uvel

uvelPenaos fiziout e labour tud n’ en em veizont nemet evel hinienn.
Eus pe lec’h e teu dezho o skritell arbennigourion da skouer.

N’ on ket deuet d’ ar sorbiennoù evel arbennigour.
N’ edon nemet ur den er gevredigezh a ra gant ar sorbiennoù, o fleustriñ a ran e-serr eskemmoù gant izili all ar gevredigezh.
Ne ‘m eus ket war an oberennoù pobl ur sell arbennigour, ur sell gouezoniour, ur seurt sellad taolet eus an diavaez a grec’h da draoñ. Ar seurt sell a skarzh eus prederioù ar studier an dud a ra gant ar sorbiennoù.
Soñjal a ran ez eo gaonac’h daveiñ d’ar stuzegezh ren evit kompren oberennoù ar stuzegezh pobl. Evit bezañ d’ al labour un talvoudegezh bennak e vefe ret neuze dezrannañ ar stuzegezh ren diouzh ar stuzegezh pobl ivez.
Ret e vefe bezañ diazezet mat e labour er stuzegezh ren, pe er stuzegezh pobl.
Alies a-walc’h an arbennigourion n’ o deus eus ar stuzegezh ren nemet ar pezh a zo ret d’o arbennigiezh, ha paouezet o deus a bleustriñ ar stuzegezh pobl peogwir e oa buhezet ganto evel ur skoilh d’o iziunadoù ha peogwir int bet stuziet e-diabarzh ar gevredigezh frañses. Lakaet o deus ar stuzegezh pobl da ginkladur un istor hiniennel mojennek.
Ne viront nemet kenderc’hadoù ‘zo eus ar stuzegezh bobl, kenderc’hadoù tremen, henvoazelezh pe dilec’hioù kenderc’hadoù un emsav, a anvont o gwrizioù, o fersonelezh, o hevelebiezh…

Bezañ dall ouzh hollveziadelezh an oberennoù pobl zo na welout penaos e pukont d’ ar sevenadur.
Diwelout an hil ez eus d’an oberennoù lennegel pobl eo.
An oberennoù pobl a gav o foell er metou ma eskoront. Emaint e darempred gant oberennoù ar stuzegezhioù arall evel an holl oberennoù eskoret en holl stuzegezhioù. An denelezh eo, ar sevenadur.

Gwelout en oberennoù pobl diampartiz, diac’hinadoù, a denn d’ar stern daveiñ dibabet er stuzegezh ren a zo ur stuzegezh arall. Forc’het eo al labour enta, nammet, divarrek da ziforc’hañ ar furm diouzh an oberenn.

E degouezhioù un nebeut tud awenet eo eskoret nevezintioù, taolioù nid, war zachennoù al lennegezh, ar brederouriezh, ar bolitikerezh, ar yezhouriezh… Dre chañs ez eus bet brezhonegerion o fostañ o buhez en o oberoù ha genel ur saviad kenderc’hañ diles. An aliesañ eo ar c’hontrol a vez graet, postañ buhezioù er brezhoneg, e dilec’hioù ar stuzegezh henvoazel hag an emsav brezhon. Teneraus hogen gaonac’h.

Ur aozer a ra anv eus argeloù e pezhioù c’hoariva ar Grennamzer pa’ z eo eus derc’hennañ e vefe ret komz.
An oberennoù pobl a zerc’henn ar bed, ken an alvez hag ar vuhez, ken an trivliadoù hag ar mennozioù. Pep tra zo eztaol ur buhezañ, doareoù da zerc’hennañ ar vuhez gant un dafar ha binvioù eeun ha bev.
Ne ra ket an oberennoù pobl dave d’ ur gealiadurezh. Ne vennont ket mestroniañ ar bed, muzuliañ ar bed, hogen reiñ da glevout e ziventelezh, e vilionoù a c’hallusterioù na vint morse briataet gant un den na gant an denelezh a-bezh.
Kenstur d’ar stuzegezh pobl ez eus ivez er grennamzer ur stuzegezh ren a venn endeo mestroniañ ar bed hag a gavo un eztaol gant labour arzourion a vicher a glasko pakata an arz pobl e furmoù aes da verañ, da askenderc’hañ.
Destuziañ, skoueriekaat, n’eo ket trehontiñ. Alese an disleberadur a gas d’ ar romantoù marc’hegiezh klevet an hent-bac’h anezho gant Cervantes en e Zon Kic’hote.

