Ensavadurioù politikel, frammoù armerzhel, stuzegezh ha yezh an trevadenner, n’ eus netra kemmet e Suafrika.
Levr Mandela, Long walk to freedom (kerzhout hir amzer davit ar frankiz), zo danvez deurus ennañ.
Doareoù gwerinel politikerezh ar stuzegezh meuriadel zo dedennus. Bodet e vez an dud, selaouet o alioù ha stummet an divizoù da c’houde. Netra da welout gant ar gwerinelezhioù bourc’hiz ma vez stummet an divizoù gant arbennigourion a labour evit atebeion bolitikel, an holl e servij lazioù prevez embregerezhioù bedel ha divro.
Dezastum a ra Mandela diwar saviad e vro ma ne vo diskoulm ebet hep ar re wenn. Ne stourm ket an ANC (Kendalc’h Broadel Afrikat) a-enep ar re wenn hogen ganto, da ginnig ur Stad vuhezus, reishoc’h. Padal eo anat eo kreizet an ober war ar stourm a-enep an apartheid a zo ur stumm pennañ eus an hanbarzh.
Ren ur stourm a-enep zo koll pep chañs da sevel ar stuzegezh reishoc’h hetet evit mad ar vorianed a ampare engroez al labourerion baour ha mezhekaet.
Ar vihanvourc’hizelezh vorian a ziwele e oa andon an droug er bed a c’hane an hanbarzh ha mezhekadur ar vorianed, en e stuzegezh. Klask a raent kaout, ha buan, ar gletadurezh dleet d’o renk tizhet e-barzh, ha dre, stuzegezh o zrevadennerion.
Kavout a reer bepred e seurt stourmoù an hevelep dislavar, an hevelep berrwelded.
Hiziv an deiz eo echu an apartheid hogen e pad direizhderioù kevredigezhel Suafrika. Ar strolloù a stourme enep an apartheid zo holl er gouarnamant koulskoude.
N’o deus ket ar stourmerion savet ul leviadurezh, ur stuzegezh afrikat diles a oa spirus da c’hanedigezh ur bed reishoc’h ma vije bet kevatal perzhiadur ar Re Wenn hag ar Re Zu.
Diaes eo da vihanvourc’hizelezhioù ar bed embreger hent ar rezid. Re sammet int gant ur stuzegezh trec’h int karget da erounit evit ar vistri emdennet war o goumoulenn en neñvoù. Falset eo o dezevout gant gwerc’helezh o saviad.
Mandela n’en deus ket kollet e amzer, bet en deus ar pezh a hete, pezh a hete bihanvourc’hizelezh e vro. Bodet o deus ar boblañs morian en-dro dezho met n’o deus degaset d’ar boblañs-se benveg ebet da gaout krap war he zonkad.
Tavantegezh, feulster, mezh, diskar ar stuzegezh morian a gendalc’h dibedennus.
Arabat krediñ e vefe kalz gwelloc’h an traoù dindan ar Stad C’hall da skouer. Heñvel eo an doareoù er bed a-bezh.
Ar stuzegezhioù diskaret zo renket da stuzegezhioù henvoazel dre m’eo bet divarrek ar re o deus graet ganto d’o c’has war-raok, beuzet ma oant en o c’hoant ober berzh er bed evel m’emañ en ur soñjal e c’hellfent kemm an traoù da c’houde.
Hent bac’h an emsav micherour eo bet ivez, hag hent-bac’h an holl emsavioù ganet abaoe an 18vet kantved.
Un emsav ne c’hell ket tremen dre un dispac’h (politikel) pe dre ur reverzhi (armerzhel). Un emsav ne c’hell nemet bezañ don ha pukañ ouzh ar pep gwiridikañ eus ar gevredigezh. Amzer a c’houlenn ha kalz labour, evel nep oberenn denel ha pa vefe ar gwiniouriezh da skouer.
Kemm ar bed gant ar brezhoneg a ro ur plas d’ar brezhoneg er bed. Klask ur plas d’ar brezhoneg er bed evel m’emañ n’ eo talvoudus nemet d’un toullad brezhonegerion.
Nelson Mandela, Long walk to freedom, Little, Brown an Company, Boston, 1994, troidigezh c’hallek Jean Guiloineau, Un long chemin vers la liberté, Fayard 1995.
Trois émeutes par jour en Afrique du Sud, Sabine Cessou, Le monde Diplomatique, mars 2013