tasmant Tonton Yann

tonton-Yann– Stanket eo ar straed a gas d’ an tuva.
– Sell, ul lec’h a chom dirak, war-du penn ar straed.

Tuet o deus ar c’harr war al lec’h dieub. An treizher a yeas er-maez d’ ober ur c’hefridi na gemerfe dezhañ nemet un dek munutenn bennak keit ma chome er c’harr ar blenier da na dalañ ar mizoù tuañ.
– Hop ! Hop  ! Hop ! Deport ! A lavaras ar blenier.
Penn un diskeladeg a zifourke war al leurenn vras e penn ar straed.
– Petra eo se ?
War ar flammenn douget dirak an dibunadeg e lenne a-enep ar moustrerezh, e galleg. Skrivet e oa ivez e lizherennoù gresian hag arab.
Diouzh o a-dreñv e teuas ur marc’htaner a ‘r polis. Chom a reas a-sav e-kreiz ar straed en o c’hichen.
Ugent metrad dirazo an diskelerion a dreuze da vat al leurenn da vont gant ar bali.
Trum e sailhas un den yaouank eus an diskeladeg ur boned sanket war e benn ha kuzhet e zremm gant ur c’hefie. Heuliet e voe prim ha prim gant unan all, neuze un trede, ur pevare, gwisket holl eveltañ. Kerzhout a raent davit ar marc’htaner.
Sur a-walc’h ne oa ket da ganañ lalla dezhañ.
Ar marc’htaner a reas un hanter tro gant e venveg, sioul, evel er skol-vleniañ, ha kuit war e bouezig.
Ar baotred a zistroas neuze davit an dibunadeg. Diskouez a raent bezañ dipitet un tamm.

– Gwelet ‘c’h eus al lakepoded-se. Pevar enep unan ? Petra a felle dezho ober. Gwir laeron avaloù anezho. Louzoù a-enep seurt kleñved hon eus er c’harr.
Harpet e oa an den ouzh an nor digor, el lec’h ma oa chomet en e sav da arvestiñ ouzh an darvoud. Stouiñ a reas a-us d’an azezenn, dastum tennoù a oa war al leur, kemer ar fuzuilh chase a oa ganto, ha lakaat e-barzh daou denn.
– Petra a rez ?
– Pevar enep unan ? Emaon o vont da gelenn dezho ar vuhez.
Ha dao, bizañ kempenn, tennañ, div wech. Div wech d’ ar pal.
Pignat a reas er c’harr.
– Hopala ! Skarzhomp ! Goustadik paotr ! Beajourion omp. Hanter dro hag ar straedig a-zehou.
Un dek metrad er straed o deus graet.
– Chom a-sav.
Mont a reas da zastum ar prouennoù er c’houfr.
– Eomp gant ar c’hae e penn ar straed-mañ ha d’ ar gêr.

War ar c’haeoù e oa stank an hentred en abeg d’ ar straedoù aloubet gant an diskeladeg .
– Gwelet ‘ch eus penaos o deus lammet evel diaouled. Dao, da bep hini ur revriad. Dispar ! Heuliet ‘m eus alioù Fañch evit ar pellder. Graet eo bet mat e dennoù gantañ. Droug a-walc’h o devo met ne vo gloazet nemet o enor.
Dirollet int da c’hoarzhin.
– An degouezh evit arnodiñ labour Fañch e oa.

Droug spontus a oa bet gant an diskelerion tizhet o revr. Ne gomprenent ket pezh a c’hoarveze ganto. Redet o deus. Treuzet o deus an diskeladeg en ur vountañ an dud yaouank a huche Ket, ket, ket a voustrerezh.
O daou gomper o deus o heuliet hep kompren perak e oa tremenet an daou all e-biou dezho en ur redek.
Chomet int a-sav war ar riblenn straed harpet ouzh mogerig al liorzh. An daou baotr tizhet o deus tennet o bragoù da welout an droug a oa bet graet d’ o revrioù a loske dezho.
– Petra a welit ? Petra a welit ?
– Ho revr !
– Ha graet eo bet un toull ?
– Un toull ez eus gwir. Aze emañ a bell ‘zo a gav din.
Mirout a rae an arvesterion a c’hoarzhin. Tud all a groge da dostaat ouzh an daou zen o revrioù dispaket d’ ar pevar avel.
– N’eo ket poent farsal. Ha don eo ar gouli ?
– Tennet eo bet warnomp a gav din.
– Kignet eo ho ler war-c’horre. Ne ziwad ket avat.
– C’hwi zo kouezhet war ho revrioù ?
Daou zen koshoc’h zo tostaet.
– Petra a c’hoarvez ?
– Tennet eo bet warnomp.
– C.R.S.ed o deus klasket hon lazhañ.
– Tennet o deus war an diskeladeg ?
– Nann, ni a oa o vont er straed all.
– D’ ober petra ?
– Ur marc’htaner a ‘r polis a oa aze e-unan.
– Gast, diskouezit din ho revr.
– Arabat kaout aon, emaon o vont da douch ouzh ho revr.
Un den kozh a dremenas e viz war revr unan eus ar gloazidi da zastumm un doare c’hwezh a oa.
– Sell ta ! Holen glas.
– C’hwi zo bet tapet giz gwechall neuze. Tennoù holen glas.
– Souezhus eo ?
– Sell Charlez. Da grediñ e oa ur c’houer bennak dre aze da ziwall e avaloù.
– Ya, tonton Yann en doa bepred tennoù holen glas en e gichen pa oa azv ar frouezh.
– Bugale, tapet hoc’h bet gant tasmant tonton Yann. Un enor evidoc’h !
– Droug a ra, ya. Ret dimp mont d’ ar c’hlañvdi.
– Poreadur a vo ma ne reomp netra.
– N’ hoc’h nemet kignet ho ler, graet e vo goap ouzhoc’h.
– Bezit dichal ! Pezh a zo mat da virout kig ar moc’h a vo mat da virout kig ho revr.

Toutek e oa an daou baotr.
Droug revr zo bet ganto a-hed daou zevezh leun, peadra da greskiñ o c’hasoni ouzh ar fliked pa ne gredent tamm e distro tasmant tonton Yann.
Daoust ma vinc’hoarzhe bepred o selaouerion pa zanevelle ar gañfarded o c’hur o doa gounezet o rez a henvrezelourion.

Paotred ar c’harr zo distro d’o buhez pemdeziek, pell eus ar gêr vras, eürus bras a vezañ adkroget gant ur sport o vont da goll. A-walc’h zo gant nebeut da laouena ar re-gozh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.