tremeniadez

tremeniadezMoan,
ken moan.
Mistr ?
Lagad bras,
laezh fonnus
en ur werenn glas.
Nerzh un alkool,
trellus,
entanus.
He dremm
a glotfe gant ur c’horf kigennet mat
a ra anezhi un dudenn
o tiskenn eus al loar.
Huñvre.
Prim,
bliv,
oberiant,
entanet gant he labour,
gant kement labour ‘zo,
o tuiñ gant kement ober brokus,
e varvfe war ur vardell
hep gouzout dezhi.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.