Baleadennoù war droad dre straedoù ar c’humunioù a ampar Brusel, tolpad dic’hortoz adeiladurioù tremenet ha da zont.
Karterioù cheuc’h, karterioù turk o stalioù diniver, karterioù istorel, hogen e pep lec’h ar meskaj dismantroù, savadurioù kozh kaer bras, savadurioù beton ha gwer. Ur boked dedennus, plijus da ergerzhout, souezhadennoù ha kempouez.
Un c’hant pemont yezh komzet bennak, peadra d’ ar re a gomz o rannyezh nederlandek pe o rannyezh gallek da vezañ uvel.
Pinvidigezh ha paourentez.
Komzoù entanet ur breser a veul blizidigezh ha digoradur spered an Amerikaned, o veskañ emichañs gant an arc’hant a zegasont dezhañ, prest da grougañ ouzh ar groaz ar re a gav trenk e gueuze.
An dud, ar c’hafe, ar bier, bepred ken mat, war-bouez an diskar a ren ingal ar gevredigezh veveziñ war barregezhioù mab den da sevel ur bed a gened.
Pezh a chom avat zo mat ha dellezek da vezañ kaset pelloc’h ha pelloc’h.