En un digoradur d’ un adembannadur da levr sorbiennoù Cosquin e skriv Nicole Belmont ez eo anienel d’ ar sorbiennoù bezañ loezel en o maladurioù liesseurt (p. XIV ha XXVII)
Ne gav ket din e vefe aze ur perzh eus ar sorbiennoù.
Ur sorbiennour arroutet a oar ez eo al loezoù devoudet gant micher re skort ar sorbiennour, pe gant un darvoud er-maez eus armerzh ar sorbienn, skuizhnez ar sorbiennour, ur selaouer a gomz, un den a dremen, un nor a zigor trouzus d’ur pred kizidik…
Mar o dije an dastumerion labouret spisoc’h, startoc’h, mar bijent aet da selaou meur a wech ar sorbiennour, ma ne vijent ket tremenet dre hanterourion, o dije bet maladurioù pinvidikoc’h ha resisoc’h eus « o » sorbiennoù da ginnig dimp.
Ur maladur loezel zo ur maladur c’hwitet evidon. N’emañ ket ar perzh-se anienel d’ ar sorbienn pe d’ar sorbiennañ. N’eo nemet ur mank gant ar sorbiennour pe gant an dastumer, pe gant an daou, gant a-wechoù mankoù un hanterour ouzhpenn. Ur sorbiennour a anavez un niver bras a sorbiennoù, ne lavar ket un niver bras anezho avat. Un den gant kalz sorbiennoù zo un dastumer, un ditourer. Treuzkas a ra un danvez na biaou ket, e labour n’eo ket sorbiennañ. Techet e vo da zisoñjal tammoù, pe da veskañ ar sorbiennoù, pe da ouzhpennañ elfennoù da blijout d’an dastumer.
Un dargouezh a c’hell degas elfennoù deurus, ha, marteze, bezañ en orin ur rizh nevez eus ar sorbienn. N’eo ket degouezh muianiver ar sorbiennoù embannet avat. En hevelep doare perlezenn an istr zo frouezh ur gwallzarvoud. Kaer e c’hell bezañ kavet gant an dud, chom a ra avat gwallzarvoud evit an istr.
Lennet ‘m eus a-walc’h a sorbiennoù embannet gant Luzel evit merzhout ez int kamm, dre vankoù pe dre ur reñverad elfennoù enno, pe dre droidigezhioù un tamm re adpluennet.
N’ emañ ket ar gudenn gant gouzout hag eo brav pe fall ar sorbienn. Ur sorbiennour a c’hell kemm ur maladur. Diouzh perzhded e vicher e vo ar maladur reizh, pe c’hwitet.
Deur degasadenn Nicole Belmont, evidon, zo lakaat en arvar devouderezh pe savelegezh ar sorbienn diogelet gant arbennigourion ‘zo.
Gant sorbiennoù a rizh gant An hini bihan kamm, e c’hoarvez e maladurioù ‘zo ne dalvezfe da netra barregezhioù unan pe unan eus an dudennoù kejet. Youl ar sorbiennour e c’hell bezañ, da lakaat emouezañ ouzh an dianaoudegezh m’emañ an dudenn war e donkad. Soñjal a ran avat ma tenn an aliesañ d’ ur mank a-berzh an den en deus lavaret ar sorbienn hag eo diezhomm d’ar sorbienn evit ezteurel breskted ha pinvidigezh ar vuhez.
Contes, Emmanuel Cosquin, Éditions Philippe Picquier, 2003