Berr eo va chupenn yezher.
Dre ziouer a genlabour ne c’hallfen forzh penaos nemet adtapout ul live kalvezel dereat ha n’eo ket ul live denel.
Roparz Hemon a oa un den er gevredigezh. Anat eo el labour en deus renet e Breizh en e oberennoù. Ar gevredigezh zo danvez e labour. Tec’het da Vreizh-Veur en deus kollet un tamm mat eus ar pezh a vage e labour. Aet eo d’ un arbennigour war ar yezh hag an dislavaroù stignet gant e ober en arempred ar gevredigezh e Breizh zo bet skarzhet dre an treuztiriañ. Deuet int da vezañ estren d’ e vuhez. Deuet eo da vezañ estren da Vreizh. E darempred ouzh Breizh ne oa mui nemet kealiadel pa oa buhezel en a-raok.
Lavaret eo bet din ne ‘m boa ket ar gwir da lavarout tec’het, aet e oa Roparz Hemon du hont dre ma oa ret dezhañ kaout un labour bara na c’halle mui kavout war diriad Frañs.
Digarezioù a glasker bepred d’ un dibab arvarus ha hiniennel. Ten e oa an traoù evit an den ha ten edont zoken a-raok ar brezel dre berzhioù e labour. Klasket en doa talañ da saviad diaes un ober emsavel a ra eus un den un estren en ur bobl arallekaet.
Hiziv e weler tud o tec’hout ivez, zoken ma chomont e Breizh. Emichañs ne ‘m eus ket ar gwir kennebeut da skrivañ tec’hout aze. Koulskoude eo emrepuet ur bern tud er stourm evit ar yezh pe el labour yezhel. Pellaat a reont diouzh ar gevredigezh, diouzh ar vuhez emsavel evit adkouezhañ en arallekadur ar stourm evit ar yezh, evit Breizh, e Frañs. Argas a reont o dislavaroù ha n’ eo ket o zrehontiñ.
Morse ne vin ul labourer ar yezh pe ur stourmer ar yezh. Pezh a zo bet degaset din dre ar brezhoneg eo pezh a oa birvidik d’an ampoent me ‘m eus kejet gant brezhonegerion.
Degaset o deus din ur vuhez kevredigezhel, un denelezh a rae diouer din er gevredigezh frañsez.
Trawalc’h eo lenn ar pezh a zo bet embannet gant ar gelaouenn EMSAV evit gwelout ar pezh a zo bet degaset war dachenn ar vuhez kevredigezhel ha denel e Breizh gant un dornad tud.
Daoust dezho hag en tu all d’ o gevier o doa ar genlabourerion skoulmet gant ar politikadur hag ar c’hevredikaat. Pezh a oa bet graet araozo c’hoazh gant tud evel Kervarker ha Roparz Hemon. Klasket o deus an hent denelañ da vezañ d’ ar bed.
Evit ober ho mennoz e c’hellit pellgargañ war load PREDER hollad dastumadenn ar gelaouenn EMSAV. Ur benveg deurus eo nemet pa vefe evit adkavout ar gerioù o tiwanañ hag o vezañ buhezet. An danvezioù pleustret hag ar gendestenn a zo buhez d’ar gerioù.
Aet er-maez ar jeu eo deuet ar brezhoneg kempred da vezañ diaes da gompren evidon ha va brezhoneg zo aet d’un doare meskaj valleeg, gwalarneg hag eesbeeg a ziwar-lerc’h.
Padal eo kendalc’het ar yezh da vezañ bev bras e lod eus al labour renet gant un nebeut tud, ha deurus eo lenn darn eus an notennoù embannet e-barzh LAVARoù PREDER a chom kalz ledanoc’h o dachenn eget ar sturyezhañ. An notennoù a-zivout ar brederouriezh en hevelep LAVARoù zo ivez pinvidik bras ha ledet o dremmwel d’ an denelezh.
Ne hañval ket bezañ strakus an traoù hiziv an deiz avat.
Ret eo skrivañ brezhoneg ha tevel. Pardonet eo d’ ar genlabourerion o berrded spered gant ma arveront ur brezhoneg cheuc’h ha ma perzhiont dizezrann da lakaat ar brezhoneg da zreistbevañ.
Hag eo un advaladur eus distro ar re varv bev ?
Spi ‘m eus n’ eo ket.