ur republikan

Spagnad bihan ha kozh o chaokat e zent en ur gador vrec’h teuc’h.
Beuzet eo e damskeud ur gambrig a sko war straed Gwirioù Mab-den.
Uzet eo gant e labour mañsoner.
Klevout a ra e eurvezhioù diwezhañ o vont gant talmig metal an dihuner kozh war ar siminal.

Tec’het en doa Franco, eñ, anveliour, brokus, boulomig yaouank profet e nerzh da gement hini a oa en dienez. Skoazeller ar re diverket gant re emgarout un nebeut kaezhed c’halloudus.
E zaoulagad du a oa heol flamm.
Tommder ar vignoniezh.
Kavet en doa roudoù kelc’h anveliourion Naoned, an emvodoù er bistro.

Tudenn kevrinus d’ar bugel a c’hoarie war ar straed.
Kement hag ar Rusianed a yafe war al loar.
Hag e oa tu-bennak ur gumuniezh tud brokus eveltañ ?
Disoursi e c’hoari ar bugel, laouen gant ar pred, gant an dazont a vo kaer.

Hag eñ, den bihan maget e diegezh gant e labour lazh-korf, eñ, uzet gant trevel ar micherour deboner, taget gant an droug kuzhet er simant, skoachet er raz, endalc’het el labour, koll a ra e skevent, e zent, e vuhez, e damskeud kambrig un ti bihan e straed Gwirioù Mab-den.

War e lerc’h en deus lezet c’hoarzhadennoù, ur bannig gouloù taolet war hent ar rezid.
Pinvidik omp eus ar pezh n’o deus ket hon mistri gallet laerezh digantañ.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.