Dre ma savemp ur bed nevez e vezemp degaset bemdez da ergerzhout ar goullo. Padal ne oa ket tonkadoù hiniennel, ne oa ket labour an unan a ampare al labour. Ar pont boulc’het a-us d’ an islonk a oa frouezh kevredikaat labour pep hini. Steuziet ar monedone diastal etre al labourerion e kouezfe ar pont en e boull.
Hon bed nevez ne oa ket muioc’h eget an nebeut plankennoù-se taolet a strew war vevennoù ar bed kozh.
Alese e save hon selloù davit ur bed gwerc’h evel erc’h lec’hlennat, dezhañ splannder ar gouloù boreel, pallennet an neñv a stered a viliadoù.
An hini disterañ ac’hanomp a berzhie diziouerus er c’hevredikaat.
Kevredikaat a skrivan, digomprenet, digomprenadus. Bemdez ez eskore kealioù, gerioù, a dalveze bemdez diziouerus d’ ar chanterioù, goulennoù a save war un dro ma veze ergerzhet ar werc’helezh a bep tu, dizoloet ar bed kozh evel un tiriad nevez ha kleuziet an islonk ma valire ur pondalez hep garidoù a oa bemdez un estlamm nevez.
Hud e oa ar gerioù nevez en doare ma vez hud an elfennoù ganet gant labour tudennoù al lennegezhioù pobl. Sterniañ a raent an dilavarus a zo kreizon buhez mab-den. Bemdez edont frouezh an hent ha binvioù an hent. Morse ne choment a-sav ha ne oant ket engortoz eus un dazont, eus ur bed faltaziet en dazont. Sevel an dazont a raent war an tomm.
Dont a raen eus an dizenelezh ez eo hini meteier izelañ ar gevredigezh kozh, strishaet o bed endeo d’ar beveziñ/kenderc’hañ. Erlec’hiet e oa bet evidon tamm ha tamm gant denelezh un egin a gevredigezh puilh enni an eskemmoù. Pep hini a emelle e pep live ar vuhez. An holl a buñse e labourioù an holl. Morse ne oa peurechuet al labour, morse ne oa klozet un nor. Pep hini a rae gouloù eus an disterañ teñvalijenn. Imram pep hini a zegase gouloù war ar bed kozh ha skor d’ un hini all da gas e chanter war-raok. Evit ar wech e oa deuet denion a-benn da bleustriñ egin ur gevredigezh digor da labour an holl, kenlabour. Pep hini hervez e varregezhioù ha da bep hini diouzh e ezhommoù. Ne c’helle bezañ nemet bennozh d’ur framm liesek ganet hervez ar chanterioù boulc’het war holl dachennoù buhez ur stroll denion.
Diskeladeg ebet, bruderezh ebet, prezegenn ebet, nemet labour ar stroll ha darempredoù puilh gant ar gevredigezh kozh a save goulennoù a vage al labour.
Pinvidik e oa hogen mezevellus. An islonk zo islonkus zoken ma valir a-us dezhañ plankennoù a-stew kevredikaat un dornad tud.
Da drugarekaat ‘m eus an holl dud o deus degaset din un tamm denelezh.
Daoust da labour dizenelaat ar gevredigezh kozh e virin bepred un tamm eus an denelezh-se.