Plijadur a c’heller kavout e kinkladurioù perzhek, hogen er vuhez ez eus buhez ivez.

An amprestoù graet gant oberourion ar stuzegezh pobl en diavaez d’ o stuzegezh zo pleustret diouzh ur stuzegezh pobl a zo kreñv a-walc’h, istorek a-walc’h, hollveziadel a-walc’h, evit ma vefe un taol nid ha n’eo ket un askenderc’hañ.

Klask en Dañs Bekabe livet e Kermaria an Iskuit, pe er Varn Diwezhañ lakaet war ar paper en eitekvet kantved, furmoù stuzegezhioù diavaez d’ o dezrannañ zo tremen e-kichen d’ ar pezh ez int, oberennoù pobl, oberennoù.

N’eo ket tud kevatal er marv a zo livet en Dañs Bekabe, hogen tud liammet er vuhez.
Taol ha taol emañ livet ar vuhez hag ar marv evel ez eo stag buhez ha marv. N’eo ket ar marv a ro d’ an dud o lec’h er gevredigezh avat, ha n’eo ket ar marv a liamm an dud kenetrezo hogen ar gevredigezh a savont a-gevret. Pep hini en deus e roll, e wiskamant, ha ret eo da bep hini kefleuniañ e roll evit bout.

An ilizoù livet kaer, leun a livioù, zo eztaol ur gravez pobl.
En ilizoù bihan e kaver c’hoazh ur gravez laouen, hini tud zo bodet, nes dre o labour, dre an natur. Sur a-walc’h e c’helle bezañ e seurt ilizoù kanaouennoù, sonerezh, koroll, festoù.

Ma tostaomp al livadur ouzh skrid ar Varn Diwezhañ e c’hellomp lavarout n’eo ket eus ur gevataliezh en anaon ez eus anv hogen eus ur breuriezh ez vev er gevredigezh. Pep hini a zegas ar pezh a oar ober ar gwellañ ha pep hini zo engortoz da vezañ un ezel eus ar stroll par d’an holl re all. Par n’eo ket kevatal.
Ar soner n’eo ket soner evitañ. E sonerezh a ro d’ar stroll ma vev. Brokus eo, ha mar bez kavet er vodadeg un den barrek da gas e sonerezh en tu all d’an dremmwel e vo ur chañs. Neb n’ eo perc’henn war e genderc’hadoù, ha den ne anavez bevennoù frouezh e vuhezañ.
Heñvel eo evit an holl varregezhioù ha madoù. N’int ket perc’hentiezh un den. N’ o deus ster ebet ma reont diouer d’un den-mañ-den er gevredigezh, er vodadeg, en abeg da vevennoù lakaet gant ar gevredigezh.
Ar c’horoll gwelet war ar mogerioù n’eo ket arouezius, difetis, ur wir gorolladeg zo livet. An derc’henner zo ken gwirion all. Ne ziskouez nemet ar pezh ez eo eñ. Ar stuzegezh pobl a eztaol war ar pezh a zo ha war ar pezh a zo hetus. Livañ a ra perzhioù denel.

Tudenn ar Fals Pinvidik derc’hennet er Varn Diwezhañ, ne oar ket piv eo, ne oar ket pe roll zo e hini er gevredigezh. Ne zalc’h ket dorn ar re a zo en e gichen en o buhez, en o marv. Gwariet eo. N’ eo nemet un hinienn, un arbennigour war ar berniañ madoù. Amoetoc’h eo hiziv seurt emzalc’h peogwir eo bet diorreet hiziv kement a vinvioù, kement a vadoù, ma n’eus mui ster ebet d’ar berniañ madoù pe varregezhioù. Tennañ a ra d’ur bredkleñved. Un dilerc’h eus an amzerioù kozh eo.
War skouer ar Fals Pinvidik e c’hell an arbennigourion berniañ a bep seurt madoù ha barregezhioù o virout outo da werc’hekaat, da ziorren, ha da zenelaat.

