war ar marc’had

war-ar-marc'hadPlijadur
babigoù ront o dremm
bugaligoù lemm o lagad
a c’hoarzh ouzh kement a vuhez
kontell lemm ar c’hilhevardoner a droc’h frank er fourmaj
mentel ar primeosterez douarek he legumaj
an avaloù livet flamm a sked ur souezh
kement a draoù espar
pemdeziek
talvoudus
saourus
frondus
mouezhioù ken paot
ken diseurt
pinvidik o c’hanaouenn
anaoudeion kevarc’het a-bell
fistilherez mignoned gozh
amezeion

tud reuzeudik a dremen dre un huñvre
itronezed yac’h ha kaer dilezet o saloñs
tud gwisket cheuc’h
tud gwisket e pilhoù
distrujet o dremm
kollet o neuz
dre un diouer a voued
ur reñverad labour gopret fall
ar varc’hadourion
laouen
distaget mat o zeod pe hantergousket c’hoazh
bodet er mintinvezh fresk ha glep
dindan ur bann heol
laouen an holl anezho a vout ar marc’had
ar vuhez
tec’het evit ur pred diouzh ar voestig ma vir pep hini kuzh e binvidigezhioù
dreistmuzul pe zister
emgar
digenvez
a ampar
ur frapad
goanag un dazont denel.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.