Labouret eo gant dilennidi ar c’hanton da studiañ lec’h ar c’hultur ennañ. Dudius eo. Bodet eo an dud o deus da welout gant ar c’hultur war an tiriad.
Un eskemm zo bet e dibenn an emvod labour diwezhañ a ziskouez pegen dispis eo ar ger kultur avat. An identité culturelle zo bet degaset er gaoz. Unan en deus lavaret n’ en em sante ket eus ar vro. Un all a abege e teue an dud war an tiriad evit ar qualité de vie. Setu aze kealioù kleuz mar bez.
An dud a zeu da annezañ war ar maez peogwir eo diaes lakaat sevel pe brenañ un ti war o lec’h labour, ha poblañs ar c’hanton a labour evit al lod brasañ war diriad tolpadoù bras an departamant.
Hervez e vefe mat kinnig kenderc’hadoù kulturel evit dedennañ an dud war diriad ar c’hanton, war skouer Naoned. Graet eo bet gant ar sokialourion e Naoned avat e-ser ul leviadurezh a argase an dud diarc’hant pell eus ar gêr vras, ha da zedennañ ar renkadoù etre. Da heuliad eo deuet ar re binvidikañ eus ar re baour da chom war ar maez. Hag e vimp argaset c’hoazh ?
Soñj ‘m eus e lavare un nebeut bloavezhioù ‘zo un den eus ar c’hanton e oa ret sevel un imaginaire stag ouzh an tiriad. Da zont a-benn e oa bet savet un dachenn dudi dodennek en-dro d’ al laezh, a zo aet da get abaoe.
Evit an holl berzhiaded koulz lavarout e chomer e-par ar c’henderc’hadoù kulturel, danvez a c’hell bezañ meret evel forzh pe zanvez all. Ned a ket donoc’h o freder. Degaset e vefe war an tiriad kenderc’hadoù kulturel e-giz ar re a gaver en Naoned ?
Diouzh un tu ez eztaoler ar c’hoant bezañ tost ouzh ar boblañs, ha diouzh un tu all e soñjer magañ an dud evel ma vefent chatal.
Ne c’haller ket en a-raok divizout petra a vo dedaoladoù kulturel stuzegezh an dud, na penaos e vo o stuzegezh empret gant ar sevenadur, na penaos e c’hell genel ur stuzegezh e-touez tud kantet en ur roll kenderc’hañ-beveziñ armerzhel.
Penaos e vo bevezet kenderc’hadoù kulturel ha peseurt gant an dud, n’eo ket kement-se ar gudenn ha penaos e teuint a-benn da labourat a-gevret, da genlabourat, da amparañ ur stroll denion, ur gevredigezh, ur bobl. Alese e vo eus ur stuzegezh, kemeret e vo hent ar sevenadur, ha dedaoladoù kulturel a vo emichañs, ha barrek e vo an dud da zegemerout en o stuzegezh kenderc’hadoù kulturel arall ha n’ eo ket o beveziñ.
An dud a zeu da boblañ ar c’hanton a oa a-hiniennoù en tolpadoù bras ma labourent ha ma labouront c’hoazh. A-hiniennoù int deuet da chom war an tiriad. Dilec’hiet o deus o annez dindan gwask leviadurezhioù dinazoù o argase ent devoudel. Al lod brasañ a zeu da chom war logelloù bihan ouzh bihan, plas warno d’ ur vrañsigellig d’ar vugale, hogen marc’hadmatoc’h eget en tolpadoù kêriek bras.
An diouer a arc’hant evit kaout un ti klet ha bastus d’o ezhommoù, evit dibab ur skol dereat d’ o bugale, o c’has da vont war ar maez gant an holl ziaesterioù a zeuy da heul : bezañ pell eus pep tra, daou garr da brenañ evit o goar, o bugale, o labour-bara, o yec’hed, tremen nebeutoc’h a amzer gant o bugale…
Kenderc’hel a reont da vezañ ken digenvez war ar maez ha m’ edont e trobarzhioù an tolpadoù bras.
Al labour boulc’het en-dro d’ar c’hultur a c’hallfe teurel frouezh ma ne riskl ket en hentoù-bac’h. Klask un identité zo unan. Ar c’hinnig kulturel zo unan all.
Unan a lavare les bonnets rouges c’est une identité. Ur skouer eus atoradur iziunadoù an dud eo dreist-holl, un hent bac’h. E-lec’h ren ul labour krouiñ e hejer dirak fri an dud un tamm lien ruz mojennek. D’ober petra ? Lakaat arc’hadurioù da dremen ? Kemer un tamm galloud ? Ne vo bet kemmet netra d’ar saviad orin ha lakaet d’an dud degemer o dizenelaat. Trouzal, hag un diskoulm a zeufe da heul ? Pe ziskoulm, ha d’ ober petra ?
Kement-se zo iskenderc’hadoù ar c’hultur trec’h, brizhkealiadoù goullo mat da guzhat ar pellaat diouzh nep stuzegezh, diouzh ar sevenadur.
Bepred e tastum an dud sujet seurt brizhkealioù kenderc’het da lakaat un termen d’ o Istor, pa n’eus nemet un hent, kregiñ e-barzh o Istor war o femdez. N’eo ket estlammus, ne ra ket skeudennoù brav, n’ eo ket boued d’ ar mediaoù, skuizhus hag hir eo.
Hag an trouz eo a c’hounezo c’hoazh war an ezhommoù don ? Hag e tegaso seurt enklask war stad ar c’hultur roudoù d’ur c’henlabour don ha padus er c’hanton ?