Lennet ‘m eus ur pennadig war Acrimed, les sondologues piliers de l’éditocratie, keit m’edon oc’h adlenn Hannah Arendt. Condition de l’homme moderne (The human condition 1958), ha ma oa anv er skingomz eus ur warell ramzel a rofe tro da welout en empenn traoù na oant bet morse gwelet c’hoazh.
E skrid Acrimed e soñjan ne c’haller ket komz eus kealiadurezh a-zivout ar sontadourion. Emañ an dud-se o gwezhiañ er stuzegezh ren. Darempredet o deus an hevelep skolioù, an hevelep metou, an hevelep embregerezhioù hag an hevelep tud. Aes eo neuze merzout er pezh a genderc’hont evit an araezioù kehentiñ yoc’hek (resisoc’h eget mediaoù arveret da heul ar galleg médias a denn da voutinekaat binvioù a zo pell a vezañ dinoaz) ne dalvez ar binvioù a arveront nemet da reiñ ur skeudenn eus ar bed a glot gant amkanioù piaouel d’ ar stuzegezh ren.
An dud-se zo hiniennoù o deus pleget d’ ur framm armerzhel na c’hell padout nemet ma ‘z eo divarrek an dud ennañ da welout pelloc’h eget ar sifroù.
An dud-se n’ o deus na amezeion, na vignoned, n’ emaint ket en ur gumuniezh denion.
N’ o deus ket amzer da goll, stummet int bet d’ ober berzh, hag evit ober berzh eo ret dezho daremprediñ pennadurezhioù ar stuzegezh ren, heuliañ sturioù ar stuzegezh ren.
Ma klasker o lerc’hiañ en driad «beved, alvez, buhez», n’ o deus ket kalz a vuhez. O dezevout, o gwezhiañ, zo e-par an alvez.
Ne c’hell ket bezañ e giz all.
Pezh a zo pouezus neuze n’ eo ket diskuliañ an darvoud hogen merzout ez eo un darvoud ha diorren ur pleustr all ha dezrannañ ar pezh hon eus ni lonket eus ar stuzegezh ren, ha kement-se adal ar gavell.
E-barzh levr Hannah Arendt e lennen: La conception astrophysique moderne, dont les origines remontent à Galilée, et qui met en question l’aptitude de nos sens à percevoir le réel, nous laisse dans un univers tel que nous ne connaissons de ses qualités que la manière dont elles affectent nos instruments de mesure, et, comme dit Eddigton, « nous connaissons les relevés, non les qualités. Les premiers ressemblent aux secondes comme un numéro de téléphone à un abonné». En d’autres termes, au lieu des qualités objectives, nous trouvons des appareils, et au lieu de la nature de l’univers – pour citer Heisenberg – l’homme ne rencontre que soi. »
Ar paotr er skingomz a roe pouez ha ment ar warell ha penaos e vefe gwelet traoù ken bihan ma ne c’hell den ebet o gwelout. An den a ouie en a-raok pezh e oa mennet da welout hag e welout a rafe dre hanterouriezh ur benveg savet da welout pezh a venne gwelout na welfe morse gant e zaoulagad.
An tri pennadig-mañ o deus da welout gant lec’h ar sifroù er stuzegezh ren, sifroù roet gant binvioù, n’ int ket muioc’h an natur eget ur skeudenn. Padal e c’hallo ar re a bleustr warno klask o gourlakaat d’ an natur ha d’ ar vuhez, betek ma klotimp holl gant ar skeudenn tres-ha-tres.
Un deiz e vo ganin tres dik va niverenn bellgomz hepmuiken, pe forzh pe niverenn gourlakaet din gant poellgor sturiañ an ijinenn veur.