Ar stuzegezh pobl a eztaol riskloù bras seurt gwariadur a ‘r stuzegezh. Er Varn Diwezhañ eo derc’henet ar Fals Pinvidik evel an hini a gas da zistruj an denelezh. Doue a laka un termen d’an denelezh ha ne chom eus an dud nemet o spered aet d’un aezhenn hep korfoù, hep beziadelezh.
En em zistruj a ra an dud da heul bezañ distrujet o denelezh war skouer ar Fals Pinvidik o lezel ar beorion da vervel dirazañ aet d’un dastumer digenvez er-maez kevredigezh.
Den ne zastum evitañ en ur gevredigezh yac’h, den ne c’hell bezañ e-unan an denelezh. Un hinienn ne c’hell nemet bezañ ur grignol zigor, ma c’hello pep hini kaout diouzh e ezhommoù.

An iliz, lec’h ma vez bodet tud ar barrez, zo livet flamm, leun a gizelladurioù livet flamm, leun a istorioù, sorbiennoù, divunadennoù ha dezec’hadurioù ar vuhez pemdeziek.
Pep hini a gav e blas en ul lec’h a zo bras a-walc’h da vodañ ar boblañs ha n’eo ket d’e souezhañ d’e flastrañ, en enep da balezioù ar beveziñ savet hiziv, ramzel, goullo, trouzus, evel trepasoù ramzed graet da vihanaat an denion da vent merion.
N’eus den a vefe estren d’ar stroll, a-us d’ar stroll.
Ar c’hudennoù a sav a c’hell bezañ diskoulmet. Pezh n’eo ket mui anat er gevredigezh ma vevomp hiziv.
An arzour pobl ne venn ket diskouez ur stad da zont ma vo kevatal an holl. E andon zo ar gevredigezh, n’eo ket aroueziañ hogen dezerc’hañ a ra. An dud zo livet en o gwiskamantoù. An arzour ne buk ket war un dazont na c’heller ket anavezout. Livañ a ra ar pezh a zo ha pezh a zo hetus e vefe : pep hini e roll gant ma vo da bep hini peadra da vevañ er gevredigezh.
Er pezh c’hoari evel el livadur e koroll an holl, pep hini d’e dro, liammet ouzh ar re all.
El livadur e chomer e par ar vuhez a zo ur c’horoll dorn ouzh dorn gant ar marv. Er Varn Diwezhañ ez a da get an denelezh dre ma tro kein ouzh o roll lod eus he izili.
Doue ar bobl zo hini ar pemdez, hini an eskemmoù a ra ar vuhez pemdeziek.

Lennet ‘m eus ur wech e oa al lien arveret da zezerc’hañ ar Mor Ruz un aroueziañ. N’eo ket, n’ eo nemet un doare, ha marteze an doare pleustrekañ da zezerc’hañ ar mor.
Soñj ‘m eus da vezañ arveret an hevelep lien da zezerc’hañ ar mor treuzet gant ar vorianed aet da sklaved en Amerika. N’eus netra kefredel aze. An arz zo buhezañ, pleustr. An oberoù, an iziunadoù, an trivliadoù dezerc’het a ra un oberenn, ha n’ eo ket menozioù, kealioù.

An oberennoù maget gant an danvez pobl zo sevenadur.
O beveziñ, o diren da stummoù da zougen ar stuzegezh ren zo distrujañ o ferzhioù denel, distrujañ an denelezh hag ober anezho henvoazioù, folklorachoù.
Nag a dud brudet o labour o deus kemeret an hent-se siwazh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.