Wullie Dundee

Wullie-DundeeDeurus eo bale e kêr Dundee ha rambreal. En em vagañ diwar ar pezh a zeu.

Ur gavell d’ ar c’hazetennerezh ha d’ ar bandennoù treset eo bet ar gêr.
Poblet e oa gant micherourion hag implijidi bodet aze gant kenwerzh ha greanterezh ar Reverzhi C’hreantel.

Er bloavezhioù tregont eo kroget al lennegezh lunwezat da ziskouez e fri da vat… Bandennoù ha pajennoù istorioù treset a veze kavet er c’hazetennoù a-raok bezañ strollet en embannadurioù arbennikaet.

Kazetennoù ha lennegezh lunwezel zo bet ur skor d’ ar stuzegezh pobl. Maget e oa an istorioù gant buhez pemdeziek ar vicherourion, savet gant aozourion prederiet gant an tonkad graet d’o c’henseurted. Politikaet, izili oberiant er geoded e oa kazetennerion ha treserion istorioù. Dre o labour, en abeg d’ o nested ouzh gwiskadoù paour ar boblañs, e tiorreent yezh ha lennegezh ar stuzegezh pobl.
An dud na ouie ket skrivañ pe lenn a zeske lenn dre ar c’hazetennoù gant ar priz bihan ma oa ur gazetenn. Ar skrid moulet a oa e diraez ar muianiver, ha pep skouerenn a c’halle tremen a hini da hini. Gwir e oa ken evit ar vugale ken evit an oadourion, hag an argerzh zo padet betek ar bloavezhioù pemont d’an nebeutañ pa oa va zad kozh ouzh va lakaat da lenn traoùigoù gantañ er gazetenn a-raok din bezañ degemeret er skol da bemp bloaz.

Poblet eo bepred kêr Dundee gant un niver bras a dud n’o deus nemet labour o c’horf da c’hounit o bara. D’ ar sadorn da noz eo leun ar baroù gant strolloù paotred ha strolloù merc’hed, bagadoù implijidi ha bagadoù studierion, ha ret eo komz kreñv evit bezañ klevet. Peadra da vezañ badouet war bouez ur bier nemetken ha divizoù diniver.

Tudennoù an istorioù treset kentañ a oa tudennoù brokus, bugale ar bobl a zic’haoue dre fent ha gwidre, dre o zroioù fall, an direizhderioù a gouezhe warno puilh. Disoursi e torrent gant karc’har ar gopradelezh. Ne oa ket tonket tudennoù an istorioù d’ an dienez, zoken ma choment en ur stad bresk. Ar bed a oa kaer ha laouen ganto. Treiñ a raent ar stad graet dezho en ur benveg da sevel ur bed kaer ha brokus, zoken ma raent a-wechoù gant troioù kriz evit dont a-benn. Dindan o fent, e oa desachet sell al labourerion davit un dazont kaer na c’hellent ket c’hwitout da sevel.

Ne oa ket pell seurt lennegezh diouzh ar sorbiennoù. Ar c’hudennoù taolennet a oa ken gwirion ha ken tost ouzh ar vuhez pemdeziek hag ar re kinniget er sorbiennoù, hag e c’hellent bezañ trehontet heñvel dre un ijin prim hag alies fentus.

An hevelep tudenn, al louarner (trickster, décepteur), a veze kavet ken er sorbiennoù, ken er filmoù chin (slapstick comedy, burlesque) evel an dudenn krouet gant Chaplin da skouer, pe diwezhatoc’h an dudenn krouet gant Tati e Frañs en e filmoù.
Kavet e oa seurt tudennoù ivez er commedia dell’arte (alese e teue ar slapstick : bataraz Harlikin). Evit gwir e oa kavet seurt tudennoù en oberennoù ar stuzegezhioù pobl dre ar bed a-bezh hag a-dreuz d’ an amzer.

Pezh zo graet e kêr Dundee da geñver eikontvet deiz-ha-bloaz an dudenn Oor Wullie, krouet gant Dudley D. Watkins e 1936 hag embannet e istorioù treset e-barzh The Sunday Post, eo lakaat ur seikont bennak eus an hevelep delwenn war skouer Oor Wullie azezet war e sailh, livet pep skouerenn gant un aozer diforc’h, pe gant bugale ar skolioù, strewet e kêr Dundee en amen d’ an holl.
Un elfenn dudius eo evit ar stuzegezh pobl.

