ur banne

daouEr stroll merc’hed yaouank staliet ouzh an daol nes ez eus unan. N’ eo ket koant. Kaer eo, eus ar seurt kened diamzer.
E dremm zo taer ha flour. He blev damhir o deus stummoù fiñvus a ro nerzh sioul ha buhez dezhi. He mousc’hoarzh zo ledan hag uvel, un dremmwel steuzidik.
Ma n’ he dije ket sellet diouzh va zu ne ‘m bije ket taolet evezh outi.
Skañv e oa sellad he daoulagad glas glizin. Nijet eo kuit pa ‘m eus sellet outi evel ur valafenn o vont a vleunienn da vleunienn.
Tañva a ra ar blijadur a vezañ gant he mignonezed ha arvestiñ ouzh an dud er c’hafedi.
Sioul eo e-mesk fistilh he c’homerezed na baouezont ket un eilenn a gomz hag a c’hoarzhin, ul loa-zour o splannañ war c’horre gwagennek ul lenn vras dindan an avel veure.
Na yaouank eo ha koulskoude leun-klok gant peurgened ar bed, tremened ha dazont.
Ouzh he gwelout e teuer da soñjal ez eo ar gened hennad ar bed arvestet pa ‘z eo dister pezh a arvester eus ar bed.
Deberzh edon aze. Talañ a ris va banne ha kuit, o kas ganin ur banne kened kompez e bro an dalled.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.