Ne glask evel ar re all nemet bezañ paotr. N ‘eo ket ur paotr ordinal hogen unan a ren war ar bagad, kas hag argas, diuz ha lorb.
Lavar da soñj ha graet e vo diouzh he giz. Ma ne rez ket, ne vi nemet kilstourmer lous ha pout, neuze e rez diouzh he flijadur.
Dispered, distuz, dizoujañs out. N’ out nemet tad he bugale, paotr ti, mat d’ ober he ziegezh. E troad ar gwele e kouskez, engortoz d’ ar c’hwitelladenn a ‘z kalvo d’ al labour.
Pa deurvez, e ‘z tiskouez d’ he mignonezed.
Heñvel ouzh bourc’hiz ludresadennel an naontekvet kantved he buhezañ zo en he micher ha te zo er gêr, hag hi a zibab petra zo mat ennout, petra zo fall evidout.
Kablus out, nemet e vefes fin a-walc’h d’ he c’hompren.
Tec’hout pe vervel ?