war zigarez Le Corbusier

savadurLe Corbusier and photography, diskouezadeg er CIVA, 55 rue de l’Hermitage, Ixelles.

En ur skeudenn eus ar bloavezhioù tregont ma weler ur savadur gant Le Corbusier e lennan tonkad an adeiladouriezh adal ar mare-se.
Diouzh un tu palezioù neptu ha klet dalc’herion ar galloud ha diouzh un tu all foukennoù a-zerc’h an trobarzhioù ma vez gronnet al labourerion paouraet argaset eus ar c’hêrioù bras a zo miret d’an uhelidi, d’o servijourion nesañ, ha d’un niver a goskor bihan diziouerus d’o c’hletadurezh.

Dieubet eo bet an tisaverezh diouzh rediezhoù an dafar henvoazel, diouzh e briz uhel, diouzh e furmoù ha diouzh ar sammad labour ret d’e oberiañ.
Korvoet eo bet seurt frankizadur evit preizhañ muioc’h c’hoazh gwiskadoù izelañ ar boblañs avat, kenderc’hañ savadurioù a vil vern er-maez eus ar c’hêrioù istorek, e Frañs d’an nebeutañ. Sevel e-sell buzadoù hep derc’hel kont eus gweredoù an amzer hag eus buhez an dud.
Savadur Le Corbusier e Reze a ‘m lakae da huñvreal pa oan bihan zo deuet da vezañ tost ur berniad foukennoù…
Ne zalc’he ket kont eus an endro, eus an dud, eus ar geoded, eus buhez ar geoded. Ne oa nemet oberenn un adeiladour. Dianaout a rae barregezhioù atebeion an dinaz, perzhioù an annezidi, o lec’h er geoded… Moarvat e kase e selloù pelloc’h, hogen re a dunioù a gase an oberenn da vezañ e dalc’h lazioù prevez, pezh a false al labour. N’eo ket a-walc’h d’un arzour bezañ arzour. Ret dezhañ bevañ e-touez an denion.

Kaer ha pinvidik eo diskouezadeg Ixelles. Tresañ a ra an aozour evel un den figus, darvennus, war ar skeudenn a vez roet anezhañ, kaer evel un dudenn ha n’eo ket evel un den.
Seurt kaerded zo er-maez bed an denion. Den ur stuzegezh c’hlan, un usstuzegezh, e teu an adeiladour da vezañ ha n’eo ket oberour hollveziadel.
E zastumad kartennoù post zo kartennoù post o tiskouez muioc’h ar savadurioù eget an dud.

Ur skouer ludresadennel eus an adeiladouriezh krouus zo gant karterioù pobl Naoned a zo bet annezet gant ar renkadoù etre izelañ ur wech argaset an annezidi poblek istorek davit an trobarzhioù hag ar maezioù.
Re vihan e oa an tiez evit kletadurezh an annezidi nevez. Galvet o deus d’o skoazell adeiladourion vihan o deus ouzhpennet ur solieradur d’ an tiez, pep hini o vont diouzh e ijin. N’o deus gwelet nag ar c’harter, nag ar straed, nag an istor. Pep hini en deus graet diouzh e arz, ha diouzh arc’hant e arval, a oa bevennet o daou. An disoc’h zo heugus.
Kempouesoc’h, kompesoc’h e oa ar straed gwechall daoust ma oa savet gant micherourion ha mañsonerion. An dud a save tiez diouzh ar pezh a oa tro dro, gant dafar heñvel, da vevañ gant an annezidi all ha n’eo ket evel ma vefent bet o-unan, pe evit en em ziskouez evel hinienn. Adeiladourion o c’harter edont, ent diemouez.

Le Corbusier a oa un den stuziet, ha ma venne bezañ brudet, ne vire ket outañ a welout pelloc’h eget beg e fri. Chom en ur par dangorel avat a vire outañ a zonaat an amveziadoù ma veze graet al lod eus e labour kaset en ur metou estren dezhañ.
Siwazh an adeiladouriezh a bouez war vuhez ur boblañs a-bezh. Ur savadur a c’hell bezañ ken bec’hus d’an dud en o femdez hag un delwenn arem, skeud ur galloud droch, dall, diharz.

Penaos e vuhez poblañs Brusel un adeiladouriezh liessfurm ken plijus d’un gweladenner deboner ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.