Souezhusat tra, ar santad bezañ bet en hevelep lec’h derc’hent dec’h. Adkavout en un taol kement sonerezh a selaouen gant plijadur er bloavezhioù seikont, eikont.
Sonerezh bev a-nevez, selaouet e lec’hioù bihan tre ma veze troad ar gitar dindan fri ar selaouerion, e-kreiz an daolig. An dud a vutune hag a eve bier.
An hevelep jazz aet a rock da bop. Flouroc’h eo, ar gitar zo muioc’h kerzennel, ar ganerez zo un drugar he c’han. Ar fleüter zo an hini nemetañ a chom eus an amzer tremen, moal eo bremañ, ken dieub eo bepred, c’hoari a ra gant an notennoù, an aer, an avel. Ar toser yaouank-tre a laka da ganañ e vinvioù. Paotr ar gourrebed zo etre daou a-fet oad, mont a ra d’ar c’herdin gant e vizied ha gant ar gwareg, evel ar sonerion all e tenn frazennoù tost ouzh prezeg un den diouzh e venveg. Ar gitarour ‘m boa klevet c’hoazh, un paotr sioul, hegarat, brokus. Ar ganerez zo tost ken yaouank hag an toser.
Nann, n’eo ket ar furm a zo heñvel, n’eo ket un distro d’ an tremened. Strinket eo an tremened er bremañ pe gentoc’h eo strinket an dazont a oa bezañt en tremened-se.
An doare-se da ledanaat bepred an dremmwel, da vont betek penn an ober, da lakaat ar bed kozh war e c’henou.
Un drugar eo an eskemmoù etre ar vouezh hag ar binvioù ken ma ne ouzer ket mui pelec’h emañ ar vouezh, ar gerioù, ar sonerezh, an talm. Ar gerioù zo distaget fraezh ha digomprenadus, sonerezh int, kerzenn, talm, pignat a reont uhel-uhel, stlakadennoù teod, c’hwitelladennoù, pep tra zo gallus ha n’ hon eus aze nemet un derou d’ ar gallusterioù. Ya, gant ma kendalc’ho, e tarzho ar bed kozh…
An holl ma oamp neuze o labourat war zachennoù ken lies, war harzoù ar bed anavezet, zo distro gant roudoù ar sodell, ar roudoù-se a greta boued, lojeiz.
Padal ne oa ket marv, da brouenn ar fleütour, va bezañs er sal, ar mel a dennan eus ar sonerezh.
Digor eo ar bed d’ an holl, ret eo mont, ha mont bepred, a-raok ma klozfe a-nevez.
N’eo nemet un elfenn a chom, kouezhet eo an tan dre ziouer eus ul labour kendalc’hus, ha ret mat e lakaat da gregiñ a-nevez evit pep den a youl vat. Aner ? Kalz hon eus taolet d’ar blotoù a vije ur bennozh d’ar glaskerion bedoù nevez.
Trugarez d’ar borzherion-se avat, pa viront an nor damzigor, mar kouezhont e savo reoù all, c’hoazh ha c’hoazh.