Daoust dezhi bezañ treut e oa fonnus.
Ne oa ket he divronn vunut, ne oa ket he feskennoù stummet kaer daoust dezho bezañ moan.
An tan a zeve he c’hreizon e oa, hec’h entan evit kement tra a rae.
Kement meuz, kement tamm paper duet, kement ger distaget, kement biñs stardet, a zeue ganti d’ un oberenn veur.
Ne ouzhpenne ket, ne ginkle ket, ne rae nemet reiñ d’an traoù, d’ an dud ha d’ an darvoudoù ar vent pinvidikañ a c’hallent kaout.
Ne ouie ket.
Ne venne ket ober ur vicher eus ar pezh a brofe d’ar bed.
Ne glaske ket mont d’ ul lec’h all ma vefe azeulet.
Chom a rae aze gant ar paour bevennoù lakaet dezhi, paourentez ar geriaoueg, skorted an amkanioù.
Ken brokus e c’houlaoue an dachenn ma teue anat pinvidigezh an hentoù d’ an dalled.
Kaset eo bet e lec’h all gant ar vuhez, gwazh a se da gaezh tropell an dud a youl vat chomet war e lerc’h da dreiñ ar c’hazh dre e lost.