Amzer vrav
ur banne bier dindan un oabl sklaer
bier dous
ur c’hoari kilhoù
c’hoari hep mui
an teodoù a flap en-dro
brezhoneg flour
diampart ivez
tud yaouank, na yaouank
ne lavarer gaou ebet
ne c’hoarvez ket en tremened
dec’h e oa
gant tud o dazont dirazo
arbennoù d’ ar bout.