Daou zen n’ en em anavezont ket. Ar wech kentañ eo ma kejont.
Ur pennad koroll a voulc’hont, int, estrenion ar pred kent.
Dispar eo, disi, evel m’ o dije labouret a-gevret o buhez pad.
Ur film eo. Pep tra zo gallus er filmoù.
Aes, disi, e teu sonerion da gemer perzh.
Morse n’ ho pije huñvreet un abadenn ken kaer.
Hag er vuhez ? Dic’hallus e vefe ?
Rouez ne lavaran ket.
Burzhudoù a c’hoarvez a-wechoù. Burzhudoù bravoc’h, ledanoc’h eget un handerc’had.
Tud a gej, dic’hortoz, dianav.
Dont a reont douget pep hini gant ur steuñv, ur framm anwelus, frouezh ho labour. Anrakweladus.
Bleunioù ar bed, kened bresk hag amparfal, e tarzh sonerezh, gerioù, talm, garm, livioù, buhezioù ha buhezioù c’hoazh, diziwezh, betek ma c’hoarvez un deiz gant ur pik echu, kriz, seder, splann, kaer.