En istorioù Wullie hag en delwennoù ledet e Dundee e kaver an hevelep damant d’ ar gumuniezh tud a vev e kêr.
Niverus eo an aozadurioù, frammoù, hag embregerezhioù a gemer perzh en darvoud.
N’ eo ket bras an delwennoù, meurdezus. N’ int ket staliet er-maez diraez an dud, a-us dezho war sichennoù. Ar vugale a bign warno, hag an delwenn a gemer lec’h en o c’hoarioù. Zoken an oadourion a ra se. Abred diouzh ar beure war glan an Tay ‘m eus gwelet ur vaouez oc’h azezañ war an eil sailh a oa e-kichen an hini m’ emañ azezet Wullie evel e derou hag e dibenn pep hini eus e droioù kaer. Hec’h-unan e oa, ha me o tont a-bell ha gwech an amzer ur marc’houarner o heuliañ glann ar stêr.

Penaos avat e c’hell seurt darvoud bezañ ur c’heflusker, penaos e c’hell bezañ atoret gant pep hini ? Hag ez eus aze un danvez pinvidik a-walc’h d’ober eus an dud niñverion ha n’ eo ket hepken bevezerion o buhez ?
Livañ war an delwenn un istor treset, pe skeudennoù a zave da istor kêr Dundee zo un elfenn dudius. O livañ e giz tudennoù anavezet gant un niver bras a dud ivez.

Delwennoù all zo lec’hiet evel-se e-kreiz pemdez tud Dundee hag o tont eus al lennegezh pobl, evel un aerouant ha Desperate Dan, bandenn dreset savet gant aozer Oor Wullie.
Tost ouzh delwenn Desperate Dan, tudenn ur vandenn dreset all gant treser Wullie, e c’haller arvestiñ ouzh delwenn ur marmouz pintet war ur banell gant Angela Hunter. An daou du eus ar banell zo evel daou damm, div skeudenn un istor, gant ur stad derou hag ur stad dibenn, ur «strip» berr. Ur banell gelaouiñ eo, ha c’hoari a ra ar marmous gant al lizherennoù. Skeudenn unan diouzh un tu eus ar banell, al lizhiri zo en o lec’h : Information. Skeudenn daou diouzh an tu all, al lizhiri mesket gant ar marmous a stumm ar gerioù-mañ e scottish Dundee (saozneg rannyezhel) : in ma fair toon. An daou «o» evel en Oor Wullie… O lezel a ran da gavout petra a dalvez e brezhoneg pa n’on ket boaz ouzh ar saozneg ha nebeutoc’h c’hoazh ouzh ar scottish. Marteze ez eus aze un dave d’ ur vandenn dreset all gant an hevelep tresour, Mickey the monkey.

Ha n’ hon eus ket aze un astenn d’ un «arz» a zo d’an holl ? Oberennoù na flastront ket an dud, na reont ket anezho bevezerion luganoù da veuliñ hag azeuliñ o mistri madelezhus ?

Ar meurlarjez a oa un troc’h er vuhez. Ar arz meur zo ivez un troc’h e buhez an dud chadennet en un tonkad er-maez o c’hrap. An arz pobl n’ eo nemet pemdez an dud. Arc’hwelel eo. Talmañ a ra ar vuhez, lakaat ar vugale da c’hoari, degas d’ an dud un eztaol eus ar pezh ez int eus ar pezh a vuhezont, un emouezañ ouzh an andon kened ez int, ouzh o barzhoniezh kement hag ouzh o skiant.

Ha ne c’hell ket bezañ roll un arz lakaat an dud da deurel o flac’hoù, o skoaziadoù, an aluzenoù a daoler outo, ha bezañ denion, en o rezid ?

An eil gwech eo din bezañ fromet gant ur geoded hag en em lakaat da soñjal n’eo ket ken pell se ur bed rezidek. Digor e chom an dremmwel, n’eus nemet da sevel an daoulagad.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.