war zigarez stiradoù

stiradSellet ‘m eus ouzh rannoù daou stirad danat gant ar skinwel : Dem som draeber kinniget e Frañs dindan an talbenn Traque en série ha Borgen.

Dem som draeber, er rann gentañ, a roe da welout feulster, krizder… Pal ebet, amkan ebet d’ an torfedour nemet ober droug. E blijadur zo lakaat e breizhoù da vezañ mezhekaet, jahinet ha lazhet goustadik. Evit e lakaat da baouez e vo lazhet an torfedour gant ar bolisez a zo harozez ar stirad.
Perak kinnig ar bed evel hini tud feuls ha diroll, pa c’hell bezañ hini tud a glask ober an den kaeroc’h, reishoc’h ?

Er stiradoù pe er filmoù amerikan e tiskouezer alies ar feulster, doareoù lous ha loenel an dud o tisoc’hañ bepred war al lakadenn ne c’haller trec’hiñ war an droug nemet dre arverañ an hevelep feulster a zo neuze feulster reizh. Distrujañ an denelezh evit saveteiñ an denelezh ?
Soliañ a reont war ur sañset natur, un henvoaz ? Dedalvezout a reont rekipeoù kinniget gant ar galloud abaoe derou an denelezh, pa c’hellfent kinnig ur bed kaeroc’h ?
Da betra e talvez an arzourion ma ne c’hellont nemet ober gant rekipeoù ha n’eo ket trehontiñ ar werc’helezh ha diouganañ ur bed kaeroc’h, deneloc’h ?
Da betra e talvez ar sevenadur ma ne dalvez nemet da vrudañ kealiadurezhioù, stuzegezhioù trec’h e stumm ur feulster lakaet da anhepkoradus ?
N’ eo nemet gwerzhañ ur c’henderc’had a blijo d’ar muianiver : evel-se emaoc’h, an hini kreñvañ zo trec’h, n’eus nemet dre lazhañ ar re zrouk e trec’her war ar feulster.

Gant Borgen e kinniger gallusted un hent all. Kalz pelloc’h e vefe tu da vont peogwir eo divent barregezhioù un handerc’had. Mat eo dija na heuliañ an hentoù boas ha gwelout tudennoù o deus ur sell dezvarnus war ar pezh a reont.

An oadourion a gav feuls ar sorbiennoù a lavaran. Kalz spontusoc’h avat eo ar pezh a ginnig ar filmoù. Er filmoù avat emañ an arvester, hag an haroz, diouzh tu ar feulster reizh.
Er sorbiennoù eus ar rizh Kabellig Ruz eo troc’het ar vamm-gozh e tammoù gant an euzhvil ha kinniget da zebriñ d’ar plac’hig. N’eo ket diazezet ar sorbienn war ar feulster evel ar stirad avat. Ar pezh zo pouezus n’eo ket ar feulster hogen an dibab d’ober etre ur bed denel, sevenaet, pe ur bed loenel, gouez. Hag e vo stuziet a-walc’h an haroz da na heuliañ al loen ? Neuze e kavo war hent an distro d’ar bed sevenaet skoazell an holl dud a ra d’ar gevredigezh bezañ ur gevredigezh denion.

Er filmoù ne c’hell an dud dont a benn da stourm ouzh an euzhden nemet dre vezañ euzhtud. Ar gwir, ar redi hor befe da vezañ loened evit saveteiñ ur bagad loened.

Morse en ur sorbienn ne weler seurt emzalc’hioù. Ar sorbiennourion zo tud stuziet, tud ar sevenadur, arzourion. Ne labouront ket evit un nevid, evit dalc’herion ur galloud resis, ne genderc’hont ket marc’hadourezhioù. Anv a ran eus sorbiennourion ar stuzegezh pobl teodel.
Mar diskouezont ar reuzioù a c’houzañv tud o metoù, e lakaont bepred e-kichen diarsell ur bed kaeroc’h ma vo lakaet da dalvezout o iziunadoù ha ma vo steuziet ar feulster.
Gant e-leizh a stiradoù n’eus ket an deroù eus un iziunad, eus un diarsell brokus. Reizh eo, ar pouez zo gant gwerzhañ, lorbañ un niver bras a arvalion-arvesterion. Neuze e klasker bepred an draig nevez a souezho, a sponto, a stago an dud ouzh ar skramm, ouzh an dramm. Labour kalvezourion eo.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.