trugarekadenn

trugarekadennNa blijadurus eo gwelout
ar re se a zo e pep lec’h
a gomz diouzh ar beure er skingomz
a emziskouez da noz war ar skrammoù
a skriv a vil vern levrioù
a leugn ar c’helaouennoù
gant o gerioù dibabet ken mat
na begen kaer ez int
mousc’hoarzhus
kentelius
speredek
ken pinvidik o c’haozioù
nag a amzer a foranont evidomp
da ziskouez dimp pezh a z0 dleet dezho
int hag a boagn
int hag a labour noz ha deiz
int a zo gouleier hon buhezioù dister
kinkladurioù hon dremmwelioù stouv
ma Doue
pegen disammet on
pa soñjan e prederiont e ‘m lec’h
da bep eilenn
e pep pred
e reont evidon pezh on divarrek d’ober
ganet ma’ z on er fank
skoliataet gant ur bagad mibion gouerion ha micherourion
trugarez vras deoc’h c’hwi holl
ra gendalc’hot da vevañ e’ m lec’h
betek ma vin er bez
ma c’hallo an dud lavarout
diwar va fenn
nag ur vuhez kaer
o deus bevet evitañ.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.