va zamm loar bihan

suUn tamm douar bihan zo din. Dister eo ha ne ouzon ket pelec’h emañ resis.
Marilhet eo, paperioù ganin a brou va ferc’hentiezh.

Diaes din mont betek al logell-se, re bell diouzh va lec’h annez.
Ne c’hellan ket lakaat eno patatez da greskiñ, na hadañ bleunioù, na netra all.
Anv ebet da sevel un ti, du-hont eo seizet ar sevel tiez gant ar raktres kêriekaat, ha marv e vin a-raok ma vefe an aotre da lakaat un tamm savadur bennak war an tamm pastell-se.
Furoc’h e vefe din gwerzhañ, e-lec’h kenderc’hel da baeañ telloù, dister, evit ur mad ken didalvoud.

Ne ran ket avat. Dre zievezh, dre ziegi, dre zizeur ? Tamm ebet !
Bezañ perc’henn war an tamm loar didalvoud-se zo kompezus evidon, sederaus, klet.
Va lakaat a ra perc’henn, eus gouenn ar berc’henned, un den marilhet e vad, enskrivet e anv war al levr bras ha didalvoud ma vez kavet anv an holl berc’henned o miliadoù devezhioù arat.
Va sevel a ra d’ un den eürus ha parfet.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.