eo mousc’hoarzhoù ar re gozh e drama ur denelezh na oar mui petra eo un den. Trehontiñ ez int, trec’h war ar skiant voutin a ra eus ar re-gozh boued an ospital, trec’h war ar beved a ra anezho kelanoù daleet.

Klañv on, kozh, kement-se on bet da viskoazh, kollet e-kreiz ur yoc’had a vlej, a c’hoarzh, a red evel loened gouez dindan gwask ur jabadao sonet gant loened ambilh ur sterniad aet diroll.
Mervel a ran rak bezañ kutuilhet mousc’hoarzhoù ken soutil, kened berrbad ha stank.

kultur

E-barzh Telerama n° 3538, ez eus ur pennad berr entitlet En Andalousie le flamenco traverse les générations, gant Emmanuelle Bouchez, ha skrivet e lizherennoù bras e-kreizh ar bajenn : LA DICTATURE C’EST FINI !

Anv ez eus dreist holl eus ar flamenko er salioù abadennoù kefridiel.
Ar frazenn e pennlizherennoù a dennfe da hevelebiñ an henvoaz ouzh renad Franco… Fent emichañs ?

Un digarez eo bet evidon da brederiañ war ar geriaoueg.
Petra a dalvez evit an aozerez hag evit ar gorollerion ar gerioù «tradition, folklore, art, modernité…» (henvoaz, folklor, arz, arnevezelezh…)

Evit gwir e komzer eus ar c’hultur, hini ar stuzegezh ren europat a c’heller arvestiñ e galvezadoù e salioù c’hoariva Spagn ha Frañs. An arnevezelezh eo.

E nep lec’h ne reer anv eus un arz pobl hogen eus un henvoaz.
Zoken un arzour kozh bet aterset a gomz eus an henvoaz.
Petra a c’hellfe ober a hent all pa ‘z eo gourlakaet gant ar stuzegezh ren ez eo ar stuzegezhioù pobl henvoazioù sonnet eus un tremened a oa ken sonnet all.
Ar vuhez a grog gant diorreadur ar greanterezh…
Kalz tud a gred e krog an istor hag ar bed ganto.
Evel morianed Amerika a oa bet adkemeret ganto e barzhoniezh ar plantadegoù ar c’hlichedoù ledet gant ar vourc’hizelezh gwenn amerikan war o divoud, Andalouziz o deus degemeret d’ o hini ar c’hlichedoù spagnat war o stuzegezh.

Ar pezh a reont henvoaz anezhañ zo bet arz bev a-raok bezañ distrujet gant an destuziadur deuet gant ar stuzegezh ren.
Pezh a ranker mont da glask en arz tremenet n’ eo ket furmoù da ziduiñ an arvesterion hogen ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ a zo bet en o orin, a oa diziouerus d’ar stuzegezh pobl, evel da nep stuzegezh, da berzhiañ er sevenadur ha da ziorren ur vuhezañ diles.
Zoken disleberet ur stuzegezh e chom en arz roudoù eus buhezañ an dud o doa he amparet.
An nevez-korollerion flamenko ne reont nemet degas e koroll kempred ar stuzegezh ren furmoù kozh sonnet ar stuzegezh pobl. Evito n’eus ket eus ur stuzegezh pobl p’ o deus treuztiriet en arz ar stuzegezh ren. Askenderc’hañ a reont an troc’h a zo c’hoarvezet etre stuzegezh pobl ha stuzegezh ren
Dont a reont eus ar bobl emezont. Padal o labour n’eo ket hini Picasso gant an arz afrikat. Picasso ne lavare ket e oa an arz afrikat er bed arnevez. Ne lavare ket dont eus Afrika. Tostaat a rae e vicher ouzh furmoù un arz na oa ket beuzet e-barzh pompadoù ha klichedoù ensavadurel an arz kornogat. Arzour e oa er stuzegezh ren kornog-europat.
Siwazh evit an arzoù o tont eus ar stuzegezhioù pobl europat, an dud a embann bezañ nevesaerion an arzoù eskoret eus ar stuzegezhioù-se a ziazez er stuzegezhioù ren estren dezho.

Diazezoù solut ha pinvidik zo d’ ar stuzegezh pobl : bezañ tost ouzh an dud hag eskoriñ war ar prim. An arz flamenko evel pep arz pobl a zo steuzidik, pinvidik e gennotadurioù, maget gant pemdez an dud ha gant o spioù, o iziunadoù, o finvezhioù.
Diaes tre eo da empentiñ pa vezer en ur stuzegezh yoc’hek a vag an dud gant klichedoù chaoket hag adchaoket na reont nemet derc’hel ar poblañsoù dindan galloud ar stuzegezh ren diorreet er-maez o c’hrap hag o femdez.
Ar stiradoù pellwel zo ur c’has dispan a batromoù stuzegezhel ren ma veuz skiant vat ar bobl.

Dalc’herion ar stuzegezh ren ne fell ket dezho eus ur stuzegezh pobl oc’h emdreiñ, bev, er mare-mañ hag er stad m’ emañ Kornog Europa da nebeutañ.
Ar re a fell dezho lakaat ar flamenko, pe ar sorbiennoù e renk an arz, a glask evit gwir lakaat o c’halvezadoù e renk ar stuzegezh uhel (high culture). Pell a ziorren ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ diles e sevennont kalvezadoù kefridiel, o kemplegañ da nevid ren ar c’halvezadoù arzek. (Labour Luzel zo ur skouer all eus seurt argerzh, embann e galleg.)
Moarvat e c’hounezont a fet kalvezerezh ha neuze resisted o labour, pinvidigezh geriaoueg o micher, hogen ur c’halvezerezh amprestet ha n’eo ket diles eo, sevenet e langaj ar stuzegezh ren (koroll, arz, ha yezh).
Seurt gounid ne c’hell ket kempouezañ ar c’holl bras a reont war an nesaegezh, an dihanteradegezh etre ar buhezañ hag ar c’halvezañ. Hag e tizhont mont pelloc’h eget ar c’halvezañ e seurt plegenn ?

Hervez ar rumennoù savet gant Hanna Arendt evit studiañ ar gwezhiañ denel e c’heller lavarout e koller war dachenn an niñvañ hag e pellaer an arz diouzh e berzhioù buhezel evit e gantañ d’ al labour, eleze d’ e berzhioù bevedel hag alvezel.
Ar c’horoller meneget er pennad a vir eus Don Kic’hote e dokarn hag un tamm eus e houarnwisk ha ne ra anv ebet eus nesaegezh skridoù Cervantes ouzh ar stuzegezh bobl hag ouzh pemdez tud ar bobl trevezet ha goapaet gant an noblañsoù, ar vourc’hizion hag ar berc’henned douar.

Evel an holl arzoù pobl ez endalc’h ar flamenko perzhioù a steuz war leurennoù ar c’hoarivaoù. El lec’hioù-se e tenn da vezañ ken aner hag an abadennoù evit touristed kasaet gant koroller ar pennad.

Kefredourion Europa dirak an abadennoù flamenko arnevez zo kevatal d’ an douristed dirak an diduamantoù kinniget dezho er c’hafedioù, bevezerion ha bevezerion.

Kement-se ne dalvez ket ez eo pep tra da deurel.