tufañ

koubladTufañ a ran war ho meuzioù cheuc’h,
war ho puhez leurennet,
war ho kalficherez savet evit estlammerion
a zo o micher bamañ dirak ho skudell boued.

Ur frouezhenn,
un aval douar,
netra ouzhpenn
nemet ar pezh a vravao ar blaz,
ar frond,
ar stumm,
ha peadra da vagañ,
eeun.
Ar blijadur zo er bastañ.

Naon kened ‘m eus,
n’eo ket c’hoant meurlarjez.
Naon jestroù
n’eo ket c’hoant orbidoù.

Bezañ pinvidik n’eo ket dastum
hogen bezañ kenedus d’ar bed
ober bed
reiñ.

A ! Keneiled…

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.